Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

vite

prim

Gwelet an temoù Mont prim ha Bezañ prim

  • 👂 🔗 Ya. Ya, da gentañ e vije an dud war-lerc'h ar faucheuse. Ha ar faucheuse a derc'he da vont prim mat.

    Ya, ya, de gèntañ vijé 'n dut war-lèrh focheuz. A focheuz dèrhé de von prim mat.

    Oui, d'abord les gens étaient derrière la faucheuse. Et la faucheuse continuait d'avancer rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa vijen arriet e-barzh ar park e renke digoriñ ar robinet abalamour dezhañ da flistrañ, met a-wezhioù... e vije ret din diwall nompas mont re brim kuit, peotramant 'mije arozet anezhañ.

    Pé vijèn ai(et) bah park rènké dioiñ robinet bañw téañ de flistañ, mè (a)wêjo vijé rét tin diwall nompas mon ré brim kuit, pétaman mijé arozet néañ.

    Quand j'arrivais au champ, il fallait que j'ouvre le robinet pour éclabousser, mais parfois je devais faire attention de ne pas partir trop vite, sinon je l'aurais arrosé.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Prest goude e oa arri ar moasonneuzed ha evel-se neuze e vije graet primoc'h quoi.

    Prèst koudé oa ai mwasoneuzet, a vesé neuhé vijé gwèt primoh quoi.

    Les moissonneuses était arrivées rapidement ensuite, et comme ça, ça allait plus vite.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Aze e oa komañset prepariñ an traoù kazi tout diouzhtu, ha feiz e oamp dimezet prim a-walc'h quoi.

    Ahé oa komañset prépariñ 'n trèw kahé tout dustu, a fé oam diméet prim wah quoi.

    On avait commencé à faire les préparatifs immédiatement, et nous nous sommes marié assez rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 prim-ha-prim

    [ˌpryma'prym]

    en vitesse, à la va-vite

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se a deu prim hañ

    [ze da prym ɑ̃]

    ça ça vient vite hein

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se arru prim a-wezhioù

    [ze hɑj prym 'we:ʒo]

    ça arrive vite parfois

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 arriout a ra traoù evel-se prim-ha-prim hañ

    [ɑj ra trɛw və'se ˌprima'prim ɑ̃]

    des choses comme ça arrivent vite hein [accident]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'int ket prim d'ober

    [niɲ cə prym do:r]

    ils ne sont pas rapides à le faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Céline zo aet prim-mat e-barzh

    [se'lin zo ɛt pry'mɑt bɑrs]

    Céline y est rapidement entrée

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kollet prim

    ['kɔlət prim]

    vite perdu

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'ae ket prim

    [nɛ kə prym]

    il n'allait pas vite

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 prim-mat

    [pry'm:ɑt]

    très vite

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa deu da Vear e deu prim-ha-prim

    [pa da də ’vear da pryma’prym]

    quand elle vient à Bear, elle vient brièvement

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ken prim all kwa

    [ˌkenpɾymˈal kwa]

    tout aussi vite quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a blij din goût un tamm mat a-raok hañ ! kar me zo arri kozh hañ ! ha divalav hañ ! n'an ket prim ken hañ !

    [me bi:ʒ dĩ gu:t tɑ̃m'mɑ:d ə'ʁo:g ɑ̃ - kaʁ me zo ɑj ko:z ɑ̃ - a di'vɑ:lo ɑ̃ - 'nɑ̃kə pʁym ken ɑ̃]

    moi j'aime bien savoir bien avant hein ! car je suis devenue vieille hein ! et lente hein ! je ne vais plus vite hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

fonnus

  • 🔗 un tamm grosaat a ra, ne ra ket fonnus sur

    [tɑ̃m gro’sɑ:d ra ra kə ’vɔ̃nyz zy:r]

    elle fait une petite croissance, assurément elle ne fait pas vite [arbre]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 troc'het zo ar brankoù dioute, feiz, d'ober gwez, met ar c'histin a labour, ar c'histin a labour fonnus

    ['tɾohə so 'bɾɑ̃ŋko dɔ̃tɛ fe do:r gwẽ: mɛ 'histin 'lɑ:bur 'histin 'lɑ:bur 'vɔ̃nys]

    il y a eu des branches de coupées sur eux, ma foi pour faire des arbres, mais les châtaigniers poussent, les châtaigniers poussent vite

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... 'h a da fall fonnus

    [ha də vɑl 'vɔ̃nys]

    ... se gâtent, se perdent vite [châtaignes]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se zo tremenet ken fonnus ivez ken 'deus ket euh... gallet lakat se en he fenn kwa

    [ze zo tre'me:nət ken 'vɔ̃nyz jə ken døs kə bed ə 'gɑlət 'lɑkə ze ni bɛn kwa]

    ça c'est passé tellement vite aussi qu'elle n'a pas euh... pu se le mettre dans la tête quoi

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'a ket fonnus

    na ke von-nus.

    [na kø võnys]

    ça ne va pas vite.

    Gant : titourer dizanv

    Dastumer : Julien

[troioù-lâr / expressions]

  • 🔗 eñ 'na graet se evel lâret « chou » d'ar yar

    [hẽ: na gwɛt se wɛl lɑ:r ʃu də jɑ:r]

    il avait fait ça comme dire « chou » aux poules [faire vite et bien]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi