Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
ferme
menaj
Gwelet an tem Ar menaj
-
👂 🔗 E-barzh ar menaj eo se : pep hini a renk arañj e labour deus 'nez d'ober quoi.
Bah ménach é zé : pop ini (a) rèng arañj i labour deus né d’or quoi.
C'est comme ça à la ferme : chacun doit adapter son travail en fonction de ce qu'il a à faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Du-mañ ne oa ket aezet ar menaj (dre) an avani da se.
Du-mañ oa ked êzet ménach, nañvèin de zé.
Chez nous, la ferme n'était pas commode, à cause de ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz 'meump prenet anezhañ, met seulamant, heu, ar menaj ne oa ket libr ac'hann daou vloaz goude.
A fé meum préne néañ, mè seulaman, eu, ménaj oa ke lip hann dow la goudé.
Et nous l'avons achetée, mais la ferme n'était pas disponible avant deux ans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn neuze e oant aet d'ar bourk. E-barzh bourk Pederneg, fas da Super U aze, gouzout a oarez zo ur pezh menaj aze, beñ aze, aze int bet ivez.
Bènn neuhé oant wèt te bourk. Bah bourk Pédèrnek, vas te Super U ahé. Goûd e oarès so péz ménaj ahé, beñ ahé, ahé int béd ie.
Pour alors ils s'étaient installés au bourg. Au bourg de Pédernec, en face de Super U, tu sais, il y a une grande ferme là, ils sont allés là aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 D'ar c'houlz-se, a-raok e oan, a-raok e oan chomet er gêr, a-benn neuze e vije ordin unan bennaket, ha e vije ur vatezh ordin ti... e-barzh ar menaj quoi.
De houls-sé, rog oan… rog oan chome gêr, bènn neuhé vijé ordin un bénnaket, a vijé vatez ordin ti… bah ménach quoi.
À cette époque, avant que je reste à la maison, il y avait toujours quelq'un, une servante, à la ferme.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.
[me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]
Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
feurm
-
👂 🔗 tout an tier zo bord an hent aze, ar re-se oa tout deus ar park... deus... deus ar menaj... deus ar feurm kwa
[tut 'tiər zo bɔrd nɛn 'ɑhe 'ree wa tut dəs pɑrk dəz dəz 'me:nɑʃ dəs fœrm kwa]
toutes les maisons qu'il y a au bord de la route là, celles-là étaient toutes rattachées [faisaient] du champ... de la ferme... de la ferme quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi