Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

pauvre

paour-kaezh

  • 👂 🔗 X zo bet alies o c'horo ganimp, e-barzh e bark bihan, sell, pa vijemp hom-div o c'horo gant an dorn, sell paour-kaezh bihan, e-pad div eur e vije... Petra 'mijemp graet diontañ, ne oamp ket kat d'ober a-hend-all hañ.

    X zo béd alies horo ganim, bah i bark pïen, sèll, pé vijèm om-diw horo gan dorn, sèll, pokes bïen, pad diw eur vijé… Pra mijèm gwèt diontañ, oam ke kat t’or hèndall añ.

    X a souvent été avec nous à traire, dans son petit parc. Quand nous étions toutes les deux à traire à la main, regarde le pauvre petit, il restait pendant deux heures... Qu'aurions-nous pu faire de lui ? Nous ne pouvions pas faire autrement.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar paour-kaezh plac'h

    [ˌpokɛs'plɑh]

    la pauvre femme

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Kontant labourat e oa, paour-kaezh loen, met arru e oa re gozh quoi da lavaret miret anezhi, lazhet 'nije anezhi en ur momed, lakat anezhi da labourat ar pezh a oa ezhomm d'ober quoi.

    [’kõntãn la’buːʁə wa pɔkəs’lwe̞ːn – mɛ ’aj wa ’ʁegos kwa də ’laːt ’miːʁə ’nɛj – ’lahə niʒe ’nɛj nə ’mɔmət – ’lakə ’nɛj dla’buːʁət ’pes wa ’eːm ’dɔːʁ kwa]

    Elle voulait bien travailler, la pauvre bête [jument], mais elle était arrivée trop vieille pour qu'on puisse la garder. Il l'aurait tuée en un instant en la mettant à faire ce qu'il fallait faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 paour-kaezh den

    pokès dén

    [pokɛs den]

    un pauvre type

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 paour-kaezh bihan

    pokeus bieun

    [pokəs biən]

    pauvre petit

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

paour

Gwelet an tem An arc'hant o vankout

  • 🔗 n'onn ket petra int pe paour pe pinvidik

    [nɔ̃n kə pra iɲ pe powr pe 'pinvik]

    je ne sais pas de quel genre ils sont, pauvres ou riches

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

kaezh

  • 👂 🔗 krampouezh tev paotr kaezh

    ['krɑ̃mpuz tew pot'kɛ:z]

    des crêpes épaisses mon pauvre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 daon ! arri itron gaezh...

    [dɑ̃w - ɑj ˌitʁɔ̃n’gɛ:s]

    dame ! voilà la chère dame...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bihan kaezh

    bieun kèz

    [biən kɛz]

    pauvre petit

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Viviane gaezh

    Vivia-n gèz.

    [vivjan gɛz]

    pauvre Viviane [en coupant lors d'une partie de carte]

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien