Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

fou

sot

Gwelet an temoù Bezañ sot ha Ar follentez

  • 👂 🔗 Petra, hennezh zo sot emeze. Me n'onn ket petra eo avat emezon-me, met gwelet 'peus hañ emezon-me, ma vez ur vuoc'h din, pe div, hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh... Oh ya, ne 'teus ket ezhomm da vezañ jenet, testoù 'to avat emeze.

    Pra, heñs so zod mè. Mé n’onn ke pra ’h è ha, momé, mè gwélet peuz añ mome, ma vé vuh tin, pé diw, a vo divorhet bènn arhoas... O ya, teus ked émm de véañ jénet, tésto to ha mè.

    Mais quoi, celui-ci est fou, dirent-ils. Moi je ne sais pas ce qu'il est, dis-je, mais vous avez vu, si d'ici demain j'ai une vache ou deux qui avortent... Oh oui, dirent-ils, tu n'as pas à t'inquiéter, tu auras des témoins.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

borloket

  • 🔗 hanter-borloket

    ['hɑ̃ntər bɔr'lokət]

    à moitié fou, taré

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 un amzer hanter-borloket

    [ə 'nɑ̃mzər ˌhɑ̃ntərbɔr'lokət]

    un temps à moitié fou [détraqué]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

[troioù-lâr / expressions]

  • 🔗 eñ 'neus debret un aval lokard

    [hẽ: nøz ’de:bəd ’nɑ:vəl ’lokart]

    il a mangé une pomme de « fou » [il est fou, taré]

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Anna ar Baodour, ganet e 1932 e Pleuzal, o chom e Bear, marvet e 2023, tud bet ganet e Pleuzal / Pleuzal.
    O chom 'ba Bear abaoe pell

    Dastumer : Tangi

foll

  • 👂 🔗 hoñ a oa hanter-sot, hoñ a oa foll div wech

    [hɔ̃: wa ˌhɑ̃ntəʁ'zo:d hɔ̃: wa vɔl diw weʃ]

    elle était à moitié folle, elle était folle deux fois [personne au nom de famille Ar Foll]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi