Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

betteraves

beterabez

Gwelet an tem Ar beterabez

  • 👂 🔗 Ha pikat beterabez a vije graet gant ar machin-se ivez.

    A pikat bétrabes vijé gwèt gan machin zé ie.

    Et on piquait les betteraves avec cette machine aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pikat beterabez a vije graet neuze.

    Piket betrabes vijé gwèt neuhé.

    Alors on piquait les betteraves.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ha neuze 'h aen da labourat an douar ha neuze... 2. Un tamm a bep sort. 1. Un tamm a bep sort ya. Treiñ an douar ha neuze... Kas heu... Pe charañ beterabez pa vije tennet beterabez, ha neuze charañ plouz ha charañ foenn ha charañ...

    1. A neuzé ’h èn de labour(e) ’n douar a neuzé... 2. Tamm bop sort. 1. Tamm bop sord ya. Trèi ’n douar a neuhé... Kas eu... Pé charan bétrabes pé vijé tènne betrabes, a neuhé charan plous a charan voènn a charañ...

    1. Alors j'allais travailler la terre... 2. Un peu de tout. 1. Un peu de tout, oui. Retourner la terre et... Envoyer... Ou charroyer les betteraves quand on les tirait, et charroyer la paille et le foin et...

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

potaj

  • 👂 🔗 ar mekanik da... da drailhañ potaj

    [mi’kɑ̃:nig də də ’dɾohə ’potəʃ]

    la machine à... à broyer les betteraves

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 potaj

    ['potəʃ]

    mélange de navet et de betterave

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Tangi