Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

rimer

rimañ

  • 👂 🔗 ur wech e oan bet 'ba un eured gantañ ha 'na graet ur chanson e-pad an eured, ha laket... laket anvioù an dud da rimañ

    [weʒ wɑ̃n bed ba 'nœ:rət kɑ̃tɑ̃ a na gwɛt 'ʃɑ̃sɔ̃n pa 'nœ:rət a 'lɑkə 'lɑkə nɑ̃'nojo ndyt a 'lɑkə nɛ: də 'rimɑ̃]

    une fois j'étais allé à un mariage et il avait fait une chanson pendant le mariage, et fait... fait rimer les noms des gens

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

juntañ

  • 👂 🔗 lakat anezhe da juntañ

    [’lɑkəd nɛ: də ’ʒyntɑ̃]

    les faire rimer

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha gwechall e vije lavaret ur bern heu... E brezhoneg e vije graet rimastelloù deus se te, heu, lakat traoù da junt[añ]... heu, ya, alies, ya.

    [a gwe'ʒal viʒe 'lɑː 'bɛʁn ø – bʁe'zõːnəg viʒe 'gwɛ ʁimas'tɛlo døs 'se te – ø 'lakə 'tʁɛw də 'ʒynt – ø ja a'liəs ja]

    Et autrefois, on disait beaucoup de heu... En breton, on appelait ça des comptines, heu, faire rimer les choses... oui, souvent, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Evel-se emañ kont, d'ar bed all e vo ret mont quoi. Ça allait bien ensemble, ça finissait par « ont ». Traoù da juntañ ma kerez.

    C'est comme ça, il faudra aller dans l'autre monde. [...] Des choses qui riment, si tu veux.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal