Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

lever (se –)

sevel

Gwelet an temoù Sevel ha Sevel ar vugale

  • 👂 🔗 Ha hennezh ne sava ket abred hañ, hennezh a vez eizh eur a-benn e vez o tremen.

    A heñ sava ked abréd añ, heñ vé èiz eur bènn vé trémen.

    Et lui il ne se lève pas tôt, il est huit heures quand il passe.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz goude evel just e oa savet, debret lein war-dro eizh eur hanter nav eur, ha feiz, adeured a oa an deiz war-lerc'h aze.

    A fé goudé vèl-just oa savet, dèbe lèin war-dro èiz eur hanter, naw eur, a fé, hadeuret oa ’n dé war-lèrh ahé.

    Et ensuite, bien sûr, on s'était levé, on avait pris notre petit-déjeuner vers huit heures et demi neuf heures, et le lendemain c'était le retour de noces.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 En-dro eizh eur a sav apeupre met se n'eo ket ken diwezhat se c'hoazh. (T : N'eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !

    [dʁo ˈe̞zəʁ zɑv apəˈpʁɛ mɛ ze ˈnɛ kə ken diwɛː se hwɑs – pe vɛːʁ ˈʁətʁɛt ɑ̃ normaˈlɑ̃mɑ̃n]

    Je me lève autour de huit heures mais ça n'est pas encore si tard que ça. (T : Oui ça n'est pas tard.) Quand on est en retraite hein, normalement !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Met bezañ zo a sav abred, bezañ zo a sav... sav... pemp eur hanter c'hwec'h eur, bemdez hañ.

    [mɛ be zo zɑv aˈbʁed be zɑ zɑ ˈpɛməʁ hɑ̃təʁ ˈwɛhəʁ ˈbɑ̃wde ɑ̃]

    Mais il y en a qui se lèvent tôt, il y en a qui se lèvent à cinq heures et demi, six heures, tout les jours hein.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 savet eo, aet eo kuit

    ['zɑ:vəd e̞ - ɛd e̞ kwit]

    elle s'est envolée, elle est partie [mouche]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 savit !

    ['zɑ:vət]

    levez-vous !

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 sevel a ran

    ['ze:vəl rã]

    je me lève

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 savet on abred

    ['zɑ:vɛd õ a'bre:t]

    je me suis levé tôt

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 sevel

    ['ze:vəl]

    [se] lever

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ar sklêrijenn ya, pa vez an deiz o sevel.

    [skle̞ˈʁiʒən ja pe ve deː ˈsevəl]

    La clarté oui, quand le jour se lève.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

diblouzañ

  • 👂 🔗 evel-se e c'halli eu... diblouzañ abred dam da gas anezhe d'an nourrice a-raok mont d'ar skol

    [viˌse 'hɑli ə - di'blu:zɑ̃ a'bʁe:d dɑ̃m də gɑs ne̞ də nu'ʁis ʁo̞g mɔ̃n tə sko:l]

    comme ça tu pourras euh... te lever de bonne heure afin de les envoyer à la nourrice avant d'aller à l'école

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi