Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
herser
klouedañ
Gwelet an tem Klouedañ
-
👂 🔗 e veze d'ober klouedat anezhañ da gentañ
[viʒe do:r ’klœ:dəd neɑ̃ də ’gentɑ̃]
il fallait le herser d'abord
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
diaouliñ
-
👂 🔗 hemañ 'neus... o tiaoulañ evit ar beure aze, eo arri gwennet-mat dija
[’hemɑ̃ nøs ’tjo̞wlɑ̃ wid ’bœ:ʁe ’ɑ:he hɛ ɑj ˌgwɛnə’mɑd deʒa]
celui-ci a... en train de herser ce matin là, c'est déjà bien blanchi [terre séchée]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
tramailhat
-
👂 🔗 pa gomañsez tramailhat anezhe
[pe go'mɑ̃sɛs tɾɑ̃'mɑʎəd nɛ:]
quand tu commences à la herser [la terre]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi