Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

noce

eured

Gwelet an tem An eured

  • 👂 🔗 E oa daou c'hant a dud e-barzh an eured, han-se e oa un toullad mat hañ ? Deux-cent personnes. Kreisteiz, ha kement all deus noz. Sell aze hañ ?

    Oa dow han dut bah ’n euret, han-sé oa toulled mat añ ? Deux-cent personnes. Krèisté, a kémndall deus nos. Sèll ahé añ ?

    Il y avait deux cents personnes au mariage. Par conséquent ça faisait beaucoup de monde, hein ? À midi, et autant le soir. Impressionnant hein ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ma dud a oa bet e-barzh un toullad mat a euredoù a-raok. Ha evel se 'daint ur bern tud da bediñ.

    A me dud oa bé bah toullet mat euréjo rok. A vesé daint bèrn tut de bidiñ.

    Et mes parents étaient allés à beaucoup de mariages avant. Et donc ils avaient beaucoup de monde à inviter.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beñ, da unnek eur e oa an eured, e-barzh an iliz. Met a-benn neuze, a-raok e oamp bet e-barzh ar mairie.

    Beñ, de ’nnèg eur oa ’n euret, bah ’n ilis. Mè bènn neuhé, rok oam bé bah mairie.

    Le mariage avait lieu à onze heures à l'église. Mais pour alors, avant ça on était passé à la mairie.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya ya. Ur geginerez a oa, honnezh a vije oc'h ober kazi ordin, e-barzh... an euredoù ha traoù evel se quoi.

    Ya ya. Géginérez oa, hoñz vijé ’h or karjé ordin, bah ’n euréjo a trèw vesé quoi.

    Oui, il y avait une cuisinière. C'était presque toujours elle qui s'occupait des repas, dans les noces et les choses comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 An dud yaouank a vije e-barzh an eured, ha neuze o zad ha o mamm a vije, ma kerez, an deiz war-lerc'h, deiz an adeured neuze.

    'N dud yowank vijé bah 'n euret, a neuhé o zad a o mamm vijé, ma kées, 'n dé war-lèrh, dé 'n adeuret neuhé.

    Le jeunes étaient au mariage, et ensuite leurs parents venaient, si tu veux, le lendemain, le jour du retour de noces.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal