Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

vivant

bev

Gwelet an tem Bev

  • 👂 🔗 Ha chomet e oa bev.

    A chome oa béw.

    Et il avait survécu.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met feiz, avat, chomet e oa ma gochon bihan bev. Ah ya ! Laket ur pañsamant dezhañ war-benn ha tout, graet se brav, comme il faut.

    Mè fé hat, chome oa me gochon bien béw. A ya ! Lake pañsaman déañ war-bènn a tout, gwèt sé braw, comme il faut.

    Mais mon petit cochon avait survécu. Ah oui ! [J'avais] mis un pansement dessus et tout, fait ça bien, comme il faut.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal