Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

partout

partout

  • 👂 🔗 Me n'onn ket deus pelec'h, partout. Oh, Trezelan, Sant-Laorañs, Bear, un tamm a bep sort ya. Prad. Ah ya, tud diwar-dro ya.

    Mé n’onn ket deus plèh, partout. O, Trézélan, Zan-Lorañs, Béar, tamm bop sort, ya. Prat. A ya, tut tiwar-dro ya.

    Je ne sais pas d'où, de partout. De Trézélan, Saint-Laurent, Bégard, d'un peu partout. De Prat. Oui, des gens des environs.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha war hennezh e vije laket ma kerez, war-benn, neuze e vije kemeret ar machin neuze ha neuze e vije laket war... c'hoari an dro un tamm partout ha sachet deus al lec'h, al lec'h 'h ae re bell e-barzh ar bordoù, e oa traoù da... ken e vije arri labezet partout war-benn quoi.

    A war heñ vijé laket, ma kées, war-bènn, neuhé vijé koméret machin neuhé, ha neuhé vijé laket war... c’hoari ’n dro tamm partout, a jèchet deus lèh, lèh ’h ê ré bèll bah bordo, oa trèw de... kén vijé ai labéet partout war-bènn quoi.

    Et on mettait [la pâte] dessus [sur la galetière], et on prenait le machin [le racloir], et on faisait le tour avec, on tirait d'un côté, du côté où elle [la pâte] allait trop loin vers le bord, jusqu'à ce qu'elle soit répartie partout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Darn 'nije c'hoant da gaout un u war ar grampouezhenn, ha neuze e vije torret un u war-benn, neuze e vije krevet gant beg ar machin, ha feiz neuze e vije etalet gwellañ e vije gallet, abalamour da lakat gwenn ha melen un tamm partout quoi. Ha honnezh a vije ur grampouezhenn uoùek, e vije graet deus honnezh.

    Darn nijé hoan de gaout ’n u war grampouenn, a neuhé vijé torret ’n u war-benn, neuhé vijé kreuvet gan bég machin, a fé neuhé vijé étalet gwèllañ vijé gallet, bañw te laket gwènn a mélen tamm partout quoi. A hoñ vijé grampouenn uoek, vijé gwèt teus hoñs.

    Certains voulait un œuf sur la crêpe, et alors on cassait un œuf dessus, on le crevait avec le bout du machin [la spatule], et on l'étalait du mieux qu'on pouvait, pour mettre du blanc et du jaune un peu partout. Et on appelait ça une crêpe « œufée ».

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Skeiñ partout, ne ra ket nemet skeiñ partout ya.

    [skɛjn paʁˈtut ˈʁa kə mɛ skɛjn paʁˈtut ja]

    [Se] cogner partout, il ne fait que [se] cogner partout oui.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 un tamm partout

    [tɑ̃m paʁˈtut]

    un peu partout

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Partout a vez jeu ha chikan.

    [ˈpaʁtut ve ʒəː a ˈʃikɑ̃n]

    Il y a partout des querelles, de la bagarre, des conflits, des guerres, de la violence.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

pelec'h partout

  • 🔗 pelec'h partout 'h on bet tremenet

    [ple̞h 'partut hɔ̃ be tre'me:nət kwa]

    [je sais à peu près] partout où je suis passé

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

pelec'h tout

  • 🔗 'meus ket soñj pelec'h tout...

    [møs kə ʒɔ̃:ʃ pe'le̞h tut]

    je ne me souviens plus de où partout [j'ai été]...

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'on ket kat da lâret pelec'h tout 'ta tremenet

    [nɔ̃ kɑt tə 'lɑ:rət ple̞h tut ta tre'me:nət]

    je ne suis pas capable de dire partout où tu étais passé

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

pep lec'h

  • 👂 🔗 pep lec'h ec'h ez gwelet a rez...

    ['pople̞h hɛs gwɛ:l ə ɹɛs]

    partout où tu vas vois-tu...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi