Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum
Skrivet eo ar pennadoù-mañ diwar-benn an islavarennoù evit klask analizañ penaos e vez savet frazennoù kemplezh (complexe) e brezhoneg Bro-Vear, da lavaret eo frazennoù gant ouzhpenn ur verb en enne. Meur a lodenn ac'h a d'ober ar frazenn neuze : ur bennlavarenn (proposition principale), hag un islavarenn (proposition subordonnée) da vihanañ.
N'eo ket aezet gwelet sklaer ordin, hag ar reoloù a vo kavet er pennadoù-mañ zo hipotezennoù kentoc'h. Sur a-walc'h e vo traoù da lakat ouzhpenn, da sklaeraat pe da studial donoc'h diwezhatoc'h. Da skwer ne 'meus ket studiet « kordañ amzerioù ar verboù » (concordance des temps). Danvez ur pennad da dont marteze... Da c'hortoz e c'haller lenn studiadennoù donoc'h war al lec'hienn Arbres.
Studiet e vo :
– an islavarennoù anv-gwan (les subordonnées relatives) ;
– an islavarennoù sujediñ hag an islavarennoù goulennata (les subordonnées complétives et interrogatives) ;
– an islavarennoù doareañ (les subordonnées circonstancielles) ;
– an « islavarennoù » keñveriañ (les « subordonnées » comparatives).
E-barzh ar pennadoù-mañ, estroc'h evit ar frazennoù dastumet war an dachenn, e vo ezhomm gwech ha gwech all da sevel frazennoù pe tammoù frazennoù evit displegañ traoù zo. Merket e vefont gant ur rontig neuze : °Skuizh e oan.
Graet e vo gant ar c'heriaoueg implijet gant Frañsez Kervella e-barzh Yezhadur bras ar brezhoneg.
Riwal, miz genver 2017