Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

evel se

comme ça

Retorn d'ar frazennoù kentañ

... e oas deut da welet ac'hanon, peogwir e oan e-barzh ar pension evel just quoi, hañ, ha evel se ne deuen ket d'ar gêr 'met ur wezh ar miz, met seulamant da Sul, e oa droed da dont da welet ac'hanomp goude merenn.

Oas teut te wéled añoñ, pegur oan bah pension vêl-just quoi, añ, a vesé dên ke de gêr mèd e wêj mis, mè seulaman de Zul oa drèt te don te wéled añm goudé mèrn.

Tu étais venue me voir, parce que j'étais en pension bien sûr, et par conséquent je ne rentrais à la maison qu'une fois par mois. Mais seulement, le dimanche, on pouvait venir nous voir l'après midi.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

E-barzh Trezelan, e-barzh ar skolioù bihan evel se e chomez betek daouzek vloaz. Ha goude daouzek vloaz neuze 'h ez pelloc'h, se an hini a oa. Se an hini a oa.

Bah Trézélen, bah skolio bïen vesé chomès béték dowzek la. A goudé dowzek la neuhé hès pèlloh, zé ni oa. Zé ni oa.

À Trézélan, dans les petites écoles comme ça,

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha hennezh, hennezh a oa un disque. Ha neuze e vije laket bep a batatezenn e-barzh an disque, ha peogwir e deue en-dro, e deue en-dro neuze, 'nije graet e roudenn a-raok quoi ma kerez, ha evel se bep 'h ae, deue ar rod en-dro neuze... eo an hini e laoske ur batatezenn, patatezenn e-barzh.

A heñ, heñ oa un disque. A neuzé vijé lake bop e batatézenn bah ’n disque, ha pegur dé ’ndro, dé ’ndro neuhé, ’nijé gwèd i roudenn rok quoi ma kées, a vesé bop dê, bopte dé rod ’ndro neuzé, è ni loské e batatézenn bars.

Et c'était un disque. Et alors on mettait une pomme de terre dans [chaque compartiment du] disque, et comme il tournait – il avait fait son sillon avant – et comme ça, au fur et à mesure que la roue tournait, elle laissait une pomme de terre dedans.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arruout na mann ebet.

Pé vijé d'or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket 'n otoio 'h aiet na mann bét.

Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Plato, heu ya, plato, gouzout a oarez, ar machin ha e vije laket ed warnañ, ed, gwinizh paket, ha neuze plouz ha traoù, bet 'teus bet gwelet ar seurt-se o tremen gant boutelloù plouz, evel boutelloù carré ha traoù evel se ya.

Plato, eu ya, plato, goûd e oarès, machin a vijé laked ét warnañ, ét, gwinis paket, a neuhé plous a trèw, bét teus bé gwêlet sort-sé trémen gan boutêllo plous, vèl boutêllo carré a trèw vesé ya.

Le plateau, oui, tu sais, le machin sur lequel on mettant le blé... Le blé, le froment ramassé et la paille et tout, tu as déjà vu ce genre de chose passer avec des bottes de paille, comme des bottes carrées et tout comme ça, oui.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha feiz an hangar a oa... An hangar a oa mat, ha neuze evel se an hangar 'meump dispennet, ha 'meump degaset anezhañ du-hont e-barzh Pederneg neuze, ha evel se 'meump kresket, heu, kresket an hangar a oa deus du-hont ha e-skeud-se feiz...

A fé, ’n hangar oa… ’N hangar oa mat, a neuzé vésé ’n hangar meum dispènnet, a meum dièse néañ du-on bah Pédèrnek neuhé, a vesé meum krèsked eu… krèsket ’n hangar oa deus tu-on, a skeut-sé fé…

Le hangar était bien, et alors nous avons démonté le hangar, et nous l'avons amené là-bas à Pédernec, et comme ça nous avons agrandi le hangar de là-bas, et ainsi...

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.

Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.

À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Aze e vije labour hañ, a-benn 'nije, a-benn e vije roet boued da dregont buoc'h evel se heñ.

Ahé vijé labour añ, bènn nijé… bènn vijé roe bwét te drégon buh vesé eñ.

Ça c'était du travail, quand on avait donner à manger à trente vaches comme ça.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Anfin, ya, ne oas ket da-unan evel se. Nann, kalz reoù all a oa. Tremenet dre aze ivez.

Añfin ya, oas ket tehun vesé. Nann, kales réw all oa. Tréménet dré ahé ie.

Enfin oui, tu n'étais pas la seule comme ça. Non, il y en avait beaucoup d'autres qui en étaient passées par là aussi.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

E-lec'h e vije ar saout o kousket aze, keit e vijen me o c'horo, eñ a rae traoù evel se quoi.

Lèh vijé zowt kousked ahé, kèit vijèn mé horo, eñ rê trèw vesé quoi.

Là où dormaient les vaches, pendant que moi je trayais, lui faisait des choses comme ça [les nourrir, mettre de la paille].

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ac'hanta c'hoazh goude e vije saout war an hent alies, ac'hanta 'neus ket bet an nen aksideñchoù na mann ebet evel se.

Hanta, hoas goudé vijé zowt war 'n èn alies, hanta neus ke béd 'n én aksideñcho na mann bét vesé.

Bien que les vaches étaient souvent sur la route, eh bien on n'a pas eu d'accidents ni rien comme ça.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)