Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

peogwir

Stummioù : peneogwir ; peogwir ; peonegwir ;

puisque

Retorn d'ar frazennoù kentañ

Pa oan er gêr da bevarzek vloaz ne oa ket trakteur c'hoazh peogwir e vije kaset ar gazeg... 'meus soñj 'h ae an nen da dremen an hou da... war ar patatez.

Pé oan gêr de barzek la oa ke trakteur hoas pegur vijé kaset gazek, meus choñj ’h ê ’n nên de drémen ’n ou de... war patates.

Quand je suis restée à la maison à quatorze, il n'y avait pas encore de tracteur, puisqu'on conduisait la jument. Je me rappelle qu'on allait passer la houe sur les pommes de terre.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha hennezh, hennezh a oa un disque. Ha neuze e vije laket bep a batatezenn e-barzh an disque, ha peogwir e deue en-dro, e deue en-dro neuze, 'nije graet e roudenn a-raok quoi ma kerez, ha evel se bep 'h ae, deue ar rod en-dro neuze... eo an hini e laoske ur batatezenn, patatezenn e-barzh.

A heñ, heñ oa un disque. A neuzé vijé lake bop e batatézenn bah ’n disque, ha pegur dé ’ndro, dé ’ndro neuhé, ’nijé gwèd i roudenn rok quoi ma kées, a vesé bop dê, bopte dé rod ’ndro neuzé, è ni loské e batatézenn bars.

Et c'était un disque. Et alors on mettait une pomme de terre dans [chaque compartiment du] disque, et comme il tournait – il avait fait son sillon avant – et comme ça, au fur et à mesure que la roue tournait, elle laissait une pomme de terre dedans.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met me a vije ret din, peogwir Papa ne gleve ket, e vije ret din a-wezhioù huchal, met Hoo ! Hoo ! Neuze e lavaren Hoo ! d'ar gazeg.

Mè mé vijé rêt tin, pegur Papa glêwê ket, vijé rêt tin (a)wêjo huchel, mè oo ! Oo ! Neuhé lârèn oo ! de gazek.

Mais il fallait que je... Puisque Papa n'entendait pas, il fallait que je crie parfois. Hoo ! Hoo ! Alors je disais hoo ! À la jument.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met xxx (?)... ur c'hras kaer dezhañ kaout e verc'hed ober e labour evitañ peogwir eñ ne oa ket kat d'ober (dre) an avani ne gleve ket, quoi, ne oa ket kat d'ober tout an traoù.

Mè xxx (?) hras kèr déañ kawt i vèrhet or i labour witañ pegur eñ oa k’ kat t’or nañvèin glèwé ket, quoi, oa k’ kat t’or tou ’n trèw.

Mais... Ça l'arrangeait bien d'avoir ses filles pour faire son travail, puisqu'il ne pouvait pas le faire, parce qu'il n'entendait pas, il ne pouvait pas tout faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Anfin, n'eus ket mann ebet e-barzh, geus avat, dour, peogwir 'h a dour e-barzh, sur a-walc'h moarvat e gle bezañ e-barzh bepred met anfin, heu...

Añfin, n'eus ke mann bét bars, geus hat, dour, pegur 'h a dour bars, zur wah mahat glé béañ bars bopet mèd añfin, eu…

Enfin, il n'y a rien dedans, si, de l'eau, puisque l'eau rentre, il doit bien y en avoir dedans, mais enfin...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

1. Ya peogwir e oant kichen-ha-kichen ya. 2. Peogwir e oamp kichen-ha-kichen, ne vijemp ket pell quoi, ne oamp ket pell an eil deus egile, ha evel se...

1. Ya pegur oant kichen a kichen ya. 2. Pegur oam kichen a kichen, vijèm ke pèll quoi, oam ke pèll ’n èil deuz égilé, a vesé…

1. Oui puisqu'ils étaient l'un à côté de l'autre. 2. Puisque nous étions l'un à côté de l'autre, nous n'en avions pas pour longtemps, nous n'étions pas loin l'un de l'autre...

1. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
2. Plac'h, 1946, Pederneg
(dastumet gant Riwal)