Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

lacet

las

Gwelet an tem Al lasoù

ha c'hoazh euh... e ween se aze d'ober kerden ha traoù d'ober skoubidouioù pe un tamm bennak aze, d'ober evel lasoù ha tout

[a hwɑs ə 'weɛn ze 'ɑhe 'do:bər 'kɛrdɛn a trɛw ‘do:bər ˌskubi'duju pe dɑ̃m mə'nɑ:g 'ɑhe 'do:bər wɛl 'lɑso a tut]

et encore euh... je tordais ça là pour faire des cordes et tout, pour faire des scoubidous ou quelque chose là, pour faire comme des lacets et tout [jonc]

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

Ya, ar re-se a vije ret formiñ anezhe deus a-drek aze. Ha neuze, aze e oa ul las, ha hennezh, hennezh a starde amañ evel-hemm a-drek, da serriñ, da serriñ un tamm ar c'hoef en-traoñ amañ.

[ja ʁe'ze viʒe ʁɛt 'fɔʁmi 'nɛ døz 'dʁek ahe – a nœhe ahe wa 'las – a hẽs hẽs 'staʁde ãmã vɛ'lɛm 'dʁek – də 'zɛi də 'zɛɾi tãm 'hwef 'tʁɔw ãmã]

Oui, il fallait les former [les coiffes] par l'arrière. Et il y avait un lacet qui se serrait ici comme ça derrière, pour fermer un peu la coiffe en bas ici.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)