Klask
« abaoe »
Frazennoù kavet : 313
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
-
🔗 kar hennezh an hini en em okupe doute hein... eñ 'neus eu... a derc'he a-dost dezhe sañset met... met eu... oh, la, la ! met abaoe emañ Jean en e-unan n'out ket bet e-barzh ?
[...]
car c'est lui qui s'occupait d'eux hein... il a euh... il veillait sur eux en principe mais... mais euh... oh, la, la ! mais depuis que Jean est tout seul tu n'y as pas été ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
🔗 eñ... Daniel 'oa ket nemet bloaz wa... bloaz war-ma-lerc'h, 85 'nihe bet aze bremañ abaoe décembre
[...]
il... Daniel n'était qu'un an... qu'un an après moi, il aurait eu 85 là maintenant depuis décembre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
🔗 abaoe tri bloaz eu... xxx ( ?) ket pevar bloaz bremañ... eo marv aze, met e galon... derc'het 'na deus e galon tu comprends, ya, ya, e galon 'na c'hwitet ya, div pe deir gwech sizhun bepred, oh, teir gwech sizhun bepred e arrie da welet ac'hanon, ah, ya ! ya ! ah, ya, ha neuze e vije ur voutailhad win war an daol, tu comprends, hola !
[...]
depuis trois ans euh... (ça ne fait ?) pas quatre ans maintenant... qu'il est mort là, mais son cœur... il avait xxx ( ?) au coeur tu comprends, oui, oui, il avait eu un arrêt cardiaque, deus ou trois fois toujours, oh, il venait me voir trois fois par semaine, ah, oui ! oui ! ah, oui, et alors il y avait une bouteille de vin sur la table, tu comprends, oh là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
🔗 ha he... hemañ zo arri bepred... oh, pemp bloaz ha tregont zo emañ bremañ er memes goest, gant-se eu... abaoe... abaoe 'na fin e servij 'vat ! emañ bah eu... o labourat ba un uzin bah eu... bah eu... Gwengamp, ya, met eñ zo o chom bah Pañvrid
[ˈgwe̞ngɑ̃m - ˈpɑ̃ˑvɻit]
et toujours est-il qu'i... qu'il est... oh, maintenant cela fait trente-cinq ans qu'il est dans la même boite, donc euh... depuis... depuis qu'il a fini son service ! il est dans euh... il travaille dans une usine à euh... à euh... Gwengamp, oui, mais il habite à Pañvrid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 Kerlog... kle... nann, un tamm bihan memestra met... klevet 'meus Kerlog tu... tu bennak, met... pelec'h ?! hein, a-wechoù... hein ? nann ! pell zo abaoe !
[kɛꝛˈlɔk - ... - ... - ... kɛꝛˈlɔk ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tresigne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 ya, amañ e oa deit unan duzh... Sant-Jili, a oa deit aze, met pell zo abaoe peogwir... partiet pell zo met...
[ja - ... zɑ̃nˈʒiˑli - ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 ah, Traou... Traou Gannet ! Gannet a lâromp-ni, Traou Gannet, n'eus ket pelloc'h abaoe, nann, met... n'onn ket hag-eñ eo goudronet, zo kaeroc'h
[... - ˌtɹ̥ɔwˈgɑ̃nət - ˈgɑ̃nəd ... - ˌtɹ̥ɔwˈgɑ̃nət - ... - ... - ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 Kroaz Gwilho, me a ankoua gwelet a rez ! pell zo zo abaoe...
[ˌkxwaˑzˈgwijo - ... - ...]
Plouizi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paulette Benac'h, ganet e 1927 e Plouizi, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouizi / Pañvrid.Dastumer : Tangi (2023-10-28)
-
👂 🔗 Tal an Iliz eo... ar c'hra, 'h a deus Stank ar Bev... goût a ouzout pelec'h emañ... restaorant... Brelevenez ? pa 'h ez war... deus hent Porzh ar Prad, goût a ouzout ? kentoc'h evit *vont war... mont war Louaneg, a droez à droite, ar c'hra-se, aze emañ Krec'h Hued, Tal an Iliz zo kentoc'h, met hennezh 'oa ket aze d'ar c'houlz-se, hennezh zo bet badezet abaoe evel-se
[ˌtalaˈniˑlis ... - ... - ... ˌstɑ̃ŋgaˈbɛˑw - ... - ... - ˌbɛꝛlaˈweˑne - ... - ... ˌpɔɻzɑ̃ˈpɹ̥aˑt - ... - ... - ... luˈɑ̃ˑne̞k - ... - ... - ... ˌkxe̞ˈhyˑe̞t - ˌtalaˈniˑlis ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 1. bezañ zo anvioù 'ba eu... anvioù drol 'ba ar menajoù ! 'ba Louaneg aze zo unan... ha 'neus un anv lous, spontus ! Toull an Hoc'h ! ha Soaz Toull an Hoc'h zo bet xxx ( ?) gant tout an dud, me 'meus anavezet anezhi hañ ! e bord al linenn hent-houarn (deus Sant-Ke da ?), linenn hent-houarn Louaneg, bremañ e vez savet ar railhoù-tout abaoe... pell zo, goude ar brezel, ha hoñ a oa Soaz Toull an Hoc'h, un tamm bihan ur vagon oc'h ober he zi ! gardien e oa, gar Mezerneg a vije graet 'ba Louaneg deus se, gar Mezerneg, met... lâret e vez Toull an Hoc'h, gar Toull an Hoc'h 2. met petore korn oc'h oc'h ober...
1. [... - ... - ... luˈɑ̃ˑnəg ... - ˌtulˈnoˑx - a ˌswaˑs tulˈnoˑx ... - ... - ... - ... luˈɑ̃ˑnək - ... - ... - ... - ... ˌswaˑs tulˈnoˑx - ... - ˌgaˑɻmiˈzɛɻnɛk - ... - ˌgaˑɻmiˈzɛɻnɛk - ... - ... ˌtulˈnoˑx - ˌgaˑɻtulˈnoˑx] 2. [...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 eizh vloaz 'ma pa oan deut da Servel, hag abaoe ac'h on en Servel, Servel Lannuon kwa !
[... ˈzeɹwəl - ... ˈzeɹwəl - ˈzeɹwəl laˈnyˑõn kwa]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona ar C'halvez (ar C'helleg), ganet e 1928 e Ploulec'h, o chom e Lannuon, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploulec'h / Ploulec'h.
Ganet e Ploulec'h ha deut da chom da Servel da eizh vloaz gant he zud.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 hag aze e oa ur c'houblad dirakon, ha int d'en em dizreiñ, « mais on ne vous connait pas, emezañ, mais... nous sommes du Ru ! » « ah, bon ? non, je dis, moi non plus, je ne vous connais pas », hag adalek neuze, e oan arriet amañ daou pe dri devezh... hag abaoe omp mignoned hag e arriont a-greiz-tout
[...]
et là il y avait un couple devant, et ils se sont retournés, « mais on ne vous connait pas, dit-il, mais... nous sommes du Ru ! » « ah, bon ? non, je dis, moi non plus, je ne vous connais pas », et depuis lors, ils étaient arrivés deux ou trois jours... et depuis nous sommes amis et ils arrivent à l'improviste
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 met... met... abaoe... abaoe on yaouank, abaoe e oan plac'h bihan, plac'h bihan, n'aen ket d'ar skol c'hoazh, 'ma gwelet oc'h arriout du-mañ, ur chirurjian deus Lannuon war gein e gazeg, ha 'meus soñj... c'hoazh 'meus lâret diouin ma-unan, « me a rey se ivez », ha tout ma buhez 'meus soñjet ober se, met 'meus ket gallet ober
[laˈnyˑõn]
mais... mais... depuis... depuis que je suis jeune, depuis que je suis petite fille, petite fille, je n'allais pas encore à l'école, j'avais vu arriver chez moi, un chirurgien de Lannuon à dos de cheval, et je me souviens... encore que je me suis dit, « moi je ferai ça aussi », et toute ma vie j'ai pensé faire ça, mais je n'ai pas pu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 ah, ya ! se zo un anv a zo en em fenn abaoe ma on bihan, ar Genkiz eo, n'eo ket ar Genkiz
[a ja - ... - aꝛˈgeŋkis ... - ... aꝛˈgɛ̃ŋkis]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 se... se zo bet staget deus Roudoualen goude, peogwir e oant stok-ha-stok, abaoe zo pell !
[... ˌɻuduˈaˑlən - ... - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 ya, Rubudaz, se 'meus klevet abaoe komz, ya 'vat ! ar Rubudaz-se, ah, e brezhoneg ? e vez lâret evel-se ivez, Ru... Rubudaz, n'onn ket met klevet 'meus... bet an anv, Rubudaz
[ja - ˌɾybyˈdas - ... - ... - ˌɾybyˈdas ... – a - ... - ... - ... - ˌɾybyˈdas - ... - ... - ˌɾybyˈdas]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan, tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ar Vilin Baper a oa chomet en he sav, ha hoñ a oa... ha bremañ... peogwir (Claude ?) zo marv kwa, bremañ eo achu, met betek neuze, betek eu... me a oar pegeit zo abaoe eo marv hennezh, daouzek pe drizek bloaz zo, oh, ya ! keit-se zo arri, ha bremañ Louisette zo marv ivez
[əˌviˑlinˈbapəɹ ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - .. - ... - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan, tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Krec'h... Krec'h ar Min, Krec'h ar Min zo amañ abaoe ar rond-point, hag gant-se o tont en-dro un tamm bihan war-draoñ, zo... Krec'h ar Min a diskennez... an hent bihan e oamp o tiskenn a soñj din, e ti Arsen ar Saoz, Krec'h ar Min zo amañ
[... - ˌkʁ̥e̞ꭗˈmiˑn - ˌkʁ̥e̞ꭗˈmiˑn ... - ... - ... - ˌkʁ̥e̞ꭗˈmiˑn ... - ... - ... - ˌkʁ̥e̞ꭗˈmiˑn ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 ar Gollod, ya met... ya met hennezh zo bet badezet goude, aze 'oa ket ar Gollod gwechall, nann, met añfin, bet eo badezet goude kwa ! hennezh zo un anv zo deut abaoe ar brezel
[ˈgolɔt - ... - ... - ... ˈgolɔd ... - ... - ... - ... - ...]
Landreger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 met me 'meus bet graet se abaoe biskoazh, a-viskoazh pa oan bihan, peogwir e oamp e Perwenan ha me 'ma... kuiteet Perwenan ha 'ma... unnek vloaz
[... - ... - ... pɛꝛˈweˑn ... - ... pɛꝛˈweˑn ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)