Klask
« amann »
Frazennoù kavet : 167
-
🔗 hag e-se, ha gwechall 'oa ket frigo ebet, ha 'meus bet gwelet lakat amann ba ar puñs, evit derc'hen anezhe fresk a-benn an deiz-war-lerc'h da vont d'ar marc'had, evel-se eu... bepre... bepred e vihe graet traoù hein gwechall !
[...]
et [c'est] ainsi, et autrefois il n'y avait pas de frigo, et j'ai vu mettre le beurre dans le puits, pour le garder frais pour le lendemain pour aller au marché, donc euh... touj... toujours est-il qu'on en faisait des choses autrefois !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
🔗 met honnezh eo d'ober he marc'had Pempoull ha... gant uoù ha... gwechall, ha... ha ye... ha yer ha traoù a vihe ganti wa... war he velo, gant... 'h ae da werzhañ traoù ba... gwechall e oa se ba Pempoull ivez, ha bremañ n'eus mann ebet ken ! marc'had Pempoull, ya ! ma vamm 'h ae gant he... amann ivez, ha ma vamm, kentañ a oamp bet er gêr, hi a larde hom... hom bara dimp, kar ni a vihe laket re amann, tu comprends, hag e oa ezhomm an amann da werzhañ... werzhañ amann evit kaout arc'hant
[pɛ̃ˈpul - pɛ̃ˈpul]
mais elle allait faire le marché de Pempoull et... avec des œufs et... autrefois, et... et elle prenait des poul... des poules su... sur son vélo, avec... elle allait vendre des produits à... autrefois il y avait à Pempoull aussi, et maintenant il n'y a plus rien ! le marché de Pempoull, oui ! ma mère allait avec son... beurre aussi, et ma mère, aussitôt que nous étions arrivés à la maison [nés], elle nous... nous beurrait notre pain, car on nous mettait trop de beurre, tu comprends, et il y avait besoin de beurre pour vendre... vendre du beurre pour avoir de l'argent
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ar Fantan Amann !
[ˌvɑ̃tənaˈmɑ̃n]
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa Perrot, ganet e 1939 e Peurid, o chom e Trogeri, tud bet ganet e Peurid / Peurid.Dastumer : Tangi (2023-09-27)
-
👂 🔗 Aze e oa... daou... ur c'houblad hag a oa... e komañsent... Oh ! 'oant ket kozh, hanter-kant vloaz bennak kwa ! Met e wreg 'na bet ur grizenn rumatisoù terripl kwa ! Ha n'halle ket ober he labour ken kwa, met gant... gant kombad d'ober he... he amann ha tout kwa ! Ha neuze Fañch a renke mont da gas eu... an amann d'ar bourk evit ar gomisionoù ha tout kwa. Hag aet Fañch d'ober e gomisionoù kwa, aet da...
[...]
Là il y avait... deux... un couple qui était... ils commençaient... Oh ! Ils n'étaient pas vieux, la cinquantaine quoi ! Mais sa femme avait eu une crise de rhumatisme terrible quoi ! Et elle ne pouvait plus faire son travail quoi, mais avec... avec des difficultés à faire son... son beurre et tout quoi ! Et alors Fañch devait aller envoyer euh... le beurre au bourg pour les commissions et tout quoi. Et Fañch était allé faire ses courses quoi, il était allé à...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha Maivon a eve ur werennad dour... dour mor deus ar beure. Ur werennad all kreiz... da greistez. Hag unan all douzh an noz kwa. Hag a-benn un toullad... Pemzekteiz pe teir sizhun goude, oh ! Maivon 'na ket... un tamm mat welloc'h kwa. Ha gwelet Maivon oc'h arriout 'ba bourk Pañvrid, gant he amann ha tout ! Hag an dud xxx ( ?) : « Sell 'ta ! Piv zo arri amañ ! Maivon ! Ha hi 'oa ket kap da gerzhet pemzekteiz zo aze, ha bremañ e welez anezhi penaos eu... 'h a a-raok adarre ! » « Ah, ya ! »
[...]
Et Maryvonne buvait un verre d'eau... d'eau de mer le matin. Un autre verre mid... à midi. Et un autre le soir quoi. Et quelques... Quinze jours ou trois semaines plus tard, oh ! Maryvonne allait... beaucoup mieux quoi. Et on vit Maryvonne venir dans le bourg de Pañvrid, avec son beurre et tout ! Et les gens xxx ( ?) : « Tiens donc ! Qui est-ce ! Maryvonne ! Et elle ne pouvait pas marcher il y a quinze jours de ça, et maintenant tu la vois comment euh... elle avance de nouveau ! » « Ah, oui ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 skrapat amann
skrapat an-man-n
[skʁapat ãmãn]
gratter le beurre (lorsqu'on prend un peu de beurre en grattant avec un couteau)
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 ledañ amann
lédeun an-man-n
[ledən ãmãn]
étaler le beurre (sur le pain)
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 ledek amann war da bara
lédeuk an-man-n war te bara
[ledək ãmãn waʁ tə baʁa]
étaler le beurre sur ton pain
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 amann
aman-n
[amãn]
beurre
Dastumer : Julien
-
🔗 Neus amann ken.
Neus an-man-n kén.
[nøs ãmãn ken]
il n'y a plus de beurre
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 poent eo mont d'ober komisionoù, peonegwir eo aet tout an amann (peotramant eo debret tout an amann)
pwèn è mon-n doc'h kon-misyon-no : punugur è èt tout nan-man-n (pétan-man-n è dèbeut tout nan-man-n)
il est temps d'aller faire des commissions, puisque tout le beurre a été consommé (ou sinon tout le beurre a été mangé)
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 aet eo tout an amann
èdè tout nan-man-n
tout le beurre a été consommé
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 n'eus ket tamm amann ebet ken
neus keu tan-m an-man-n bét kén
il n'y a plus un morceau de beurre
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 tamm amann ebet ken
tan-m an-man-n bé kén
plus un morceau de beurre
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Lann Amann
[ˌlɑ̃nəˈmɑ̃n]
Plouared
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 Fantan Amann ? eu... geo, fantan Amann, eo aze ! aze eo diouzhtu, ar Fantan Amann, a-raok arriet gant... gant eu... a-raok arriet gant ar vilin, e oa ur fantan... zo... aze e oa... zo un tamm menaj, pe e oa ha n'eus ket ken, ha... ya, e bord an hent ya, ya ! hag aze e oa ar Fantna Amann ya
[ˌvɑ̃ntənaˈmɑ̃n - ... - ... - ˌvɑ̃ntənaˈmɑ̃n - ... - ... ˌvɑ̃ntənaˈmɑ̃n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - ... ˌvɑ̃ntənaˈmɑ̃n ja]
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 ha neuze emañ Sant-Herbod, zo unan all kwa ! Sant-Herbod eu... hennezh zo... al Lun Pantekost a vez ordin, pardon hennezh, hag eu... eo evit surtout eo evit an amann, « Sant Herbod, e-leiz a ribod »
[... sɑ̃ˈtɛꝛbɔt ... - zɑ̃nˈtɛꝛbɔd ə - ... - ... - ... - ... - zɑ̃ˈtɛꝛbɔt - ...]
Ploulecˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Yakob, ganet e 1932 e Plouilio, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Plouared / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-23)
-
👂 🔗 ma vije pilet e blije dezhe 'vat ! hañ damen ! ha diwar eñ e vije amann livet vrav, oh la la la la !
[... - ... - a ˈdiwaꝛ ˌhẽ ˈviʃe ˌɑ̃mɑ̃n ˌliwə ˈvɣɑw - ...]
s'il était pilé il [ajonc] leur [vaches] plaisait ! hein dame ! et avec ça le beurre était joliment coloré, oh là là là là !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 o vont da gerc'hat amann, gant... gant Arvoriz aze
[aꝛˈvoˑɹiz]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 U... unan deus an Arvor. Me a anaveze anezhi, peogwir e deue da gerc'hat laezh hag amann 'ba ar menaj du-mañ. Eo... eo... eo hi 'da... 'na... eo honnezh 'na gwerzhet... Nikolaz, d'an Almanted. Peogwir 'h ae gant an Almanted.
[...]
Quelq... quelqu'un de an Arvor. Moi je la connaissais, puisqu'elle venait chercher du lait et du beurre à la ferme chez moi. C'est... c'est... c'est elle qui avait... avait... c'est elle qui avait vendu... Nicolas, aux Allemands. Puisqu'elle allait avec [fréquentait] les Allemands.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)