Klask
« bernioù »
Frazennoù kavet : 59
-
🔗 bernioù
bernio
[bɛʁɲo]
tas (pluriel)
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 ober bernioù
ober bèrnio
[obəʁ bɛʁɲo]
faire des tas
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 aze zo bernioù... aze e oa bernioù menajoù, hag a vije graet ar memestra anv dionte tout, ha me 'meus ket graet biskoazh... klevet an anvioù all, Berrepoz, quartier Berrepoz a oa... a lâre an dud e vije lâret deus ar re-se
[... - ... - ... - ... - bɛˈɾepɔst - ... bɛˈɾepɔs ...]
Plufur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Morvan, ganet e 1931 e Plufur, o chom e Plufur, marvet e 2025, tud bet ganet e Lanvaeleg / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-18)
-
👂 🔗 1. abalamour d'an heol 2. voilà ! abalamour d'an heol ! 1. abalamour d'an heol 2. ha ni a vije graet bernioù patatez, hag e vijemp er-maez ordin, en heol 1. gwechall e vije se kwa ! 2. ha traoù ! ha 'lakemp lunedoù ebet 1. nann 'vat ! 2. bremañ Pier zo memestra, 'neus ifomet tout e benn gant... gant an heol ivez
1. [... də ˈnɛwl] 2. [... - də ˈnɛwl] 1. [... də ˈnɛwl] 2. [... - ... - iˈnɛwl] 1. [...] 2. [... - ...] 1. [...] 2. [... - ...]
1. à cause du soleil 2. voilà ! à cause du soleil ! 1. à cause du soleil 2. et nous faisions beaucoup de patates, et nous étions tout le temps dehors, au soleil 1. autrefois c'était comme ça quoi ! 2. et tout ! et nous ne mettions pas du tout de lunettes 1. mais non ! 2. maintenant Pierre est pareil, il a abimé toute sa tête avec... avec le soleil aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo bet gant ma zad oc'h ober... penaos ? bernioù goemon, 'ba an aod, hag e vije degaset kostez an aod, 'ba Kelo Mat aze, gant perchoù
[ˌke̞ˑloˈmɑˑd]
moi j'ai été avec mon père faire... comment ? des tas de goémon, sur la côte, et on les ramenait à la côte, à Kelo Mat là, avec des perches
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Pa raemp bernioù goemon e-barzh... 'ba an aod, a-wechoù... e raemp... kargoù gant... gant... gant kirri. Lec'h e vije... war ar mein. Met pa 'h aemp lec'h e vije tosennoù mailh, 'vijemp ket kap da vont gant kirri. E renkemp... ober ur machin kerden evel... evel ur steredenn. Hag e vije lakeet bran... brank... brank... brankoù, war... war... war... war ar steredenn, ha... ha... hag e vije graet ur bern goemon ront warnañ, warnañ.
[...]
Quand nous faisions des tas de goémon sur... sur la côte, parfois... nous faisions... des chargements avec... avec... avec des charrettes. Là où c'était... sur des pierres. Mais quand nous allions là où il y avait de la vase, nous ne pouvions pas aller avec les charrettes. Nous devions... faire un machin de cordes comme... comme une étoile. Et on mettait des bran... bran... branch... branches, sur... sur... sur... sur l'étoile, et... et... et on faisait un tas de goémon rond dessus, dessus.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 A-we... a-wechoù all e raemp bernioù... ur bern un tamm bihan bihanoc'h. Met pa vije ur bern re vras, tad... tad Pierrot Gwilhou 'na... 'na unan hag a oa o chom... e-kichen lec'h e oa an uzin... an uzin istr aze e Lanvaodez. Aze. Jean Kerleau a oa e anv. Ha hennezh 'na ur vatimant, 'na ur vatimant, ha pa deue ar bern d'ar gêr, e adkompagne ar bern... betek ar c'hostez.
[...]
Par... d'autres fois nous faisions des tas... un tas un peu plus petit. Mais quand c'était un tas trop gros, le père... le père de Pierrot Guillou avait... avait un [ami] qui habitait... à côté de là où était l'usine... l'usine d'huîtres là à Lanvaodez. Là. Jean Kerleau qu'il s'appelait. Et lui avait un bateau, il avait un bateau, et quand on ramenait le tas, il accompagnait le tas... jusque sur le côté.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Ha kentañ 'damp graet souterrainioù, 'ba leur Kervarker, e c'holoemp anezhe gant... gant madriennoù... madriennoù boch. Hag hom bernioù plouz, an deiz ar vapeur, warne, ha laoskemp just un toull, da... da diskenn e-barzh. Ha... hag e vije souterrainioù dindan ar bernioù foenn ha dindan ar bernioù ed. Ha dindan ar bernioù... bernioù... bernioù foenn.
[kɛꝛˈvaꝛkəʴ]
Et aussitôt nous avions fait des souterrains, dans l'aire de Kervarker, nous les couvrions avec... avec des madriers... madriers boches. Et [on mettait] nos tas de paille, le jour du battage, dessus, et nous laissions juste un trou, pour... pour descendre dedans. Et... et il y avait des souterrains sous les tas de foin et sous les tas de blé. Et sous les tas... tas... tas de foin.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Hag an Almanted a oa oc'h arriet war an enez, a denne gant o mitrailhetenn, 'ba ar gwez, 'ba ar gwez-sipre. « Tatatatatak ! tatatatatak ! » o soñjal e vije koachet an daou Amerikan e-barzh. Fouilhet 'dant tout ar foenn, gant o bailhonetezed, 'ba... 'ba ar grigneloù. Donc, ma 'mije koachet anezhe 'ba ar grigneloù 'ba... e-mesk ar foenn, hañ ! Ken fonnus all ! Ha 'ba ar park e oa... e oa bernioù foenn ivez. Graet... graet ront evel e vije graet 'ba ar parkoù amañ. Hag eu... e blantent o bailhoten... o bailhonetennoù, 'ba... 'ba ar bernioù. 'Ba... 'ba ar bernioù... foenn.
[...]
Et les Allemands étaient en train d'arriver sur l'île, ils tiraient avec leur mitraillette, dans les arbres, dans les cyprès. « Tatatatatac ! tatatatatac ! » pensant que les deux Américains étaient cachés dedans. Ils avaient fouillé tout le foin, avec leurs baïonnettes, dans... dans les greniers. Donc, si je les avais cachés dans... dans le foin, hein ! Aussi vite ! Et dans le champ il y avait... il y avait des tas de foin aussi. Fait... fait ronds comme ceux qu'on faisait dans les champs ici. Et euh... ils plantaient... leurs baïonnettes, dans... dans les tas. Dans les tas... dans les tas... de foin.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha gwelet an Enez Koad ivez, lec'h e oa Blokojoù a-hont, a-hont e oa graet bernioù blokojoù, ha gwelet an avionoù... o tiskenn ivez, gant an DCAioù du-hont 'ba Lan... 'ba Lezardrev 'ba...
[... ˌneˑnəs ˈkwɑd ... - ... bloˈkoˑʒo ˈɑwɔ̃n - ˈɑwɔ̃n ... bloˈkoˑʒo - ... - ... - ... ˌlezaɹˈdɹẽˑ ...]
et [j'ai] vu an Enez Koad aussi, là où il y avait des blockhaus là-bas, là-bas plein de blockhaus avaient été construits, et [j'ai] vu des avions... être descendus aussi, par les DCAs là-bas à Lan... à Lezardrev à...
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ an Onest, ganet e 1932 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Pleuveur-Gaoter, tud bet ganet e Pleuveur-Gaoter / Perwenan.Dastumer : Tangi (2023-06-07)
-
👂 🔗 ha hemañ a oa da dennañ foenn eu... deus ar bern, gwechall e vije graet bernioù foenn eu... er-maez, ha neuze e vije tennet eu... evit reiñ d'al loened gant hennezh, un tamm evel-se hag e gouezhe en traoñ eno war an douar, eñ a vez ur c'hrog da dennañ foenn
[a ˈhemɑ̃ wa də ˈdɛnɑ̃ ˈvwɛn ə - dœz ˈbɛɹn - gweˈʒɑl ˌviʒe ˌgwɛd ˈbɛɹɲo ˈvwɛn ə ˈme̞ːs - a ˌnœhe ˌviʒe ˈtɛnəd ə - wid ə ˈɹɛɲ də ˈlwe̞ːnəd gɑ̃ ˈhẽˑs - ˈtɑ̃m vəˌse̞ a ˈgweˑe̞ ˈntɹo̞w ˌeˑno waɹn ˈduˑaɹ - ˌhẽ ve ə ˈhɹo̞ˑk tə ˈdɛnɑ̃ ˈvwɛn]
et celui-ci c'était pour tirer le foin euh... du tas, autrefois on faisait des tas de foin euh... à l'extérieur, et alors on tirait euh... pour donner aux animaux avec celui-là, un peu comme ça et ça tombait en bas par terre, ça c'est un crochet à tirer le foin
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha mont war ar bernioù ed hag a-bep-sort da dostaat... feiz eu... (ar weskennoù ?) 2. ya 1. peogwir 'h omp 'ba ar brezhoneg, ret eo lâret evel-se, ha 'ba ar parkoù e renke an nen ober savadennoù gwe... ed ha... amarriñ anezhe ha mont war-lerc'h al lieuz, ha pas leskel anezhe war... war... 2. pas laoskel anezhe war an ampich 1. ah nann ! lakat anezhe e-pign deus ar *c'heuz... ar c'hleuz a vije d'ober hañ ! xxx ( ?) e vije graet an dro, da reiñ plas d'al lieuz, bet on oc'h ober emichañs ! ha 'meus ket graet tout peogwir zo xxx ( ?), met... e renkes lakat da weskenn xxx ( ?) abalamour dezhi pas... dont dindan ar rod peotramant e vije kollet ur bern traoù hañ !
1. [a ˌmɔ̃n waɹ ˌbɛɹɲo ˈeːd a bo̞ˈsɔɹt tə do̞sˈtɑːd - fe ə hwesˈkeno] 2. [ˌjɑ] 1. [pyˌgyˑɹ hɔ̃m bah bɹe̞ˈzɔ̃ːnəg - ˌɹɛd e̞ ˈlɑˑɹ vəˌse̞ - a bah ˈpɑɹko ˈɹɛŋke ˈneːn ˌoˑbəɹ zavaˈdeno gwe - ˈeːd a - ɑ̃ˈmɑˑĩ ˈne̞ a ˌmɔ̃n waɹˌlɛx liˌøz - a pa ˈlɛskə ˈne̞ waɹ waɹ - pəˈtɑ̃m ˌhe ˈɹoːd ə liˌøz waɹ waɹ] 2. [paz ˈlo̞skə ˈne̞ waɹ ˈnɑ̃piʃ] 1. [a ˈnɑ̃n - ˈlɑkə ˈne̞ ˌpiɲ døz ˈhœ̃ˑ - ˈhlœ̃ˑ ˌviˑʒe ˈdo̞ˑɹ ɑ̃ - ? - ˌviˑʒe ˌgwɛ ˈndɾoˑ - də ˈɹe̞ˑĩ ˈplɑs tə liˌøz - ˌbed ɔ̃ ˈho̞ˑbəɹ meˈʃɑ̃ˑs - a ˌmøs kə ˌgwɛt ˈtut pyˌgyˑɹ zo ? - mɛː ˈɹɛŋke̞z ˈlɑkat tə ˈhweskən ˈdɾɛw pɑ̃m ˈde̞j pas - ˌdɔ̃n diˌnɑ̃ˑn ˈɹoːt pəˈtɑ̃m ˌviˑʒe ˈko̞lə bɛɹn ˈtɾɛw ɑ̃]
1. et aller sur les tas de blé et toutes sortes pour approcher... ma foi euh... les xxx ( ?) 2. oui 1. puisque nous sommes en breton, il faut dire comme ça, et dans les champs on devait faire des moyettes de... de blé et... les lier et suivre la lieuse, et ne pas les laisser sur... sur... 2. ne pas les laisser sur le passage 1. ah non ! les suspendre au *talu... au talus qu'il fallait faire hein ! xxx ( ?) on faisait le tour, pour faire de la place à la lieuse, j'ai été faire évidemment ! et je n'ai pas tout fait puisqu'il y a xxx ( ?), mais... tu devais mettre la xxx ( ?) pour ne pas qu'elle... sous la roue sinon on perdait plein de chose hein !
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.
– If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. a-wechoù, gwechall e vije kaset teil d'ar park, oh ! me 'blije ket din skuilh teil ! pa vije kaset un toullad devezhioù, e gasez anezhañ herie, skuilh anezhañ diouzhtu ! mat ! 2. ya, met ma 'nije sec'het 1. oh nom de dieu ! korve a vije skuilh teil, gant ar forc'h eu... e vije graet aze pa vije lake bernioù
1. [ˈweˑʒo - gweˌʒɑl viʒe ˈkɑsət ˈte̞j də ˈpɑɹk - ˈɔ - ˈme biˌʒe kə ˈtĩ ˌskyj ˈte̞j - pe ˌviˑʒe ˈkɑsə ˌtula deˈweːʒo - ˈgɑsez ˌneˑɑ̃ ˈhɛje - ˌskyj ˈneˑɑ̃ diˈsty - ˈmɑːt] 2. [ˌjɑ - mɛ ma ˌniˑʒe ˈzehət] 1. [... - kɔɹˌve viʒe ˌskyj ˈte̞j - gɑ̃n ˈvɔx ə - ˌviˑʒe ˌgwɛd ˌɑhe pe ˌviˑʒe ˈlɑkə ˈbɛɹɲo]
1. parfois, autrefois on transportait le fumier au champ, oh ! moi je n'aimais pas épandre du fumier ! quand il était envoyé [depuis] quelques journées, tu l'envoies aujourd'hui, tu l'épands tout de suite ! et bien ! 2. oui, mais s'il avait séché 1. oh nom de dieu ! c'était une corvée de répandre le fumier, avec la fourche euh... qu'on faisait là puisqu'on mettait des petits tas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.
– If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an anv douar aze eo al lanneieroù, al Lann Vras, al Lann Voan, al Lanneg Vihan, eu... Lannoù ar (Saovajed ?), al Lanneg eu... aze bremañ, bremañ... bremañ hini ebet ken peogwir eo remembret met... se a oa an anvioù, ya, al Lanneg Voan eu... ya, e oa lanneieroù ha... ha war... war kleuzioù, ledan a-walc'h, hag e vijent palet ha hadet lann ha goude e vije troc'het lann war ar c'hleuz, e vije eksploatet al lann, ya, ya, hag e vije... e vijent fagodet eu... laket da sec'hañ ha goude degaset d'ar gêr hag e vije graet eu... bernioù lann ront aze ha beget eu...
[ˌnɑ̃ˑno ˈduˑaɹ ˌɑhe̞ he ˌlɑ̃nɛˈjeːɹo - ˌlɑ̃n ˈvɹɑːz ˌlɑ̃n ˈvwɑ̃ːn ˌlɑ̃nɛg ˈviˑən - ə - ˌlɑ̃no ʒoˈvɑɹʃɛt - ˈlɑ̃nəg ə - ˌɑhe̞ ˈbɹœmɑ̃ ˈbɹœmɑ̃ - ˈbɹœmɑ̃ ˈhiːni be ˌkeˑn pyˈgyˑɹ e̞ ɹøˈmɑ̃ːbɹət mɛ - ˈze wa nɑ̃ˈnojo - ˌjɑ - ˌlɑ̃nəg ˈvwɑ̃ːn ə - ˌjɑ - a wa ˌlɑ̃nɛˈjeːɹo a - a waɹ - waɹ ˈklœ̃jo - ˌleˑdən əˈwɑx - a ˌviʒɛɲ ˈpɑːlət a ˈhɑːdə ˈlɑ̃n a ˈguːde ˌviʒe ˈtɹo̞hə ˈlɑ̃n waɹ ˈhlœ̃ˑ - viʒe ɛksˈplwɑtə ˈlɑ̃n - ˌjɑ - ˌjɑ - a ˌviʒe ˌviʒɛɲ faˈgoːdət ə - ˈlɑkə də ˈzehɑ̃ a ˌguˑde ˈdjɛsə də ˈge̞ɹ a ˌviʒe ˈgwɛd ə - ˌbɛɹɲo ˌlɑ̃n ˈɹɔ̃n ˌɑhe̞ a ˈbeːgəd ə]
le nom des terres là ce sont des landes, al Lann Vras, al Lann Voan, al Lanneg Vihan, euh... Lannoù ar (Saovajed ?), al Lanneg euh... là maintenant, maintenant... maintenant [il n'y a] plus aucune puisque ça a été remembré mais... ça c'était les noms, oui, al Lanneg Voan euh... oui, il y avait des landes et... et sur... sur les talus, assez larges, et ils étaient bêchés et on semait de l'ajonc dessus et après on coupait les ajoncs sur les talus, on exploitait les ajoncs, oui, oui, et on... on en faisait des fagots euh... mis à sécher et après ramenés à la maison et on faisait euh... des tas d'ajonc ronds là et pointu euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ismael Andre, ganet e 1950 e Mantallod, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Mantallod / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa bet o chaseal ur wech, e oan... e oan chomet... graet bernioù 'ba kreiz ar parkeier deus tout ar (chaosoù ?) ha traoù, a-hont 'neuint razet tout
[ˌme wa ˌbe ʃaˈseˑəl əɹ ˈweʃ wɑ̃n - wɑ̃n ˌʃo̞mə - ˌgɹɛd ˈbɛɹɲo bah ˌkɹɛjs paɹˈkɛjɛɹ dœs ˌtud ə ˈʃo̞wso a ˈtɹɛw - ˌɑˑɔ̃n nœɲ ˈɹɑːzə ˈtut]
moi j'avais été chasser là-bas une fois, j'étais... j'étais resté... de grands tas dans le milieu des champs de toutes les souches et toutes, là-bas ils ont tout rasé
???
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ zo bernioù Ker- kwa, Kergoater, Ker... Kervezou, ha Ker...
[ˌɑ̃mɑ̃ zo ˌbɛɹɲo ˈkɛˑɹ kwa - kɛɹˈgwɑtəɹ - kɛɹ kɛɹˈveːzu - a kɛɹ]
ici il y a plein de Ker- quoi, Kergoater, Ker... Kervezou, et Ker...
pelec'h ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Filous, ganet e 1931 e Peurid-ar-Roc'h, o chom e Mousteruz, marvet e 2024, tud bet ganet e Mantallod / Rospez.
bet maer Mousteruz e-pad ur pennad-matDastumer : Tangi
-
🔗 hag e vije graet bernioù
[a viʒe gwɛd 'bɛʁɲo]
et on faisait des tas [beignets]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulskoude zo bernioù Jikeled
[kus'ku:de zo 'bɛɹɲo ʒike:'lət]
pourtant il y a plein de Gicquels
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 kistin faou, e weli anezhe ya, a-wechoù e welez bernioù dindan aze met ma doue, pa 'teus peilhet anezhe 'teus mann ebet
[ˌkistin'vo: - ... - ’we:ʒo ’wɛ:lɛz ’bɛɹɲo di’nɑ̃:n ɑ:he mɛ ma ’du:e pe tøs ’pɛʎə nɛ tøz mɑ̃n’bet]
des châtaignes de hêtre [surnom des petites châtaignes], tu les verras oui, parfois tu en vois des tas dessous là mais mon dieu, quand tu les as épluchées tu n'as rien
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vezont o c'haraniñ eo aezet peogwir e reont ur rigenn, pa reont... pa reont bernioù eo ret dit bezañ gant da jeu
[pe vɛɲ ha’ɹi:nĩ e̞ ’ɛ:zɛt py’gy:ɹ ɹɛɲ ’ɹi:ɟən pe ɹɛɲ pe ɹɛɲ ’bɛɹɲo he̞ ɹɛt tit ’be:ɑ̃ gɑ̃n də ʒœ:]
quand elles sont à creuser des galeries c'est facile puisqu'elles font une rangée, quand elles font... quand elles font des tas tu dois être concentré [taupes]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi