Klask
« boued »
Frazennoù kavet : 149
-
🔗 o vouzhañ he boued
vouzan i bouèt
[vuzã i bwɛt]
en train de bouder sa nourriture
Dastumer : Julien
-
🔗 ar ganig a debr boued kanigoù
Kanèt déb « bwèt kan-nédio ».
[kãnɛt deb bwɛt kãnedjo]
Le canard mangent les lentilles d'eau.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 boued
bouèt
[bwɛt]
nourriture
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 E serten koulz deus ar bloaz pa vije arri just boued al loened 'h aer da vesa en-dro d'ar parkoù. Lakat anezhe da beuriñ en-dro d'ar parkoù. En-dro d'ar park, e bord ar c'hleuz e vez yeot hag e vije laket ar saout da beuriñ. Lakat anezhe da beuriñ en-dro d'ar parkoù ha 'dije ket droed da laerez ar pezh a vije 'ba ar park. Maesa e bord an hent ivez : bremañ n'eus ket moaien da vaesa an hent, re a sirkulasion zo.
Sèrtèn kouls deus bla pa vijé ayè just bwét lwèneut èr de vésan dro parko. lak nè de boeri dro parko. tro park, bord hlin vé yèweut, vijé lakeu zowt de boeri. a di jé keut droet de lèreus pés vijé bar park. vésan bord nèn iyé : bréman neus keu voyeun de vésan nèn, ré sirkulasion-n zo.
[sɛʁtɛn kuls døs bla pa viʒe ajɛ ʒyst bwet lwɛnət ɛʁ də vesã dʁo paʁko] ([lak nɛ də bœʁi dʁo paʁko]) [tʁo paʁk boʁd hlɛ̃ ve jɛwət viʒe lakə zowt də bœʁi] [a diʒe køt dʁœt də lɛʁəs pes viʒe baʁ paʁk] [vesã boʁd nɛn ije bʁemã nøs kø vwajən də vesã nɛn ʁe siʁkylasiõn zo]
à certaines périodes de l'année, quand il n'y a plus beaucoup de nourriture pour les bêtes, on les mettait à paître autour des champs. Autour des champs et aux bords des talus il y a de l'herbe ou les vaches sont mises à paître. Et elles n'ont pas le droit de manger ce qu'il y a dans le champ. Elles peuvent paître au bord des routes mais on ne peut plus le faire, il y a trop de circulation.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 E serten koulz deus ar bloaz pa 'vije arri just boued al loened e lakae ar saout da beuriñ e bord an hent pe en-dro d'ar parkoù.
Sèrtèn kouls deus bla pa vijé ayè just bwét lwèneut lak o zowt de boeri bord nèn pé dro deus parko.
[sɛʁtɛn kuls døs bla pa viʒe ajɛ ʒyst bwet lwɛnət lak o zowt də bœʁi boʁd nɛn pe dʁo døs paʁko]
A certaines périodes de l'année, quand il n'y a plus beaucoup de nourriture pour les bêtes, on les fait paître au bord du chemin ou autour des champs.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Aet eo da kerc'het boued.
è dè de kèrhèt bwét.
[ɛ dɛ də kɛʁhɛt bwet]
Il est allé chercher de la nourriture.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Eugène pa vije o retorn deus ar skol, a antree da welet Denis dam dezhañ da gaoud krampouezh da debriñ. A-benn neuze 'nije naon. A-benn neuze 'nije arri naon. Un devezh 'na lâret Denis dezhañ : "Herie 'to ket krampouezh peogwir n'eus ket ken." "Oh geo ! Me a wel krampouezh aze war ar planken !" "Ya, eme Denis, ar reoù-se zo krampouezh kraz d'ober soub." "Oh ! Me a blij krampouzh kraz din !" eme Eugène. Sur a-walc'h pa 'nije naon, e blije forzh petra dezhañ. Sur a-walc'h pa 'nije naon e blije tout an traoù dezhañ. Goude Denis oa deut da welet e vamm ha 'da lâret dezhi : Te, Joséphine, a vo ret dit reiñ boued d'az bugale kar ar re-se 'dez arri naon a-benn arriont du-mañ !
Eugène pé vijé rétan-n de skol an-tré de wèleut Denis dan-m déan de gad kran-pous de dibi. Bèn noehé nijé nan-won-n. Bèn noehé nijé ay nan-won-n. Déweus na lareut Denis déan : Hèyé to keu kran-pous pugur neus keu kén. Oh gè ! Mé wèl kran-pous ahé war plankeun ! Ya, mè Denis, rèzé zo kran-pous kraz dobeur zoup. Oh mé blich kran-pous kraz di ! mè Eugène. Zurwac'h pé ni jé nan-wan-n, blijé forz pra déan. Zurwac'h pé ni jé nan-wan-n, blijé toun trèw dèan. Goudé Denis wa doet de wèleut i van-m a da lareut tèy : té jozfi-n vo rèt dit rèy bwét deus bugalé kar rèzé dé ay nan-won-n bèn ayi-n duman !
[øʒɛn pe viʒe ʁetãn də skol ãtʁe də wɛlət dønis dãm deã də gad kʁãpus də dibi] [bɛn nœhe niʒe nãwõn] [bɛn nœhe niʒe aj nãwõn] [dewəs na laʁət dønis deã hɛje to kø kʁãpus pygyʁ nøs kø ken] [o gɛ me wɛl kʁãpus ahe waʁ plãkən] [ja mɛ dønis rɛze zo kʁãpus kʁaz dobəʁ zup] [o me bliʃ kʁãpus kʁaz di mɛ øʒɛn] [zyʁwax pe ni ʒe nãwãn bliʒe foʁz pʁa deã] [zyʁwax pe ni ʒe nãwãn bliʒe tun tʁɛw dɛã] [gude dønis wa dœt də wɛlət i vãm a da laʁət tɛj te ʒozfin vo ʁɛt dit ʁɛj bwet døs bygale kaʁ ʁɛze de aj nãwõn bɛn ajin dymã]
Eugène, quand il rentrait de l'école, il allait voir Denis pour avoir des crêpes à manger. Pour alors il avait faim. Un jour Denis lui avait dit : "Aujourd'hui tu n'auras pas de crêpes puisqu'il n'y en a plus." "Oh si ! Je vois des crêpes là, sur la planche !" "Oui, dit Denis, celles-là se sont des crêpes sèches pour faire de la soupe." "Oh moi j'aime les crêpes sèches !" dit Eugène. Sûrement que quand il a faim, il est prêt à manger n'importe quoi. Sûrement que quand il a faim, il est prêt à manger de tout. Après Denis avait été voir sa mère et lui avait dit : "Toi Joséphine, il va falloir que tu donnes à manger à tes enfants parce qu'ils ont faim quand ils arrivent chez moi !".
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 herie 'meus ket klevet mann ebet, 98 ivez, ya ! sampar, ya 'vat ! ober boued, ober vaisselle, ober menaj (T. : 'ba ar gêr emañ ?) ya memes tra 'vat !
[...]
aujourd'hui je n'ai rien entendu, 98 [ans] aussi, oui ! en forme, mais oui ! faire à manger, faire la vaisselle, faire le ménage (T. : elle est à la maison ?) mais oui quand même !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 des stages, pemp... betek pemp sizhun 'dez mann ebet na tamm boued, 'deuint mann ebet kwa ! des stages, des stages...
[ˌpe̞mˈsyˑn]
des stages, cinq... jusqu'à cinq semaines ils n'ont rien et pas de nourriture, ils n'ont rien quoi ! des stages, des stages...
Gant : X al Levier, ganet e 1936 e Sant-Laorañs, o chom e ar C'houerc'had.
gwreg If Jaouen deus PloubêrDastumer : Tangi (2023-08-17)
-
👂 🔗 deus ar beure e rae tout he labour er gêr, prepariñ ar boued da greistez hag a-barzh an noz, prest
[... - ... - ... - ... baꝛz ˈnɔ̃ˑs - ...]
le matin elle faisait tout le travail domestique, préparer la nourriture le midi et pour la nuit, prêt
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Albert ar C'hoad, ganet e Plou e 1926, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / ar C'houerc'had.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eo bet kavet marv war e drakteur, ya, o reiñ boued d'e loened e oa, klañv e oa a seblant
[...]
il a été trouvé mort sur son tracteur, oui, il était en train de donner de l'aliment aux bêtes, il était malade apparemment
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 betek hanternoz, pe betek un eur deus ar beure, on bet o poazhañ boued d'ar moc'h, met 'lâren ger ebet, 'lâren ger ebet, n'onn ket penaos n'on ket bet (dallet ?), n'onn ket penaos, ingal zo ! bepred 'h on amañ, oh ! kalmet mat e oa ma... e oa ma galon kwa ! ya, kalmet e oa da ma galon
[... - ... - ˌlɑˑɣe̞n ˈgiˑʁ bet - ˌlɑˑɣe̞n ˈgiˑʁ bet - ... - ... - ...]
jusqu'à minuit, ou jusqu'à une heure du matin, j'ai été cuire de la nourriture aux cochons, mais je ne disais rien [je ne me plaignais pas ; litt. je ne disais aucun mot], je ne disais rien, je ne sais pas comment je n'ai pas été (aveuglé ?), je ne sais pas comment, c'est égal ! toujours est-il que je suis ici, oh ! mon cœur s'était bien... bien calmé quoi ! oui, mon cœur s'était calmé
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met eu... pa vijes hep boued evel-se, e vije degaset un derinenn, un derinenn da debriñ soup eu... ha daou asiedad soup a roe... tamm mat a nerzh d'an dud hañ ! kred ac'hanon hardi hañ !
[... - ... ndɛˈɣiˑnən - ndɛˈɣiˑnən də ˈdiˑbĩ ˈzup ə - ... - ... - ˈkʁed ˌɑ̃w ˈhɑꝛdi ɑ̃]
mais euh... quand tu étais sans nourriture comme ça, on amenait une terrine, une terrine pour manger de la soupe euh... et deux assiettées de soupe donnaient... pas mal d'énergie aux gens hein ! crois-moi hein !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 oh, met lies hini zo ivez, lies tamm a vez alies, boued bihan zo
[...]
oh, mais il y en a plusieurs aussi, il y a plusieurs morceaux, il y a de petits aliments [restaurant gastronomique]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi
-
🔗 boued fin zo, lan a... bouedoù bihan aze
[...]
c'est de la nourriture raffinée, plein de... petits aliments là [restaurant gastronomique]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad a lâre din « ah ! aze e di e-barzh, aze e di e-barzh hañ ! arri out skuizh ! » « arri on skuizh Pa », 'mije ket kazi... a-wechoù... a-wechoù e vijen... eu... hep eu... hep boued ivez, evit lâret deoc'h ar wirionez, hep boued ivez...
[... - ... - ... - heb ˈbwed ˌiˑə - wid ˌlɑˑꝛ ˈdɛχ ə wiˈɣjɔ̃ˑne - heb ˈbwed ˌiˑə]
mon père me disait « ah ! là tu vas rentrer, là tu vas rentrer hein ! te voilà fatigué ! » « je suis fatigué Papa », je n'avais pratiquement... parfois... parfois j'étais... euh... sans euh... sans nourriture non plus, pour vous dire la vérité, sans nourriture non plus...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 A 'na... a 'na lakeet eu... pa... pa oa arri bras al lized, e vije tennet... an div vihanañ hag e vije laosket an hini gaerañ. Ha 'na lâret Louis ar Marreg dezhi... « Mari Bizenn » a lakee... 'na ket nemet daou park hag ur jardin, evit... evit div pe deir buoc'h 'da. Ha 'da ken boued kazi da reiñ d'he buoc'h ha 'na lâret Louis ar Marreg dezhi « 'Peus ket nemet tennañ... ar plant bihan zo en-dro da... d'an hini vras », ha goude e vi... an hini vras a greske muioc'h, gwelet a rez ?
[...]
Il avait... il avait mis euh... quand... quand les lisettes étaient arrivées grandes, on enlevait... les deux plus petites et on laissait la plus belle. Et Louis Le Marrec lui avait dit... « Marie au Pois » mettait... elle n'avait que deux champs et un jardin, pour... pour deux ou trois vaches qu'elle avait. Et elle n'avait quasiment plus de nourriture à donner à sa vache et Louis Le Marrec lui avait dit « vous n'avez qu'à enlever... les petits plants qui sont autour de... du grand », et après c'éta... le grand poussait davantage, tu vois ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha... ha petra 'namp graet nemet... mont... mont... mont... mont e-mesk ar strud hag e-mesk al lann evel-se. An Almanted 'na graet ur plas, ur plas d'ober... ur fon... un fondamant simant. Evit... evit... evit komañs... batisañ ur bloko... ur blokoz, beton, war-benn. Ha ni o welet e oa ur c'hloc'h, « daonet e vin ! Emezon-me, Saint Maudez, oh, ma Doue ! » « hennezh eo... eme... eme ma vreur », 'na lâret din, ha da ma c'hoar, ma... ma c'hoar a oa ganimp ivez, ya, da brepariñ boued dimp. « Eo... eo... eo kloc'h an Enez Maodez ! » Ha... ha 'dant graet eu... ur machin koad, evel... evel eu... evel ur si... evel ur siminal aze. Hag un toenn warnañ ha lakeet ar c'hloc'h.
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et... qu'avions-nous fait mais... aller... aller... aller... aller dans les ronces et les ajoncs comme ça. Les Allemands avaient fait un emplacement, un endroit pour faire... une fon... une fondation en ciment. Pour... pour... pour commencer... à bâtir un blockha... un blockhaus, en béton, par-dessus. Et nous de voir une cloche, « que je sois damné ! dis-je, Saint Maudez, oh, mon Dieu! » « ça c'est... dit... dit mon frère », il m'avait dit, et à ma soeur, ma... ma sœur était avec nous, oui, pour nous préparer à manger. « C'est... c'est... c'est la cloche de an Enez Maodez ! » Et... et ils avaient fait euh... un machin en bois, comme... comme euh... comme une che... comme une cheminée là. Et un toit dessus pour mettre la cloche.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha 'ma lâret da ma div c'hoar, ha da ma breur, peogwir e oa... e oa... e oa... e oa ma br... ur breur din gan.... du-hont ivez, ganimp evit lakat... evit... evit lakat patatez. Hag eu... 'ma lâret dezhe « ma... ma... ma... ma... ma 'h a an Almante... pa 'h a an Almanted da vont a-raok, e vankey dit, e vankey dac'h yedal, emezon-me. » Hag i 'h eont a-raok tout ! Rakkar ar re-se a oa kap da laoskel nav pe dek, koachet 'ba an enez, o soñjal, « pa deuio ar mor da krec'h », peogwir, ma oa boued gante 'ba o sac'h, war o c'heinoù, an Almanted, ivez, ha... ha... ha dour. Ha c'hoazh... ha c'hoazh marteze e vijent deut d'an ti da c'houll bara... pe un dra bennaket. Peogwir e oa ur forn 'ba... 'ba an Enez Maodez, hag e vije poazhet bara du-hont, kement ha... kement ha... An eil... an eil... an eil den ma... ma... ma vamm, a... a boazhe... a boazhe e ba... a rae bara, 'ba ar gêr amañ ha 'ba an Enez Maodez.
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et j'avais dit à mes deux soeurs, et à mon frère, puisque c'était... c'était... c'était... c'était mon fr... un frère à moi av.... là-bas aussi, avec nous pour mettre... pour... pour mettre des patates. Et euh... je leur avais dit « si... si... si... si... si les Allemands vo... quand les Allemands vont s'en aller, il te faudra, il vous faudra les guetter, dis-je. » Et ils s'en vont tous ! Car ceux-là étaient capables de laisser neuf ou dix, caché dans l'île, pensant, « quand la mer montera », puisque, s'ils avaient de la nourriture sur eux dans leur sac, sur leur dos, les Allemands, aussi, et... et... et de l'eau. Et encore... et encore peut-être seraient-ils venus à la maison demander du pain... ou quelque chose. Puisqu'il y avait un four dans... à an Enez Maodez, et on cuisait du pain là-bas, tant qu'à... tant qu'à... Le deuxième... le deuxième... le deuxième mari de ma... ma... ma mère, cui... cuisait... cuisait son pa... faisait son pain, à la maison ici et à an Enez Maodez.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha... ha... ha 'na graet tri pevar kilometr duzh an Enez Maodez, da vont betek beg an Erv. Bet out e beg an Erv a-wechoù... ur wech... ur wech bennak ? Ac'hanta, an avion a oa kouezhet e beg an Erv, lipr ! Hag an daou... an daou bilot... a oa en em skoet en parachut, 'ba an Enez Maodez. Ha 'dant goullet ganimp hag-eñ eu... e c'hallent... ur sac'h... pep... ur pezh mallozh doue sac'h, gant fermeture éclair a oa war o c'heinoù. Ha boued e-barzh ha... ha dour ! Ar re-seoù 'na graet... o rezerv boutailhoù dour. Krog e oant... pa oant partiet duzh... duzh lec'h e oant... bet touchet gant an DCA marteze eu...
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - ˈnɛwʁ - ˈnɛwʁ - ˈnɛwʁ - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et... et... et il avait fait trois quatre kilomètres à partir de an Enez Maodez, pour aller jusqu'au bout de an Erv. Tu as été au bout de an Erv parfois... une fois... une quelconque fois ? Eh bien, l'avion était tombé au bout de an Erv, tout à fait ! Et les deux... les deux pilotes... qui s'étaient jetés en parachute, dans an Enez Maodez. Et ils nous avaient demandé si euh... ils pouvaient... ils avaient sur le dos un sac... chacun... un très gros sac, avec fermeture éclair. Et de la nourriture dedans et... et de l'eau ! Ceux-là avaient fait... leur réserve de bouteilles d'eau. Ils avaient commencé... quand ils étaient partis de... de là où ils étaient... avaient été touchés par la DCA peut-être euh...
Lanvaodez / Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)