Klask
« bremañ-souden »
Frazennoù kavet : 210
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11
-
🔗 ar wech kentañ din da welet hirondelled herie ! ma defes amañ e welfes anezhe war an doenn aze, lâret 'ma da Marie-Claire, « me, amañ war ar gador, xxx ( ?) 'teus ket gwelet an hirondelled c'hoazh ? » « nann 'vat ! emezi » « ma, me, *meusom... bremañ-souden, emezon-me, 'meus gwelet c'hwec'h war an doenn amañ » hag e oant 'ba... o c'hoari war... ba kornioù ar prenechoù aze, ya 'vat ! c'hwec'h
[veʃˈke̞ntɑ̃]
aujourd'hui c'est la première fois que je vois des hirondelles ! si tu venais ici tu les verrais sur le toit là, j'avais dit à Marie-Claire, « moi, ici sur la chaise, xxx ( ?) tu n'as pas encore vu les hirondelles ? » « mais non ! dit-elle » « bien, moi, *tout à l... tout à l'heure, dis-je, j'en ai vu six sur le toit ici » et elles étaient à... en train de s'activer sur... dans les coins des fenêtres là, mais oui ! six
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Ha me o welet... ar skolaer a oa bet ba e... toull ar c'hav bah... bah... e-kichen eu... ar préau just. Hag e welen ar gon... e... e welen e gontell war ar varrikenn. « Me a lako ar c'hog ar varrikenn ». Ha me a oa o surveilh, e-pad ar rekreasion, ar reoù all a oa o c'hoari al las 'te. « Moarvat emañ ba an nor, bremañ-souden... ar skolaer zo aet d'e di. Me zo o vont da dapet ar gontell kar xxx ( ?) ».
[...]
Et moi de voir... le maître avait été dans... l'entrée de la cave dans... dans... juste à côté euh... du préau. Et je voyais le cou... son... je voyais son couteau sur la barrique. « Moi je mettrai le robinet sur la barrique ». Et moi de le surveiller, pendant la récréation, les autres étaient en train de s'amuser pardi. « Sant qu'elle est dans la porte [la clé], tout à l'heure... le maître est allé à sa maison. Moi je vais prendre le couteau car xxx ( ?) ».
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 me zo o vont d'an oferenn... bremañ-souden
[...]
je vais à la messe... tout à l'heure
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 « en em veskañ » e lâres bremañ-souden ? ah, ya ! en em veskañ
[nim ˈveskɑ̃ ... – a ja - nim ˈveskɑ̃]
« se mélanger » que tu disais tout à l'heure ? ah, oui ! se mélanger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
-
👂 🔗 ha Lec'h Janig Kariou 'meump lâret... komzet bremañ-souden ivez ya
[a ˌʒɑ̃ˑnikˑaˈɻiu ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 Kerliviou zo aze tu bennaket ivez, eñ 'meump gwelet bremañ-souden, ya
[ˌkɛꝛliˈviˑu ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 ya, bremañ-souden pa 'meump lâret Poull... Poull al Lern, e-le... e-lec'h ac'hanta emañ ac'hanta... Titi Jaguin eo laket Poull al Lern ivez
[ja - ... - ˌpulˈlɛꝛn - ... - ... - ... ˌpulˈlɛꝛn ...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona an Nedeleg (Razaved), ganet e 1936 e Ploubêr, o chom e Rospez, marvet e 2025, tud bet ganet e Ploubêr / Ploulec'h.
Bet tremenet he yaouankiz en Brelevenez ; deut da chom da Rospez en 1958Dastumer : Tangi (2024-01-03)
-
👂 🔗 ah, nann ! se a oa uheloc'h, 'ba an hent ac'hanta, da vont da Gomanant ar C'higer, Marc'harid an Hae, se 'meus lâret dit bremañ-souden, Komanant an Hae 'meus lâret met Marc'harid an hae an hini e oa
[... - ... - ... - ... go̞ˌmɑ̃nˈhiɟəɻ - maˌhaˑɻidˈne̞ˑ - ... - ko̞ˌmɑ̃nˈne̞ ... maˌhaˑɻidˈne̞ˑ ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona an Nedeleg (Razaved), ganet e 1936 e Ploubêr, o chom e Rospez, marvet e 2025, tud bet ganet e Ploubêr / Ploulec'h.
Bet tremenet he yaouankiz en Brelevenez ; deut da chom da Rospez en 1958Dastumer : Tangi (2023-11-08)
-
👂 🔗 hañ ya ! Kerfalz zo nesoc'h d'ar bourk, Kerfalz, pelloc'h evit Ker... ar Geriliz, e-le... e-lec'h e oan o lâret aze bremañ-souden
[... - kɛꝛˈvals ... - kɛꝛˈvals - ... kɛꝛ - gɛˈɣiˑlis - ... - ...]
Priel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef Peron, ganet e 1939 e Planiel, o chom e Priel, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
Deut da chom da Briell pa oa bugel.Dastumer : Tangi (2023-10-25)
-
👂 🔗 hag aze zo un t... brem... bremañ-souden e oamp o komz deus Jilboudenn, aze zo ur me... ur menaj en... e oa Jilboudenn e anv, ti ar Bourdellez
[... - ... - ... ʒilˈbuˑde̞n - ... - ... - ... ʒilˈbuˑdən ... - ... buꝛˈde̞le̞s]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 bremañ-souden, Yvonne 'h a da gontañ dit deus ar Faou ha deus Krec'h Servel
[... - ... aꝛˈvɔw ... ˌkxe̞xˈseꝛwəl]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 Kleuñ Meur, bremañ-souden 'meump gwelet, pa oamp e Keruhel, Poull ar Prad ha... 'meump gwelet Kleuñ Meur hein ? Kleuñ Meur, ar C'hleuñ Meur ! evel-s... evel-se e vije lâret... e vije lâret hañ ! marteze 'vije ket lâret mat met ar C'hleuñ Meur, « kae d'ar C'hleuñ Meur ! »
[ˌklœˈmœˑʁ - ... - ... kɛˈʁyˑe̞l - ˌpulˈpxat a - ... ˌklœˈmœˑʁ ... - ˌklœˈmœˑʁ - ˌhlœˈmœˑʁ - ˈhlœˑˌmœˑʁ - ... - ˌhlœˈmœˑʁ - ... ˌhlœˈmœˑʁ]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Maez an Hae 'meump... Maez an Hae 'meump graet ivez bremañ-souden ?
[ˌme̞ˑzɑ̃ˈne̞ˑ ... - ˌme̞ˑzaˈne̞ˑ ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Bourougell, 'meump gwelet bremañ-souden ya, hennezh zo entre Pont Koular hag ar... ar menhir ya
[buˈʁuˑge̞l - ... - ... põˈkuˑlaʁ ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 eñ e oan o klask bremañ-souden, Kervadig, ar C'huñv... Le Cun, ac'hanta, kavet 'teus anezhañ tu vois, Kervadig, daon... daon, nann ! daon, nann ! ya, Kervadig...
[... - kɛɹˈvɑˑdic - ... - ... - ... gwɛˈɾɑˑdyꝛ - ... - kɛɹˈvɑˑdic - ... - ... - ... – ja - kɛɹˈvɑˑdic]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 1. Ranndr... nann ! n'eo ket ar Ranndreuz... 2. Rannolien 1. Rannolien 2. ah, ya ! 'meump ankoueet komz deus ar Ranndreuz bremañ-souden, sell ! 1. Rannolien, 'teus... 'teus laket ? hag ar Ranndreuz ! ar Ranndreuz a zo un hent bihan hag a sav... war-gaout... 2. Kergouarc'h 1. Kergoualc'h 2. 'meump komzet deus Kergouarc'h bremañ-souden 1. kavet eo ? ar Ranndreuz
1. [... - ... - ... ˌʁɑ̃nˈdʁœˑ] 2. [ʁɑ̃ˈnoˑlje̞n] 1. [ʁɑ̃ˈnoˑlje̞n - ʁɑ̃ˈnoˑlje̞n] 2. [a ja - ... ˌʁɑ̃nˈdʁœˑ ...] 1. [ʁɑ̃ˈnoˑlje̞n - ... - ... - a ˌʁɑ̃nˈdɹœˑ - ˌʁɑ̃nˈdʁœˑ ... - ...] 2. [kɛꝛˈguˑax] 1. [kɛꝛˈguˑalx] 2. [... kɛꝛˈguˑaꭗ ...] 1. [... - ˌʁɑ̃nˈdʁœˑ]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 ben, justamant ! aze e oa ma... aze... bremañ-souden... e oa ganet ma... e oa ganet ma zad, Krec'h ar Feunteun, n'eo ket Penn ar Feunteun, Krec'h ar Feunteun ! aze an hini e oa manet ma zad
[... - ... - ... - ... - ... - ˌkxe̞haˈvœntən - ... ˌpe̞naˈvœntən - ˌkxe̞haˈvœntən - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 « tud yaouank ! », evit an dud yaouank, « pa gaozefet brezhoneg, na lerit ket hini plat ! » evel-se 'meus lâret bremañ-souden ? nann... ah, nann ! « pa gaozefet... » nann ! arrête ! « pa gaozefet brezhoneg, distagellenit anezhañ mat ! », « pa gaozefet brezhoneg, distagellenit anezhañ ervat ! », hag eu... « pa gaozefet en galleg, na lerit ket hini plat ! »
[...]
« jeunes gens ! » pour les jeunes gens, « quand vous parlerez breton, ne le dites pas platement ! » c'est ainsi que je te l'ai dit tout à l'heure ? non... ah, non ! « quand vous parlerez... » non ! arrête ! « quand vous parlerez breton, prononcez-le bien ! », « quand vous parlerez breton, prononcez-le parfaitement ! », et euh... « quand vous parlerez en français, ne le dites pas platement ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 ya, Rugulaouen zo... zo nesoc'h da Donkedeg, penaos e lârfen dit... e-tal-kichen eu... e-tal-kichen e-lec'h emañ an dourelenn, evit... evit... evit... evit koñserviñ dour aze, ma kerez, 'ba... petore anv 'ta lâret bremañ-souden ? nann ! Feunteun ar Wern ya, adalek Feunteun ar Wern, 'h ez... 'h ez un tamm bihan, ma kerez... e dizroez... un tamm bihan, hag en em gavez diouzhtu 'ba hent... 'ba en Rugulaouen, Rugulaouen, peneogwir 'mamp... ni 'mamp un dintin 'ba... 'ba Rugulaouen, tud... tud 'ba Rugulaouen
[ja - ˌʁygyˈlɔwən ... - ... dõˈkeˑdek - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌvœntənˈwɛꝛn ja - ... ˌvœntənˈwɛꝛn - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌʁygyˈlɔwən - ˌʁygyˈlɔwən - ... - ... - ... ˌʁygyˈlɔwən - ... - ... ˌʁygyˈlɔwən]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 Ke... Keraodren ! Keraodren, ha... met justamant, bremañ-souden 'oan... 'oan ket kat da lâret dit, met... met... met... Keraodren ha Lann Geraodren ! la Lann Geraodren, ha la Lann Geraodren a oa... un tamm... un tamm... e-lec'h zo un tamm koad aze ma kerez, a-raok arriout war hent Plûned, hag eu... hennezh zo Lann Geraodren, ha zo... zo... zo ur c'hozh ti aze zo... n'eo ket bet adsavet
[... - kɛˈʁo̞ˑdən - kɛˈʁo̞ˑdən - ... - ... - ... - ... - ... - kɛˈʁo̞ˑdən a ˌlɑ̃ngɛˈʁo̞ˑdən - ... ˌlɑ̃ngɛˈʁo̞ˑdən - a la ˌlɑ̃ngɛˈʁo̞ˑn ... - ... - ... - ... - ... ˈplyˑnət - ... - ... ˌlɑ̃ngɛˈʁo̞ˑdən - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)