Klask
« brezel »
Frazennoù kavet : 173
-
👂 🔗 me zo aet d'ar skol e-pad ar brezel, diwezhatoc'h evit se, parce que... 'ba ar skol e arries, da seiz vloaz, hag e vijes ur bloavezh 'ba ar skol, ar skol... eu... petra a vije lâret deus se ? salle d'asile, maternelle... d'ar sko... hag e vije desket dit un tamm bihan lenn ha skrivañ, ur bloavezh, ha goude 'h aes 'ba... 'ba ar c'hlas... an eilvet klas, hag e oa... un divizion, eizh vloaz, an... an eil divizion, eu... nav vloaz, pe dek vloaz, sei... ya, dek vloaz, dek vloaz, dek vloaz, ha... ha... hag an divizion gentañ, unnek vloaz, ha goude 'h aer 'ba ar c'hlas all, hag a oa teir divizion adarre, an deirvet, an eil, ha se a rae pevarzek vloaz, ha da bevarzek vloaz e vije certificat d'étude
[...]
moi je suis allé à l'école pendant la guerre, plus tard que ça, parce que... tu arrivais à l'école, à sept ans, et tu étais une année à l'école, l'école... euh... comment appelait-on ça ? salle d'asile, maternelle... à l'éco... et on t'apprenais un peu à lire et à écrire, une année, et après tu allais dans... dans la classe... la deuxième classe, et il y avait... un niveau, à huit ans, le... le deuxième niveau, euh... à neuf ans, ou dix ans, se... oui, dix ans, dix ans, dix ans, et... et... et le premier niveau, onze ans, et après on allait dans l'autre classe, et il y avait de nouveau trois niveaux, le troisième, le deuxième, et ça faisait quatorze ans, et à quatorze ans il y avait le certificat d'étude
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 pa vez gwelet war a-dreñv, zo bet brezel ordin !
[...]
quand on regarde en arrière, il y a eu de la guerre de tout temps !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 ah, en-kichen Keranfaoud, al Launay zo... a oa un aspez manoir, bet diskaret ivez gant ar brezel
[a - ... ˌkɛɹɑ̃ˈfɔwt - ... - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 Pont Kindirvi, ya ! se zo un tamm bihan uheloc'h, Pont Kindirvi, eu... Pont Kindirvi... Pont Kindirvi, ya, a oa... a-dehoù ! met n'emañ ket ken, ar menaj-se zo... zo bet... diskaret e-pad ar brezel
[ˌpõnkinˈdiɻwi - ja - ... - ˌpõnkinˈdiɻwi - ... - ˌpõnkinˈdiɻwi - ˌpõnkinˈdiɻwi ja ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 aze an Almanted a'deva rekizisionet tout, e-kerzh ar brezel, aze e oant eu... ya... en Ker... en Kerabram amañ e lakent o c'hezeg 'ba ar c'hreñch
[... - ... – ja - ... - ... ˌkɛʁaˈbʁam ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 e Krec'h Meur e oa ur vilin-avel ivez, ya, hag e oa bet distrujet e-pad ar brezel gant ar boched
[ˌkɹ̥e̞ꭗˈmœˑꝛ ... – ja - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ar Giler, eu... ar Wiler ! welloc'h, ya, xxx ( ? ), ma zud a oa o chom aze, e-pa... a-raok ar brezel, e-pad ar brezel !
[ˈgiˑlɛꝛ - əː - ˈwiˑlɛꝛ - ... – ja - ... - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 ya, Ale ar Maezo Gwenn, aze... ah, ya ! se... aze e oa ar c'homandatour pendant la gu... e-pad ar brezel, e-barzh an Ti Plat... un ti hag eu... hag a oa da familh Julienne deus Guingamp, deus Gwengamp
[ja - ˌaˑleˌme̞ˑzoˈgwe̞n - ... - a ja - ... - ... - ... - ... tiˈplaˑd ... - ... - ... ˈgwe̞ngɑ̃m]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 goude ar brezel diouzhtu e oant deut 'ba ar Gavell neuze, Komanant ar C'higer, aze e oa bet daou a gezeg kwa !
[... aꝛˈgaˑve̞l ... - ko̞ˌmɑ̃ˑnɑ̃naꝛˈhiˑge̞ꝛ - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 1. piv zo er Wern ? 2. ben... an ti bras a oa bet adsavet goude ar brezel han-se 1. ah, ya...
1. [... ˈwɛꝛn] 2. [... - ...] 1. [a ja]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Marie-Antoinette ar Park, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Bulien / Ploubêr.
– If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 oh, ya ! eñ a anaveze tout Servel, et Sant-Ke, ah, ya ! me a soñj e vije bet... e-pad ar brezel e oant o chom e Sant-Ke
[... - ... ˈzeɻwəl - e zɑ̃nˈkeˑ - a ja - ... - ... zɑ̃nˈkeˑ]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 ya, bezañ e oa... Kapekern a oa, eno e oa ur vilin, ur vilin eu... lin ! Kapekern, Aurégan a oa proprieter eno met... eñ... eñ xxx ( ?), 'nea graet traoù ennañ, ha goude pa eo en em gavet ar brezel, eo aet d'ar brezel, bet lazhet 'ba ar brezel, ha feiz ! goude an traoù zo bet tout... abandonet, n'eus bet mann ebet ken eno, laosket tout en abandon, e dad a oa medesin met eñ 'soursie ket deus traoù a-sort-se kwa !
[ja - ... - ˌkapeˈkɛꝛn wa - ... - ... - ... - ˌkapeˈkɛꝛn - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ar C'hozh Koad ? ar Roskoad, ya ! eno on bet o chom, 'ba ar Roskoad, eu... an ti zo... a oa 'ba penn... penn an hent kwa ! da dreiñ da vont... eno, hag e oa... eñ a oa... pañsionet deus ar brezel 14-18, ha ni a oa o chom un tamm pelloc'h eno 'ba an hent... diouzhtu goude, (an tioù ?) goude, eñ a oa bet abandonet, ar reoù a oa e-barzh a-raok, ma Doue ! ha goude ma zud-kaer 'dea prenet hennezh, hag a'deva dreset anezhañ kwa...
[ˈho̞skwat - ˈɻo̞skwat - ja - ... - ... aˈɻo̞skwat - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 hag ar vilin d'ober... d'ober lin a oa bet devet gant an Almanted, amañ, e-pad ar brezel, a oa devet, ha neuze tout an tier a oa en-dro dre eno a oa ivez, 'oa ket nemet ar... ar vilin bleud hag ar C'herreg a oa 'ba honnezh, eñ a oa un tamm bihan muioc'h 'ba ar foñs, hag eñ 'oa ket bet touchet, met ar reoù all 'devoa bet... ha lazhet tud eno, a-bep-sort, oh, ya ! aze e oa bet un tamm brezel... 'ba Kerginio-se
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... aˈhe̞ˑɾe̞g ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – o ja - ... - ... ˌkɛɾgiˈniˑo ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 an hini a oa... a oa e-barzh a oa Geffroy, hag eñ a oa... hag e-pad ar brezel e oa... e oa o telc'hel koñvers 'ba... 'ba... 'ba en Tonkedeg, 'ba... 'ba ur stumm, hag ar stu... hag ar stumm all e delc'he Milin... Milin eu... Milin ar C'hastell, ya ! izeloc'h evit ar c'hastell
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... tõˈkeˑde̞k - ... - ... - ... - ... - ... - ˌmiˑlinˈhastəl – ja - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 Met d'ar c'houlz-se e oa kalz a dud 'ba eu... 'ba Lokenvel c'hoazh. War-dro da tri c'hant pe... pevar c'hant a dud c'hoazh. Goude ar brezel e oa tud 'ba ar c'hampagn hañ ! Kalz menajoù aze kwa ! En deiz-a-hidiv n'eus ket kalz a dud, ma zo tri-ugent pe... dek ha tri-ugent a dud o chom 'ba Lokenvel kwa !
[lɔkɛnˈvɛl - ˈbeˑnaɣ - lɔkɛnˈvɛl - lɔkɛnˈvɛl]
Mais à cette époque-là il y avait encore beaucoup de monde... à Lokenvel. Autour de trois cent ou... quatre cent habitants encore. Après la guerre il y avait du monde dans les campagnes hein ! Il y avait beaucoup de fermes là quoi ! Actuellement il n'y a pas beaucoup d'habitants, s'il y en a soixante ou... soixante-dix qui habitent à Lokenvel quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Se a oa... goude ar brezel aze. Goude ar brezel e vije c'hoazh eu... un oferennn hanternoz gant gouel an Nedeleg ha tout kwa. Ha 'ba Pañvrid e vije... e oa ur sall... e oa ur salle des fê... e oa ur salle de patronage. Hag e vije un tamm teatr kwa. E vije graet eu... ur pezh c'hoari evel e vije lâret d'ar c'houlz-se kwa ! Ha... an dud 'h ae d'ar pezh c'hoari ha goude da... 'h aer da... an oferenn hanternoz kwa.
[...]
Ca c'était... après la guerre là. Après la guerre il y avait encore euh... une messe de minuit à l'occasion de la fête de Noël et quoi. Et à Pañvrid il y avait... il y avait une sall... il y avait une salle de fê... il y avait une salle de patronage. Et il y avait un peu de théâtre quoi. On faisait euh... une pièce de théâtre comme on disait à cette époque-là quoi ! Et... les gens allaient à cette pièce de théâtre et après à... on allait à... la messe de minuit quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 hag eñ 'na graet brezel 14, met e oa deut eu... gant Pañvridiz e glevent komz doutañ, Paul Cazarre e oa e anv
[pɑ̃ˈvʁiˑdis]
et il avait fait la guerre de 14, mais il était venu euh... avec les gens de Pañvrid ils entendaient parler de lui, Paul Cazarre qu'il s'appelait
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Se a oa goude ar brezel, ar bloavezhioù... pemp ha daou-ugent aze, pemp ha daou-ugent, hanter-kant. Goude ar brezel aze e oa... an eskob Sant-Brieg aze a oa Monseigneur... Monseigneur Serrand. Me a oa bet koñfirmet gant hennezh 'ba Gwengamp aze kwa.
[zɑ̃mˈbʁiˑe̞g - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Ca c'était après la guerre, dans les années... quarante-cinq là, quarante-cinq, cinquante. Après la guerre il y avait... l'évêque de Sant-Brieg là c'était Monseigneur... Monseigneur Serrand. Moi j'avais été confirmé par lui à Gwengamp quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ar Gollod, ya met... ya met hennezh zo bet badezet goude, aze 'oa ket ar Gollod gwechall, nann, met añfin, bet eo badezet goude kwa ! hennezh zo un anv zo deut abaoe ar brezel
[ˈgolɔt - ... - ... - ... ˈgolɔd ... - ... - ... - ... - ...]
Landreger
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)