Klask
« douar »
Frazennoù kavet : 779
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39
-
👂 🔗 evel-se eo, aze on... en pini... oc'h ober ma binijenn on ! n'on ket bet mat a-walc'h war an douar, 'h on oc'h ober ma binijenn bremañ !
[...]
c'est comme ça, je suis là... en péni... je fais ma pénitence ! je n'ai pas été assez bien sur la terre, je fais ma pénitence maintenant !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2026-08-25)
-
👂 🔗 se 'meus ket komprenet-me, pesort zo kaoz o da ur bern traoù amañ, 'oa hini ebet anezhe douzh Plouriou, na ma vamm, na ma dad, hag a... douar ba Plouriou
[... - ... - ... ˌpluˈɻiju - ... - ... - ... ˌpluˈɻiju]
ça je n'ai jamais compris, pourquoi avaient-ils plein de biens ici, il n'y en avait aucun de Plouriou, ni ma mère ni mon père, et... des terres à Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2026-08-25)
-
🔗 1. ya, ha... ha Frañs zo cheñchet penn 2. an Douar... an Douar a deu en-dro han-se !
[...]
1. oui, et... et la France est inversée [températures] 2. étant donné que la Terre... la Terre tourne sur elle-même !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.titourer dizanvDastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 1. ah, ni a rae « ar varrenn da stardañ », ya, « ar varrenn da stardañ », ha hoñ a oa hir 2. met hoñ a oa houarn ? 1. 'oa ket, gant koad 'mamp graet anezhi, houarn 'mamp ket kavet, e vije laket houarn evit... an tubchoù, e vije kavet xxx (?), ni 'meump laket eu... ur blantenn derv, unan sec'h, hag a oa kei... keit-se ac'hann d'an nor aze, hoñ a rae nerzh ! pa sache, paotr kaezh ! xxx ( ?), tout an traoù a strake ! ar plenken a oa torret tout a-benn ar fin 2. friket ? 1. hag a-benn ar fin 'meump ket graet chistr ken, ha bremañ... un toull, aet eo ba an douar, hag a chomo
[...]
1. ah, nous nous disions « la barre à serrer », oui, « la barre à serrer », et elle était longue 2. mais elle était en fer ? 1. non, nous l'avions faite en bois, nous n'avions pas trouvé de fer, on mettait du fer pour... les tubes, on trouvait xxx (?), nous avons mis euh... un plant de chêne, un sec, et qui était de cette lon... longueur d'ici à la porte là, elle rendait de la force ! quand elle tirait, mon gars ! xxx ( ?), tous les trucs craquaient ! les planches étaient toutes cassées pour finir 2. écrasées ? 1. et finalement nous n'avons plus fait de cidre, et maintenant... un trou, il [pressoir] est enterré dans la terre, et il restera
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 ha zo ur metr douar warnañ, pe ur metr mein porzh, aze emañ hag a chomo ordin bremañ, an den... an hini a gouezho warnañ ba an toull a gavo ar blok aze sur a-walc'h, ya 'vat ! ya, ya 'vat ! hag ar viñs a oa aet gant ar ferrailleur
[...]
et il y a un mètre de terre dessus [pressoir], ou un mètre de gravillons de cour, il est là et il restera toujours maintenant, l'homme... celui qui tombera dessus dans le trou trouvera le bloc là sans doute, mais oui ! oui, mais ! et la vis avait été récupérée par le ferrailleur
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 Mamm a lâre se, ya 'vat ! hag eñ, feiz, ar gazeg 'na kaozeet bepred ! ya 'vat ! « petra a refomp arc'hoazh ? petra a vo graet arc'hoazh ? » 'na goullet eu... e batron gant ar c'hezeg, war un tamm plouz e oa kousket, ya 'vat ! « oh ! » ar gazeg 'na respontet anezhañ « kas ac'hanout d'an douar ! » an... anterriñ anezhañ, marv e oa en noz-se, gwir e oa, tout an dud 'na bet kredet goude, sell aze kaojoù c'hoazh kar... « kas... kas ac'hanon d'an douar... » Mamm 'na lâret se, ar gazeg 'na kaozeet « petra a refomp arc'hoazh ? » 'na goullet gante « kas ac'hanout d'an douar ! »
[...]
Maman disait ça, mais oui ! et lui, ma foi, toujours est-il que le cheval avait parlé ! mais oui ! « que ferons-nous demain ? qu'est-ce qu'on fera demain ? » avait demandé euh... son patron aux chevaux, il était à dormir sur de la paille, mais oui ! « oh ! » le cheval lui avait répondu « te mener en terre ! » l'en... l'enterrer, il était mort cette nuit-là, c'était vrai, tous les gens avaient cru après, en voilà des racontars encore car... « me... me mener en terre... » Maman avait dit ça, le cheval avait parlé « que ferons-nous demain ? » qu'il leur avait demandé « te mener en terre ! »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 Me a oa faux curé e Brelevenez, e-pad ar c'hatechist. Katechist, gousperoù, an oferenn deus ar beure. E oan o c'hortoz ar person d'arriet da lâret ar gousperoù. Me 'ma laket e gamisolenn gant un toull. Hag ur pezh... 'ma un daveñjer bras o ruzañ an douar. E oan aet ba ar gofision da gofesaat... ar reoù a oa bet ba ar c'hatechist ! Da gofesaat ar reoù a oa ivez er c'hatechist. E-pad ur c'hro...
[...]
J'étais faux curé à Brelevenez, pendant le catéchisme. Catéchisme, vêpres, messe du matin. J'attendais le curé pour venir dire les vêpres. Moi j'avais mis sa camisole avec un trou. Et un grand... j'avais un grand tablier qui trainait par terre. J'étais allé dans le confessionnal... [pour] ceux qui étaient allés au catéchisme ! Pour confesser ceux qui avaient été au catéchisme aussi. Pendant un mom...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 nann, Traou ar Wazh Vihan a vije graet deus ar gomanant du-hont, ba Bear, e-lec'h e oamp o chom, met n'eus ket a venaj ken hañ ! distribuet an douar ha tiez bihan ! Traou ar Wazh Vihan
[... - ˈtɹ̥o̞wwazˈviˑən ... - ... ˈbeˑaɻ - ... - ... - ... - ˌtɹ̥o̞wwazˈviˑən]
Bear-Lanneven
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 unan all a oa aet dreist ar c'hleuz ba ar park, eñ 'na drailhet douar ! ba ar pleg aze ya, karzhañ a rae, ba ! oh, ya ! bet 'na... e oa aet ba ar park, ha revr an oto... e oan bet o fouilhañ e-barzh, digoret ar revr, revr an oto e-skrec'h, 'oa arri mann gantañ ! 'oa arri mann gantañ !
[...]
un autre était passé par-dessus le talus dans un champ, il avait abimé la terre ! dans le virage là oui, il fonçait ! oh, oui ! il avait eu... il était allé dans le champ, et l'arrière de la voiture... j'avais été fouillé dedans, l'arrière était ouvert, l'arrière de la voiture était en haut, il n'avait rien eu ! il n'avait rien eu !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 pelloc'h evit Koadenneg e oa c'hoazh... Douar Aotred je crois, une ferme... Douar... Aotred, pe n'onn ket petra, Komanant Aotred
[... kwaˈdeˑne̞g ... - ˈduˑaˈɻo̞təd ... - ... - ... - ko̞mɑ̃ˈno̞tɹ̥e̞t]
Louaneg
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 hag an douar a arri aze, Koad ar Gwezhenneg zo en tu all d'an hent
[... - ˌkwadgweˈzene̞g ...]
Louaneg
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Kervronn, ya, K... 2. ya, Ker... 1. Kervronn ! ya ! 2. te a oar pelec'h... 1. hennezh eo ar gomanant du-hont, ya, ha hennezh zo... pas... pas... pelloc'h evit Rondia un tamm bihan, à gauche, ba an douar aze, Kervronn
1. [kɛꝛˈvɻõn - ja - ...] 2. [ja - ...] 1. [kɛꝛˈvɻõn - ja] 2. [...] 1. [... - ja - ... - ... - ... - ... ɻõnˈdiˑa ... - ... - ... - kɛꝛˈvɻõn]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Komanant an Onnenn... 2. ben, ya ! 1. ya ! e-lec'h... eno e oa ar Flancheg, un Flanchec, gwechall, ya, hennezh zo... 2. Komanant an Onnenn 1. hennezh zo troet e gein d'an hent, ha hennezh... ar vered nevez zo a-raok da hennezh, bet tapet douar d'ober ar vered nevez deus ar gomanant-se
1. [ko̞mɑ̃nˈnõnən] 2. [...] 1. [ja - ... - ... ˈflɑ̃ʃɛk - ... - ja - ...] 2. [ko̞ˌmɑ̃nɑ̃nˈnõnən] 1. [... - ... - ... - ...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. aze emañ Penn Krec'h 2. parce que aze e oa menajoù 1. ya, Penn Krec'h 2. ar re-se zo aet-tout... aze zo... aze zo aet... 1. Penn Krec'h... ya 2. aze... aze zo aet douar-tout da vatisañ ivez 1. ah, ya ! 2. ha... ha neuze... gortoz... 1. Penn Krec'h zo gant Camille Laurent bremañ, aze han-se, gant e vab bremañ
1. [... ˌpe̞nˈkɹ̥e̞x] 2. [...] 1. [ja - ˌpe̞nˈkɹ̥e̞x] 2. [... - ... - ...] 1. [ˌpe̞nˈkɹ̥e̞x – ja] 2. [... - ...] 1. [a ja] 2. [... - ...] 1. [ˌpe̞nˈkɹ̥e̞x ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. ar Fod zo unan ivez 2. ar Fod 1. an douar zo gant Petit Pierre 2. ar Fod, ya, gant Le Grand, deus Servel, ar Fod 1. ar Fod, Brelevenez 2. ar menaj zo ba Brelevenez 1. ya 2. oh, ya ! e bord hent eu... 1. ar Fod ! douar gleb 2. war an hent ar Rusked diouzhtu, war an hent ar Rusked da vont da Louaneg, an douar e bord an hent aze 1. an douaroù a-raok, e bord an hent 2. douar gleb, à droite aze 1. ar Fod 2. ya 1. ar Fod ! an hini eo 2. ya, ar Fod a vez lâret 1. ar Fod 2. ar Fod 1. n'eo ket ar Fod 2. ya, ar Fod 1. ar Fod 2. ni a lâr ar Fod bepred kwa !
1. [əˈvoˑd ...] 2. [ˈvoˑt] 1. [...] 2. [ˈvoˑt - ja - ... - ... ˈseɻwəl - ˈvoˑt] 1. [ˈvoˑt - ˌbɛꝛləˈweˑne] 2. [... ˌbɛꝛləˈweˑne] 1. [ja] 2. [... - ...] 1. [aˈvoˑt - ...] 2. [... əˈɻyskəd ... - ... əˈɻyskəd ... luˈɑ̃ˑnək - ...] 1. [... - ...] 2. [... - ...] 1. [aˈvoˑd̥] 2. [ja] 1. [aˈfoˑt̚ - ...] 2. [ja - ˈfoˑd ...] 1. [ˈfoˑt] 2. [ˈfoˑt] 1. [... ˈvoˑt] 2. [ja - ˈfoˑt] 1. [aˈfoˑt] 2. [... ˈfoˑd ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. geo ! a-raok zo ur menaj all c'hoazh, c'hoazh Petit Pierre le Grand zo o terc'hen douar 2. ah, ya ! 1. Petit Pierre le Grand 2. ar Fod ! ar Fod ! 1. ar Fod 2. ar Fod, eñ zo ur plas gleb, ar Fod aze, e bord an hent aze 1. ingale eo petra 2. e bord an hent emañ... e arri an douar, memes, ba an douaroù ivez, ar Fod
1. [... - ... - ...] 2. [a ja] 1. [...] 2. [ˈfoˑt - ˈfoˑt] 1. [ˈfoˑt] 2. [ˈfoˑt - ... - ˈfoˑd ... - ...] 1. [...] 2. [... - ... - ... - ... - ˈfoˑt]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 Komanant... Komanat Koadou ! il a... il a été lever les serres là, à moitié levées, zo bet savet war douar Komanant Koadou
[... - ko̞mɑ̃nˈkwaˑdu - ... - ... - ... - ... ko̞mɑ̃nˈkwaˑdu]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 aze eo graet neuze... xxx ( ?) 'da prenet douar deus Perricho
[... - ... pɛˈɻiʃo]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. ar c'hastell-dour 2. ar Pradig Glas zo aze, ya, château d'eau ar Pradig Glas, a oa savet war an douar memes, war douar ar Pradig Glas, ya 'vat !
1. [...] 2. [ˌpɹ̥adigˈglaˑs ... – ja - ... ˌpɹ̥adigˈglaˑz̥ - ... ˌpɹ̥adigˈglaˑz̥ - ... ˌpɹ̥adigˈglaˑz̥ - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39