Klask
« etreze »
Frazennoù kavet : 97
-
👂 🔗 an Dour Mat ? piv a oa 'ba an Dour Mat ? hag e vije jeu etreze ! Pierrez ! Pierrez ! 'teus ket soñj ? hag e vije... peogwir e vije ret dezhe dont da gerc'hat dour eno 'ba an Dour mat, ya, eno e oa ur feunteun, hag eu... ur stank ha tout, hag e vije ret dezhe dont eno, hag e vije jeu entreze abalamour... abalamour d'an dour a deu deus ar feunteun, peogwir e renkent tout dont eno, oh, ma Doue ! aze e vije ur barti !
[ˌnduˑꝛˈmaˑt - ... ˌnduˑꝛˈmaˑt - ... - ... - ˈpjeˑɾəs - ˈpjeˑɾəs - ... - ... ˌduˑꝛˈmaˑd ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ya, Kalvari, ya, ya, Kalva#... ar C'halvari ya, xxx ( ?) etreze ya
[ja - kalˈvaˑɹi - ja - ja - ... - əˌhalˈvaˑɹi ja - ...]
Kamlez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 Kann zo etreze.
Kan-n zo tréè.
[kãn zo tʁeɛ]
Il y a la bagarre entre eux.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 e-kreiz-etreze
krèysté-è
entre eux
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
🔗 etreze
tré-è
[tʁeɛ]
entre eux
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 N'eus ket pell etreze.
Neus keu pèl tré è.
[nøs kø pɛl tʁe ɛ]
Il n'y a pas loin entre eux. [En parlant de l'écart d'âge ou la distance.]
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 N'en em glevont ket etreze.
Non-n glèwin tieut tré è.
[nõn glɛwɛ̃ tjət tʁe ɛ]
Ils ne s'entendent pas bien entre eux.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ya, Lusunvez... Lusunvez... Vras a oa, ha neuze Lusunvez Vihan, Lusunvez Vras a oa e bord... bord koajeier le... ar Markiz, ha Lusunvez Vihan a oa distok diontañ en tu all neuze, hag e oa ur blasenn, un tamm blasenn e-kreiz-etreze
[ja - lyˈsynve̞ - lyˌsynve̞ - ˈvɾɑˑz ... lyˌsynve̞ˈviˑən - lyˌsynve̞ˈvɾɑˑz ... - kwaˌʒe̞je̞ꝛ lə - əꝛˈmaɾkis - a lyˌsynve̞ˈviˑən ... - ... - ...]
Plufur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Morvan, ganet e 1931 e Plufur, o chom e Plufur, marvet e 2025, tud bet ganet e Lanvaeleg / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-18)
-
👂 🔗 1. ya, Komanant Modou da gentañ, Komanant Bodou, Convenant Bodou 2. 'ba ar bourk, just e-tal ar groaz, dindan ar groaz 1. 'ba ar bourk, pa vezez o tiskenn war hent Lanvaeleg, an hent kentañ... 2. kae war hent Treduder just kwa 'ba... 1. à gauche, an hini zo eno, ar menaj zo e-kreiz-etreze o-daou
1. [ja - ko̞ˌmɑ̃ˑnɑ̃ˈmoˑdu ... - ko̞ˌmɑ̃ˑnɑ̃ˈboˑdu - ...] 2. [... - ...] 1. [... - ... lɑ̃ˈve̞ˑle̞k - ...] 2. [... tɾeˈdyˑdəꝛ] 1. [... - ...]
Plufur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If Morvan, ganet e 1931 e Plufur, o chom e Plufur, marvet e 2025, tud bet ganet e Lanvaeleg / Brelevenez.
– Anna Gwilhou, ganet e 1935 e Plounerin, o chom e Plufur, tud bet ganet e Plounerin / Plounerin.Dastumer : Tangi (2023-08-18)
-
👂 🔗 ha gwechall e weles ar vugale etreze, 'ba ar gêr o c'hoari, 'vijent ket oc'h ober les... ya ! ivañtiñ a raent traoù, ober a raent moaien da c'hwipat tammoù traoù, a-dreuz hag a-hed, hag e vijent... e vijemp o c'hoari klec'h
[... - ... - ... - ... - ... ˌviʃe̞m ˌhwɑj ˈkle̞x]
et autrefois tu voyais les enfants entre eux, jouer à la maison, ils n'étaient pas en train de faire les... oui ! ils inventaient des choses, ils trouvaient le moyen de chaparder de petites choses, ici ou là, et ils... nous jouions au cerceau
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag-eñ e vez jeu e vez abalamour da... abalamour da... nebeud a dra a-wechoù e vez facheri etreze abalamour da... susesionoù ha traoù
[vaˈʃeˑɣi - ˌsyseˈsjɔ̃ˑno]
alors qu'il y a des tensions qu'il y a à cause de... à cause de... peu de choses parfois, il y a des fâcheries entre eux à cause de... des successions et tout
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met e oa dimezet fall ivez, hag añfin, jeu a vije etreze ordin, ha me 'meus soñj... kar kouezhet fall e oa, hag a-benn ar fin 'da bet ur c'hañser
[...]
mais elle avait été mal mariée aussi, et enfin, il y avait des tensions entre elles tout le temps, et je me souviens... car c'était mal tombé, et finalement elle avait eu un cancer
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 hag etreze int o-daou, evel-se e deu... pa vezont o-daou... ha neuze e vez galleg pa vezont o-daou ?
[...]
et entre eux deux, comme ça vient... quand ils sont tous les deux... et donc c'est français quand ils sont tous les deux ?
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 ha goude a savez c'hoazh, etreze... da vont etrezek Plouzelambr, Toull ar C'hoad ! ya, Toull ar C'hoad
[... - ... - ... pluˈzeˑlãmˑ - ˈtulaꝛˌhwat - ja - ˌtulaꝛˈhwat]
Lokmikael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Faujour (Bolead), ganet e 1937 e Lokmikael, o chom e Lokmikael, tud bet ganet e Lokmikael / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-08-09)
-
👂 🔗 1. Krec'h Gwegan 2. ya, met se zo en tu all... d'an hent aze, se eo lec'h emañ... Krec'h Gwegan zo à... gauche d'an hent 1. ar menaj ? 2. pa 'h ez etrezek (Plouilio ?), ar menaj ya ! ya met me a lâr lec'h e oa ar veterinaer ! 1. ah, eno... 2. diouzhtu goude Pierre 1. eñ n'eo ket Krec'h Gwegan ? 2. ah, marteze eo Krec'h... ah, geo ! Krec'h Gwegan an hini eo ! ah geo 'vat ! 1. geo ! soñjal a ra din... 2. neuze zo daou Grec'h Gwegan ? ya, unan e pep tu d'an hent 1. aaaah... ya... 2. ah, ya ! eñ an hini Krec'h Gwegan 1. kous... koulskoude zo ur pennad-mat etreze, 'fin !
1. [ˌkɣe̞xˈkweˑgən] 2. [... - ... - ... - ˌke̞xˈkweˑgən ... - ... - ...] 1. [...] 2. [...] 1. [... ˌkɣe̞xˈkweˑgən] 2. [... - ˌke̞xˈkweˑgən ... - ...] 1. [... - ...] 2. [... ˌge̞xˈkweˑgən - ...] 1. [a ja - ... ˌke̞xˈkweˑgən] 1. [... - ...]
ar C'houerc'had
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gustav ar Bourdonneg, ganet e 1938 e ar C'houerc'had, o chom e ar C'houerc'had, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tregrom.
– Jañ-Paol ar Bourdonneg, ganet e 1943 e ar C'houerc'had, o chom e ar C'houerc'had, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tregrom.Dastumer : Tangi (2023-08-05)
-
👂 🔗 ya, ya ! Koad ar Park zo e-kreiz-etreze ya
[ja ja - ˌkwadəˈpaꝛk ...]
ar C'houerc'had
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Paol ar Bourdonneg, ganet e 1943 e ar C'houerc'had, o chom e ar C'houerc'had, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tregrom.Dastumer : Tangi (2023-08-05)
-
👂 🔗 Kerael ya, eno... se zo... la limite etre... etre... ah, Kerael zo en Plistin ! c'hoazh goude zo ur zan etreze ya, ya, hag emañ e-tal Kervidone, Kervidone zo eu... emañ an hent da separiñ, met Kervidone, unan anezhe... ur velin zo ha daou Gervidon... tri memes, tri Gervidone, hag unan n'eus ket nemet un ti da vezañ en Tremael
[ke̞ˈɣɑˑl ja - ... - ... - ... - a ke̞ˈɣɑˑl ... ˈplistin - ... - ja - ... ˌke̞ꝛviˈdɔ̃ˑne̞ - ˌke̞ꝛviˈdɔ̃ˑne̞ ... - ... - ... ˌke̞ꝛviˈdoˑne̞ - ... - ... - ... - ... ˌge̞ꝛviˈdɔ̃ˑne̞ - ... ˌtɣe̞ˈme̞ˑl ... ˌtɣe̞ˈme̞ˑl]
Plistin / Tremael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-08-04)
-
👂 🔗 Penn ar Prad, daou ya, un tamm zan vihan zo etreze
[ˌpe̞nˈpɣɑˑt - ... - ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-08-04)
-
👂 🔗 met Rugezeg... goude zo Kerglaz Bihan a vez lâret met... met... drol eo, Kerglaz Bras zo... kazi ur c'hilometr zo etreze o-daou
[... ɣyˈgeˑzek - ... ˌke̞ꝛglaz ˈbiˑən ... - ... - ... - ˌke̞ꝛglaz ˈbɹɑˑz ... - ...]
Prad
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Pont Plouzenn, met hennezh zo e Lezardrev ! Pont Plouzenn zo e Lezardrev, aze emañ ar biez oc'h ober ar separasion, n'eus ket a-bell etreze 'vat ! 2. ya, un hent zo ya 1. ya, ya ! un hent zo, ya ! hag ar biez zo just a-raz an hent aze, kaeroc'h zo, tremen bu dindan an hent a ra ar biez, 'ba Pont ar Plouzenn
1. [pɔ̃n ˈpluˑzən - ... ˌlezaꝛˈdɣeˑɔ̃ - pɔ̃n ˈpluˑzən ... ˌlezaꝛˈdɣeˑɔ̃ - ...] 2. [ja - ...] 1. [ja ja - ... - ja - ... - ... - ... pɔ̃n ˈpluˑzən]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Marsel Piwagn, ganet e 1938 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Kerborzh.
– Alis Karrerez, ganet e 1937 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Kerborzh.Dastumer : Tangi