Klask
« gouvezout »
Frazennoù kavet : 66
-
🔗 gouvezout a ran, ba Kemper zo Chapel Maodez
[... - ... ˈkempəɻ ... ˌʃapəlˈmo̞ˑdəs]
Kemper-Gwezhenneg
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 goude Modikoum ? ah ben ya ! gouvezout a ran, anavezout a ran anezhañ, ma donton... me 'ma un tonton o terc'hen Modikum, ar menaj-se a oa da ma dud-kaer
[... moˈdikum - ... - ... - ... - ... moˈdikum - ...]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol Katou, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Peurid / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
🔗 Gouvezout.
Gouvé out.
[guve ut]
Savoir.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Gouvezout a ra.
Gouvé ra.
[guve ʁa]
Il sait.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 gouvezout a ran, petra anv 'deva honnezh deja ? oh... hoñ a oa o terc'hen... terc'hen ar restaurant du-hont, 'ba... 'ba Sant-Pever, eñ a oa bet ha... e oa brudet memes
[zɑ̃nˈpeˑvəɹ]
je sais, comme s'appelait-elle déjà ? oh... elle tenait... tenait le restaurant là-bas, à... à Sant-Pever, à une époque il avait été... réputé même
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 gouvezout a rae galleg, bet e oa er skol hañ ! hopala ! 'oa ket ezhomm da lâret a-hend-all, hennezh a skrive mat ha tout hañ ! 'ba en Gwengamp e oa bet er skol memes, se a oa ral a-walc'h d'ar c'houlz-se kwa
[...]
il savait le français, il avait été à l'école hein ! hop là ! il ne fallait pas dire autrement, lui il écrivait bien et tout hein ! il avait même été à l'école à Gwengamp, ça c'était assez rare à l'époque quoi
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 gwechall merc'hed Tregrom 'na ar vrud-se, « merc'hed Tregrom, merc'hed tomm ! », gwech... gwechall, geo ! 'meus ket bet gouvezet, gouvezout a ran met... 'meus ket bet... roet fed da se e oant tommoc'h evit ar reoù all
[...]
autrefois les filles de Tregrom avaient cette réputation-là, « les filles de Tregrom, des filles chaudes ! », autre... autrefois, si ! je n'ai pas su, je sais mais... je n'ai pas eu... fait attention au fait qu'elles soient plus chaudes que les autres
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 hoñ, gouvezout a rez petra a lâre ? d'an dud, pa arrient, « oh ! me, 'gaozean ket brezhoneg, met... intent a ran », « ya ! met c'hwi zo kazi evel tud genaoueg, ma c'hi zo evel-se ivez, hennezh a glev, met kaozeal 'ra ket ! »
[...]
elle, tu sais ce qu'elle disait ? aux gens, quand ils arrivaient, « oh ! moi, je ne parle pas breton, mais... je comprends », « oui ! mais vous êtes presque comme des imbéciles, mon chien est comme ça aussi, lui il entend, mais il ne parle pas ! »
paroles prêtées à Anjela Duval
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Wern, ganet e 1929 e Plûned, o chom e ar C'houerc'had, marvet e 2023, tud bet ganet e Treglañviz / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha se... se... se a rae poan din, ha gouvezout a rez, an dud 'vezont ket sympas, 'vezont jentil, an hini zo... un tamm bihan fragile, e vo reoù o voutañ warnañ...
[...]
et ça... ça... ça m'a fait mal, et tu sais, les gens ne sont pas sympas, ils ne sont pas gentils, celui qui est... un petit peu fragile, il y en aura certains à l'enfoncer [litt. le pousser]...
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 1. n'on ket bet o welet Yvonne c'hoazh, bremañ pa vo distoket un tamm bihan... deiz kentañ ar bloaz (xxx ?)... 2. lâret 'meus dit 'mefe kaset ac'hanout meur a gwech 1. ya ! gouvezout a ran met... aze, e-skeud e oa en em dapet Herve, 'ma ket c'hoant da vont da direñjiñ...
1. [...] 2. [...] 1. [...]
1. je ne suis pas encore allée voir Yvonne, maintenant que nous sommes un petit peu éloignés ... du jour de l'an... 2. je t'ai dit que je t'emmènerai plusieurs 1. oui ! je sais mais... là, étant donné que Hervé s'est blessé, je n'avais pas envie d'aller déranger...
Gant :
– Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
– Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 ah, ya ! ul lagadenn ya ! gouvezout a ran, ul lagadenn ya, e rez ul lagadenn... er skoulm, ya ! ya, ya ! gwelet a ran petra eo se, ul lagadenn ya
[laˈgaːn - laˈgɑˑdən]
ah, oui ! une boucle oui ! je sais, une boucle oui, tu fais une boucle... dans le noeud, oui ! oui, oui ! je vois ce que c'est que ça, une boucle oui
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 ha hoñ a oa gant eu... gant ur machin koad da... pe... un ibil koad aze dezhi da digoriñ ha da serriñ, gouvezout a rez eu...
[ˈdjɔˑĩ - ˈzɛj]
et elle [porte] avait... un machin en bois pour... ou... une cheville en bois pour qu'elle ouvre et ferme, tu sais eu...
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 « ah, ya ! emezañ, me eo an hini 'neus graet se, kar amañ n'eo ket Kersalmon, amañ eo Kersalomon, ha ma vamm-gozh a lâre Kersalomon neuze evit... » « ya, memestra, gouvezout a ran penaos (ar re-se a oa) a lâre Kersalomon, ar reoù all a *lê... lâre Kersalmon, met ar barrouz 'neus laket Kersalmon... »
[a ja - ... - ... - ... ˈke̞ʁsalmɔ̃n - ... ˈke̞ʁsaˌlomɔ̃n - ... ˈke̞ʁsaˌlomɔ̃n ... - ... ˈke̞ʁsaˌlomɔ̃n - ... ˈke̞ʁsalmɔ̃n - ... ˈke̞ʁsalmɔ̃n]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jean-Claude Tomaz, ganet e 1935 e Kemper-Gwezenneg, o chom e Kemper-Gwezenneg, tud bet ganet e Kemper-Gwezenneg / Kemper-Gwezenneg.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 nann ! gouvezout a ran pelec'h emañ an iliz, pelec'h emañ... an Templ
[... - ... - ... - ãnˈte̞mp]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2024-05-29)
-
👂 🔗 1. ar C'harv ! 2. ar C'harv ? ah, ya ! ar C'harv ! ar C'harv, Tomaz xxx ( ?) a oa ar C'harv, ar C'harv, ar C'harv, ya, ar C'harv, gouvezout a rez petra eo honnezh ? en galleg, ar C'ha... ar C'harv, en... en galleg, petra a vez graet diont...
1. [aˈhɑʴw] 2. [aˈhɑʴw – a ja - aˈhɑʴw - aˈhɑʴw - ... - ... əˈhɑʴw - əˈhɑʴw – ja - əˈhɑʴw - ... - ... - ... əˈhɑʴw - ... - ...]
ar C'houerc'had
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Kristina ar Wern, ganet e 1959 e ar C'houerc'had, o chom e ar C'houerc'had, tud bet ganet e Plûned / ?.
merc'h da Andre ar Wern
– Andre ar Wern, ganet e 1929 e Plûned, o chom e ar C'houerc'had, marvet e 2023, tud bet ganet e Treglañviz / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 gouvezout a ran zo, Penn an Ale zo
[... - ˌpe̞ˈnɑːle ...]
Beurleudi
Gant : Jan Boujed, ganet e 1931 e Beurleudi, o chom e Bear, tud bet ganet e Beurleudi / Beurleudi.
Gwreg FikamoDastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze e oamp aet d'ar skol da... Bontrev, ar skol libr ivez, en pension ivez, ha 'ba Pontrev... gouvezout a rit pelec'h emañ... skol Pontrev ivez ?
[... - bɔ̃ˈtɹẽw - ... pɔ̃nˈtɹẽw - ... pɔ̃nˈtɹẽw ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Pleuvihan (EHPAD).
dilojet da 6 vloaz da Bleuveur lec'h 'neus tremenet lodenn vrasañ e vuhezDastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kerflandri ya, gouvezout a ran ! ya, Kerflandri, ya !
[ke̞ꝛˈflɑ̃ˑdɣi ja - ... - ja - ke̞ꝛˈflɑ̃ˑdɣi ja]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Gouvezout a ran, gouvezout a ran, Gardemar
[... - ... - ˌgɑꝛdəˈmɑˑɹ]
Plûned
Gant : Jermeñ Jaffre, ganet e 1933 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evel-se n'eo ket pell deus... deus an dud, memes ma 'vez ket eu... gouvezout a reont, an dud 'h ouvezo...
[a viˈse̞ ˌne̞ kə ˈpɛl də - dən ˈdyt - ˈmɔ̃məz ma ˌve kəd ə - ˈguːve ə ɹɛɲ - ən ˈdyd huˈveˑo]
et comme ça ce n'est pas loin de... des gens, même si il n'y pas euh... ils savent, les gens sauront...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi