Klask
« jeu »
Frazennoù kavet : 330
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17
-
👂 🔗 gwechall, eu... goût a ouzout ? al lokete... al loketourien 'ba ar menajoù, a oant un tamm evel eu... petra a lârfen-me dit ? evel un evn war ar barrenn, eu... kalz a cheñchent... eu... komanant, bep nav bloaz, 'oa ket... 'oa ket abominapl o jeu hañ !
[...]
autrefois, euh... tu sais ? les locat... les locataires dans les fermes, ils étaient un peu comme euh... comme te dirais-je ? comme un oiseau sur une barre, euh... beaucoup changeaient... euh... de ferme, tous les neuf ans, ce n'était... leur situation n'était pas enviable hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 an Dour Mat ? piv a oa 'ba an Dour Mat ? hag e vije jeu etreze ! Pierrez ! Pierrez ! 'teus ket soñj ? hag e vije... peogwir e vije ret dezhe dont da gerc'hat dour eno 'ba an Dour mat, ya, eno e oa ur feunteun, hag eu... ur stank ha tout, hag e vije ret dezhe dont eno, hag e vije jeu entreze abalamour... abalamour d'an dour a deu deus ar feunteun, peogwir e renkent tout dont eno, oh, ma Doue ! aze e vije ur barti !
[ˌnduˑꝛˈmaˑt - ... ˌnduˑꝛˈmaˑt - ... - ... - ˈpjeˑɾəs - ˈpjeˑɾəs - ... - ... ˌduˑꝛˈmaˑd ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 Sav a rey jeu.
Zaveu rè joe.
[zavə ʁɛ ʒœ]
La tension va monter (entre eux).
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 klask jeu diontañ
klask jeu dontan
[klask ʒə dõtã]
Chercher la bagarre avec lui.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ret eo lâret, d'ar c'houlz-se, a oa ur serten rummad tud hag a oa mat o jeu
[...]
il faut le dire, à cette époque-là, il y avait une certaine catégorie de la population à l'aise financièrement
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
🔗 Eñ zo gant e jeu.
é zo gan-n i joe.
[e zo gãn i ʒœ]
Il est a son affaire.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Mont mat ec'h a ar jeu ?
Mon-n mat a jeu ?
[mõn ma:d a ʒə]
ça va ?
???
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Mont mat a ra ar jeu ?
Mon-n mat ra jeu ?
[mõn ma:d ʁa ʒə]
ça va ?
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 hag eu... e oa unan o kaozeal din deus eu... reoù hom oadoù-ni ma kerez, bet graet studioù gante, pa oa en em gavet... jeu an Aljeri, ar reoù... ar reoù a oa oc'h ober o studi ivez tout a oa... egzantet deus an Aljeri, met... bet zo reoù... hag en em lakee da studiañ, evit pas mont en Aljeri, hep bezañ... en-sell da vezañ... aet d'ar skol muioc'h evit se a-hend-all, met seulamant evit se
[...]
et euh... il y avait quelqu'un qui me parlait de euh... ceux de nos âges si tu veux, ayant fait des études, quand s'étaient produits... les événements d'Algérie, ceux... ceux qui faisaient leurs études aussi étaient tous... exemptés de l'Algérie, mais... il y en a eu certains... qui se mettaient à étudier, pour ne pas aller en Algérie, sans avoir... l'intention d'aller... à l'école plus que ça autrement, mais seulement pour ça
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 eñ a oa bet prizonier ivez ha tout, « memes tra, emezañ, pa out barrek da... pa eo kontant d'ober evitout, emezañ, n'ez ket da vont da... d'en em amerdiñ gant ar jeu-se ! arri 'meump goroet trawalc'h xxx ( ?) »
[...]
lui il avait été prisonnier et tout, « quand même, dit-il, puisque tu as l'occasion de... puisqu'il est partant pour intercéder pour toi, dit-il, ne va pas... t'emmerder avec ça [guerre d'Algérie] ! nous avons trait suffisamment de xxx ( ?) »
???
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ar Frañs n'eo ket bet... sklaer he jeu ordin
[...]
la France n'a pas eu... une attitude irréprochable tout le temps [Algérie]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ya, n'on ket en em jeu
[nɔ̃m ˈʒœˑ]
oui, je ne suis pas en forme
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ma forn vihan e-traoñ, n'a ket ervat, « oh ! 'meus ket ezhomm dionti ivez, emezon-me, me a ra ma jeu gant homañ »
[...]
mon petit four en bas, il ne marche pas bien, « oh ! je n'ai pas besoin de lui non plus, dis-je, moi je me débrouille avec celui-ci »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 « pet toull zo ac'hann da Vontroulez ? daon ! an deiz all 'ta lâret se din adarre, emezon-me, met se zo ur jeu genaoueg 'vat ! »
[... - ... - ... ˌʒœˑ geˈnɔwək a]
« combien il y a de trous jusqu'à Montroulez ? dame ! l'autre jour tu m'avais dit ça de nouveau, dis-je, mais ça c'est un truc à la con ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket... strikt... ken strikt-se ma jeu hañ !
[ˈne̞ kət - ˈstɾik - ken ˈstɾikse mə ˈʒœˑ ɑ̃]
ce n'est pas... grave... ce n'est pas si grave que ça pour moi hein [tu ne m'importunes pas] !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, hennezh eo e jeu !
[...]
ah, ça c'est son truc [parler breton] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jermen Raoul (Konan), ganet e 1931 e Plouared, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag-eñ e vez jeu e vez abalamour da... abalamour da... nebeud a dra a-wechoù e vez facheri etreze abalamour da... susesionoù ha traoù
[vaˈʃeˑɣi - ˌsyseˈsjɔ̃ˑno]
alors qu'il y a des tensions qu'il y a à cause de... à cause de... peu de choses parfois, il y a des fâcheries entre eux à cause de... des successions et tout
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an hini a c'hall derc'hel e benn zo mat e jeu kwa !
[...]
et celui qui peut garder sa tête [cognitivement] est avancé quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met sapristi ! un devezh e oa savet jeu etre hom breur ha neuze ma c'hoar ha me, hag e oa o c'halompat war-hom-lerc'h, met sapristi ! ur bern teil a oa, peogwir e vije ur bern teil 'ba ar porzh, ha ni a oa aet da c'hoari en-dro d'ar bern teil, hag e-kichen ar bern teil e oa un tamm toull, hag eñ a oa leun a purin, hag eñ evit... evit eu... evit esa tapet ac'hanomp, 'na troc'het berr, ha lampet just 'ba ar c'hreiz, oh ! me a lâr dit-te ! ni... ni a c'hoarzhe met eñ 'rae ket sell ! ha penaos e oa pa oa savet alese, e c'hallez krediñ ! ma doue ! purin-tout te ! ya, dour-hañvouez
[... - ... - ... - ... - na ˈtɾo̞həd ˈbɛꝛ - ... - ... - ... - ... - ˌduˑꝛ ˈhɑwe]
mais sapristi ! un jour une dispute avait éclaté entre notre frère et aussi ma sœur et moi, et il courait après nous, mais sapristi ! il y avait un tas de fumier, puisqu'il y avait un tas de fumier dans la cour, et nous étions allés jouer autour du tas de fumier, et à côté du tas de fumier il y avait un petit trou, et il était rempli de purin, et lui pour... pour euh... pour essayer de nous attraper, il avait coupé court, et sauté juste au milieu, oh ! moi je te dis ! nous... nous rigolions mais lui ne le faisait pas ! et comment il était quand il était sorti de là, tu peux me croire ! mon dieu ! du purin partout pardi ! oui, du purin
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi