Klask
« koant »
Frazennoù kavet : 26
Pajennoù : 1 2
-
🔗 koant
kwan-n
[kwãn]
mignon
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha feiz, aze e oa bet div blac'h vihan koant
[... - ... ˌdiw blaχ ˈviˑən ˈkwɑ̃n]
et ma foi, là il y avait eu deux jolies petites filles
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag un devezh, un devezh e oa arri e vamm da gerc'hat anezhañ amañ, ha hennezh 'gerzhe ket, ha 'na 19 mois, ha me 'ma soñjet « a-benn ar fin, daon ! hemañ 'gerzho ket james ! », hennezh zo ti an noter, « hemañ 'gerzho ket james ar machin-mañ ! », ha koant e oa, digourdi e oa met 'gerzhe ket, ha 'ma laket anezhañ harp 'ba eu... 'ba eu... ar salle aze, harp machin... harp an daol vihan, hag e oan o kaozeal gant e vamm evel-se, ha 'ma lâret d'e vamm, « daon ! Thomas n'emañ ket amañ ken ! pelec'h eo aet ? », hag e oa hennezh er penn all o c'hoari ha 'gerzhe ket a-raok, n'eus ket vis 'ba ar sort-se ? geus !
[a ˈndewəs - ˈndewəz wa ˌɑj i ˈvɑ̃m də ˈgɛhɛd ˌneˑɑ̃ ˌɑ̃mɑ̃ - a ˌhẽˑz gɛꝛˈze kət - a na ... - a ˈme ma ˌʒɔ̃ˑʒə ˌbe̞n ˈfiːn dɑ̃w ˈhemɑ̃ gɛꝛˈzo kə ˈʒɑ̃məs - ˈhẽˑs so ti ˈnotəꝛ - ˈhemɑ̃ gɛꝛˈzo kə ˈʒɑ̃məz ə ˈmɑʃin mɑ̃ - a ˈkwɑ̃n wa - diˈguꝛdi wa mɛ gɛꝛˈze kət - a ma ˈlɑkə ˌneˑɑ̃ ˈhɑꝛp bah ə - bah ə ˈsɑl ˌɑhe̞ - ˈhɑꝛp maˌʃiˑn - ˈhɑꝛb ˌdoˑl ˈviˑən - a wɑ̃n koˈzeˑəl gɑ̃n i ˈvɑ̃m ve̞ˌse̞ - a ˌme ˈlɑˑɹ ti ˈvɑ̃m - dɑ̃w ... ˌmɑ̃ kəd ˈɑ̃mɑ̃ ˌken - ˌple̞x e̞ ˈe̞t - a wa ˈhẽˑs ˌpe̞nˈɑl ˌhwɑj a gɛꝛˈze kə ˌꝛo̞ˑk - ˌnøs kə ˈvis ba ˈsɔꝛse - gœs]
et un jour, un jour sa mère était venue le chercher ici, et lui ne marchait pas, et il avait 19 mois, et moi j'avais pensé « pour finir, dame ! lui ne marchera jamais ! », c'est lui qui est chez le notaire, « lui ne marchera jamais ce petit machin ! », et il était mignon, il était dégourdi mais il ne marchait pas, et je l'avais mis en appui dans euh... dans euh... la salle là, en appui au machin... en appui à la petite table, et j'étais en train de parler à sa mère comme ça, et j'avais dit à sa mère, « dame ! Thomas n'est plus ici ! où est-il allé ? », et lui était à l'autre bout en train de jouer et il ne marchait pas avant, ils n'ont pas de vice ces machins-là ? si !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eu... 'tije gwelet eu... peseurt bugel e oa, eñ a oa fort, koant e oa, koant e oa, se... se... se a oa manet gantañ, met bepred gwelet a rez, pa raen muzik, ar c'hi-mañ, ar c'hi-mañ, hag eu... pa... pa... me 'ma degaset anezhañ e-barzh deus ur bern traoù, e dapen e dorn, e vije laket ur bolotenn dezhañ 'ba ar machin, ha le chien a lake... a lake ar bolotenn dezhañ, ha pa 'vije ket graet mat, e voute anezhañ
[ə - tiʒe ˌgwe̞ˑləd ə - peˌsœj ˈbyːgəl wa - ˌhẽ wa ˈfɔɹt - ˈkwɑ̃n wa - ˈkwɑ̃n wa - ˌze ˌze ˌze wa ˈmɑːnət kɑ̃tɑ̃ - mɛ ˈbopət ˌgwe̞ˑl ə ɹe̞s - pe ɾɛn ˈmyːzik - ə ˈhiː mɑ̃ - ˈhiː mɑ̃ - ag ə - pe pe - ˌme ma ˌdɛsə ˌneˑɑ̃ ˈbɑɹz dœz ˌbɛɹn ˈtɾɛw - ˌdɑpɛn i ˈdɔɹn - viʒe ˌlɑkə boˈlotən ˌdeˑɑ̃ bah maˌʃin - a ... ˌlɑkɛ ˌlɑkɛ boˈlotən ˌdeˑɑ̃ - a pe viˌʒe kə ˌgɛd ˈmɑːt - ˌvutɛ ˌneˑɑ̃]
euh... tu aurais vu euh... quel enfant c'était, il était costaud, il était mignon, il était mignon, ça... ça... ça lui est resté, mais toujours est-il vois-tu, quand je faisais de la musique, ce chien-ci, ce chien-ci, et euh... quand... quand... moi je l'avais stimulé pour plein de choses [enfant handicapé], je prenais sa main, on lui mettait une balle dans le machin, et le chien lui mettait... lui mettait la balle, et quand ce n'était pas bien fait, il le poussait
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ma gazh bihan zo amañ, hemañ zo ganin pell zo amañ, ha fur eo, n'eo ket bet... n'eo ket bet en em evadet gwech ebet alese. Nann, ne 'neus ket c'hoant da vont kuit, ya. Koant eo. Plijout a ra anezhañ din. Maman 'na paeet hennezh din, hennezh zo dessous de plats. Daoulagad lemm dezhañ.
Mon petit chat est ici, il est avec moi depuis longtemps, et il est sage. Il ne s'est jamais évadé d'ici. Non, il n'a pas envie de partir. Il est joli. Je l'aime bien. Maman me l'avait payé, c'est un dessous-de-plats. Il a deux yeux vifs.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Chik ha koant.
Chik a kwan-n.
[ʃik a kwãn]
Bien habillé et mignon.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 un dañvad bihan zo koant
['ndɑ̃:vəd 'bi:ən zo kwɑ̃n]
un agneau c'est mignon
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un ebeul bihan evel-se zo koant hañ
[ə ’nœ:bəl 'bi:ən və’se zo kwɑ̃ ɑ̃]
un poulain comme ça est mignon hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kollet 'tije bet he bizaj a-benn bremañ. Kollet 'tije bet he bizaj a-benn bremañ, a lavaran dit. Kar ne oa ket koant.
[’kɔlə tiʒe bed i ’biːʒəz bɛn ’bʁœmã – ’kɔlə tiʒe bed i ’biːʒəz bɛn ’bʁœmã ’laːʁã dit – ka wa kə ’kwãn]
Tu aurais perdu [oublié] son visage pour maintenant. Tu aurais perdu son visage pour maintenant, que je te dis. Car elle n'était pas joli.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Honnezh zo koant... pitoiapl. Honnezh zo ur plac'h koant-horrol.
[hõːs so ’kwãn pi’tɔjəp – hõːs so ə plaχ’kwãn ’ɔʁɔl]
Elle est vraiment très belle. C'est une très belle fille.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Brav eo, koant eo avat. Ah ya. Peogwir e soñj dit ec'h eo bev.
['bʁaw e̞ 'kwãn e̞ ha – a ja – pə'gyːʁ ʒõʃ 'tit he̞ 'bew]
Il est beau, il est mignon. Ah oui. Parce qu'on a l'impression qu'il est vivant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Honnezh a oa Ribell, un tamm kazeg vihan evel ur gazeg ofisiel [?] aze un tamm bihan. Honnezh a oa koant ha brav, honnezh a oa brav [?] spontus. Ha fur ha jentil ken ken e oa.
['hõ wa ʁi'bɛl – tãm 'kaːzəg 'viən vɛl 'gaːzəg o'fisje̞ 'ahe tãm'biən– 'hõ wa 'kwãːn a 'bʁaw – 'hõ wa bʁaw (?) 'spõntys – a 'vyːʁ a 'jɛntil 'kenken wa]
Elle c'était Ribell, une petite jument un peu comme une jument officiel [?]. Elle était belle et jolie, elle était très jolie. Et vraiment très sage et gentille.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 koant pe goantoc'h
[kwɑ̃n pe 'gwɑ̃ntɔh]
toutes plus belles les unes que les autres
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag a-benn ar fin 'vane ket nemet ur wreg yaouank, ur plac'h koant
[ɑ bɛn’fin vɑ̃'nɛ kə mɛd ə wreg ’jowɑ̃ŋk - əʁ plax 'kwɑ̃n]
et finalement il ne restait plus qu'une jeune femme, une belle fille
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 Te a zo mignon hañ ? Hañ ? Te a zo ur bugel bihan koant hañ ?
[te zo ˈmiɲɔ̃n ɑ̃ ɑ̃ te zo ˈbygəl ’biən kwɑ̃n ɑ̃]
Tu es mignon hein ? Hein ? Tu es un mignon petit enfant.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 koant eo bepred, ar seurt-se !
[kwɑ̃n ɛ 'bopəd 'sɔrse]
toujours [est-il] qu'il est très mignon !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma baotr bihan a oa koant ha digourdi
[mə bɔt 'bijən wa kwãn a di'gurdi]
mon petit gars était mignon et dégourdi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelet a ran out koant
[gwɛ:l ə rɑ̃ hut kwɑ̃n]
je vois que tu es beau, mignon
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 koant eo ar paotr bihan
[kwɑ̃n ɛ pod 'biən]
il est mignon le petit garçon
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 koant eo 'vat !
[kwɑ̃n ɛ hɑ]
il est mignon dis-donc [enfant] !
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2