Frazenn n° 66546
-
👂 🔗 hag un devezh, un devezh e oa arri e vamm da gerc'hat anezhañ amañ, ha hennezh 'gerzhe ket, ha 'na 19 mois, ha me 'ma soñjet « a-benn ar fin, daon ! hemañ 'gerzho ket james ! », hennezh zo ti an noter, « hemañ 'gerzho ket james ar machin-mañ ! », ha koant e oa, digourdi e oa met 'gerzhe ket, ha 'ma laket anezhañ harp 'ba eu... 'ba eu... ar salle aze, harp machin... harp an daol vihan, hag e oan o kaozeal gant e vamm evel-se, ha 'ma lâret d'e vamm, « daon ! Thomas n'emañ ket amañ ken ! pelec'h eo aet ? », hag e oa hennezh er penn all o c'hoari ha 'gerzhe ket a-raok, n'eus ket vis 'ba ar sort-se ? geus !
[a ˈndewəs - ˈndewəz wa ˌɑj i ˈvɑ̃m də ˈgɛhɛd ˌneˑɑ̃ ˌɑ̃mɑ̃ - a ˌhẽˑz gɛꝛˈze kət - a na ... - a ˈme ma ˌʒɔ̃ˑʒə ˌbe̞n ˈfiːn dɑ̃w ˈhemɑ̃ gɛꝛˈzo kə ˈʒɑ̃məs - ˈhẽˑs so ti ˈnotəꝛ - ˈhemɑ̃ gɛꝛˈzo kə ˈʒɑ̃məz ə ˈmɑʃin mɑ̃ - a ˈkwɑ̃n wa - diˈguꝛdi wa mɛ gɛꝛˈze kət - a ma ˈlɑkə ˌneˑɑ̃ ˈhɑꝛp bah ə - bah ə ˈsɑl ˌɑhe̞ - ˈhɑꝛp maˌʃiˑn - ˈhɑꝛb ˌdoˑl ˈviˑən - a wɑ̃n koˈzeˑəl gɑ̃n i ˈvɑ̃m ve̞ˌse̞ - a ˌme ˈlɑˑɹ ti ˈvɑ̃m - dɑ̃w ... ˌmɑ̃ kəd ˈɑ̃mɑ̃ ˌken - ˌple̞x e̞ ˈe̞t - a wa ˈhẽˑs ˌpe̞nˈɑl ˌhwɑj a gɛꝛˈze kə ˌꝛo̞ˑk - ˌnøs kə ˈvis ba ˈsɔꝛse - gœs]
et un jour, un jour sa mère était venue le chercher ici, et lui ne marchait pas, et il avait 19 mois, et moi j'avais pensé « pour finir, dame ! lui ne marchera jamais ! », c'est lui qui est chez le notaire, « lui ne marchera jamais ce petit machin ! », et il était mignon, il était dégourdi mais il ne marchait pas, et je l'avais mis en appui dans euh... dans euh... la salle là, en appui au machin... en appui à la petite table, et j'étais en train de parler à sa mère comme ça, et j'avais dit à sa mère, « dame ! Thomas n'est plus ici ! où est-il allé ? », et lui était à l'autre bout en train de jouer et il ne marchait pas avant, ils n'ont pas de vice ces machins-là ? si !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > Ar vugale > Ar poupig > Penaos eo ar poupig > Kerzhal > Mont e-unan