Klask
« ostaleri »
Frazennoù kavet : 65
-
👂 🔗 un... unan hag a zo... ur menaj zo pas a-bell deus eu... deus eu... an ostaleri, Traou an Dour ivez, oh ! petore anv 'deus deja 'ta ?
[... - ... - ... - ... - ... - ˌtɹ̥ɔwənˈduˑɻ ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona ar C'halvez (ar C'helleg), ganet e 1928 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), marvet e 2024, tud bet ganet e Ploulec'h / Ploulec'h.
Ganet e Ploulec'h ha deut da chom da Servel da eizh vloaz gant he zud.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 e oa Traou an Dour, an ostaleri kwa !
[... ˌtɾ̥ɔwənˈduˑɻ - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona ar C'halvez (ar C'helleg), ganet e 1928 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), marvet e 2024, tud bet ganet e Ploulec'h / Ploulec'h.
Ganet e Ploulec'h ha deut da chom da Servel da eizh vloaz gant he zud.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 Sant-Uzeg ya, Pont Koular ! gwe... gwechall e vije graet deus ar... deus eu... deus menaj ma zud, menaj Pont Koular, e-kichen Plasenn ar Rod, Plasenn ar Rod a oa ar blasenn e-lec'h emañ an ostaleri eu... Café du Radôme aze, e vije graet deus se Plasenn ar Rod, Place de la Roue, Plasenn ar Rod, n'eus ket ! n'eus ket ! n'eus ket ken
[zɑ̃nˈdyˑe̞g ja - põˈkuˑlaʁ - ... - ... - ... põˈkuˑlaʁ - ... ˌplase̞naˈʁoˑd - ˌplase̞naˈʁoˑd ... - ... - ... ˌplase̞naˈʁoˑd - ... - ˌplase̞naˈʁoˑd - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Ha gant-se, eu... ma... ma zad-kozh, ma zad-iou-gozh, kontant da vezañ achu e... e seizh vloaz, petra 'nea graet nemet... e oant antreet e bourk Pleuveur. Bepred e oa... n'eus ket pell zo e oa c'hoazh un ostaleri, ha bremañ 'soñj ket din, a-fas d'an iliz. Kontant achu e seizh vloaz. Hag ar paotr, fidamdoulle ! evet ur bannac'h, evet daou ha tri, voilà ! Tomm dezhañ. Met aze e deue un n'onn petra, des... evel a lâromp des recruteurs, ma kerez lâret. Kar d'ar c'houlz-se, pa 'dijent arc'hant, a baeent unan all da vont en o flas ! 'Oant ket oblijet d'ober. Bremañ 'vije ket a voaien d'ober se kwa. Gant arc'hant, nann, na gant aour ivez. Met... aze e oa kont evel-se. Hag e gavent tud, kontant da vont en o flas en ur baeañ kwa. Aour 'dijent hañ ! Boñ...
[...]
Et donc, euh... mon... mon grand-père, mon arrière-grand-père, content d'avoir fini son... ses sept années, qu'avait-il fait mais... ils étaient entrés dans le bourg de Pleuveur. Il y avait toujours... il n'y a pas longtemps il y avait encore un bistro, et maintenant je ne crois pas, en face de l'église. Content d'avoir fini ses sept années. Et le garçon, saperlipopette ! [Il avait] bu un verre, bu deux ou trois, voilà ! Éméché. Mais là il y avait je ne sais qui qui venait, des... des recruteurs comme nous disons, si tu veux bien le dire. Car à cette époque-là, quand ils avaient de l'argent, ils payaient un autre pour aller à leur place ! Ils n'étaient pas obligés de le faire. Maintenant on ne pourrait pas faire ça quoi. Avec de l'argent, non, ni avec de l'or non plus. Mais... là ça se passait comme ça. Et ils trouvaient des gens, contents d'aller à leur place en étant payés quoi. Ils avaient de l'or hein ! Bon...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 bremañ n'on ket kat da lâret, war hent Lannuon, ar vilajenn zo du-hont, e-lec'h zo un ostaleri a-hont, ar Yon... n'eo ket ar yonkour eo...
[... - ... lɑ̃ˈnyˑõn - ... - ... - ... - ... ˈjõŋkuɹ ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Hag e oa aet ti ar boucher, ha 'na lâret d'ar boucher : « Ret e vo lakat un tamm kig soubenn din hag... un tamm chaosis ha... un tamm patez ivez, met 'h an da vont da... betek ar bourk aze da gerc'hat ma damm butun kwa ». Hag eñ oc'h arriout 'ba... an ostaleri ma vije gwerzhet butun ha tout, ur buro-butun. Hag eñ... dek eur beure apeupre e oa kwa, ha kemeret ur chopinad jistr, gant eu... gant an ostiz kwa.
[...]
Et il était allé chez le boucher, et il avait dit au boucher : « Il faudra me mettre un peu de viande à soupe et... un peu de saucisse et... un peu de pâté aussi, mais je vais aller au... jusqu'au bourg là pour aller chercher ma dose de tabac quoi ». Et il arriva à... au bar où l'on vendait le tabac et tout, un bureau de tabac. Et il... il était dix heures du matin à peu près quoi, et il avait pris un coup de cidre, avec euh... avec le tenancier.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag ar mab eu... mab an den-se a oa... un tamm bihan... 'oa ket un tamm bihan i... inosant, met naïf un tamm bihan kwa ! Ha 'na kavet un toullad marmoujen da... da ampich anezhañ da dont d'an oferenn hanternoz. 'Na kaset anezhañ d'an ostaleri kwa.
[...]
Et le fils euh... le fils de cet homme-là était... un petit peu... ce n'est pas qu'il était un petit peu demeuré, mais naïf un petit peu quoi ! Et il avait trouvé plusieurs garnements pour... pour l'empêcher d'aller à la messe de minuit. Ils l'avaient amené au bar quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Kergoulaz ya ! hennezh zo un village, ya, aze e oa un ostaleri gwechall, ya, Kergoulaz ya
[kɛꝛˈguˑlaz ja - ... – ja - ... – ja - kɛꝛˈguˑlaz ja]
Priel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 Milin ar Pont ? ah, ya, ya, ya ! hoñ a oa n'onn petra eu... Koad#... ar C'hoado, c'hoazh un ostaleri ! ar C'hoad#... Koado a oa aze, met a-raok da se e oa tud e-barzh ivez met me n'onn ket piv a oa ar re-seoù ivez...
[ˌmiˑlinˈpõn - a ja ja ja - ... - ... - ˈhwaˑdo - ... - ... - ˈkwaˑdo ... - ...]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ha Kerfubu zo... e Kozhkaradeg neuze, eu... e arriez 'ba... 'ba eu... en-dro da... e-lec'h zo un toullad tiez, Kozhkaradeg ha xxx ( ?)... a-raok kemer... penaos e lârfen dit ? e arriez 'ba Kozhkaradeg e-lec'h emañ... aze e oa bet ur bistro gwechall ivez, un tamm... un tamm ostaleri, ha diouzhtu goude 'teus un hent, war an tu-dehoù, hag aze emañ Kerfubu goude
[a kɛꝛˈfyˑby zo - ˌko̞skaˈɹaˑde̞g ... - ... - ... - ... - ... - ˌko̞skaˈɹaˑde̞g ... - ... - ... - ... ˌko̞skaˈɹaˑde̞g ... - ... - ... - ... - ... - ... kɛꝛˈfyˑby ...]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 ar C'habare ! aze e oa un ostaleri ivez gwechall, ar C'habara Du zo war hent Sant-Brieg neuze, ar C'habare Du
[habaˈɹe̞ˑ - ... - ˈhabaɹe̞ˈdyˑ ... zãmˈbɹiˑje̞g ... - ˌhabaɹe̞ˈdyˑ]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan Jegou, ganet e 1932 e Kemper, o chom e Kemper, tud bet ganet e Kemper / Kemper.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 ha Kernabad zo... pa derc'her da vont war an hent aze evel-se, e arruer... aze e oa un ostaleri gwechall, an Ti Gwenn ivez, hag a-raok zo un tamm hent bihan aze evel-se, hag aze zo... bremañ zo meur a di, Kernabad
[a ke̞ꝛˈnɑˑbad zo - ... - ... - ... - ˌtiˈgwe̞n ... - ... - ... - ke̞ꝛˈnɑˑbat]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Frañsoa ar Roue, ganet e 1948 e ar C'houerc'had, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Plouared.Dastumer : Tangi (2023-08-10)
-
👂 🔗 ha gwechall, pa oa os... pa oa ostaleri hag evel-se... ha restaorant memes ha tout, alies e arete tud amañ en Ploubêr da c'houll eu... e vijent o klask al Loser... ordin, Ploubêr... Tonkedeg, Plûned, met james soñj... e deue da doñj dezhe deus... da glask al Loser war an annuaire, e ar C'houerc'had
[... - ... - ... pluˈbe̞ˑꝛ ... - ... əˈlo̞səꝛ - ... - pluˈbe̞ˑꝛ - tɔ̃ˈkeˑde̞k - ˈplyːnət - ... - ... - ... əˈlo̞səꝛ ... - e ˈhwe̞ˑꝛhət]
ar C'houerc'had
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Frañsoa ar Roue, ganet e 1948 e ar C'houerc'had, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Plouared.Dastumer : Tangi (2023-08-10)
-
👂 🔗 1. ah, Bordellig ya ! 2. Bordellig... zo e bord an hent 1. ar Bordellig ! 2. hag eno e oa ostaleri gwechall, ya 1. ar Bordellig ya 2. bremañ zo graet ur jit ennañ 1. marteze ar Vordellig ? 2. marteze ar Vordellig ya 1. ar Bordellig pe ar Vordellig 2. ar Vordellig eu...
1. [a - bɔꝛˈdɛlig ja] 2. [bɔꝛˈdɛlik - ...] 1. [ə bɔꝛˈdɛlik] 2. [... - ja] 1. [ə bɔꝛˈdɛlig ja] 2. [...] 1. [... vɔꝛˈdɛlik] 2. [... vɔꝛˈdɛlig ja] 1. [bɔꝛˈdɛlik ... vɔꝛˈdɛlik] 2. [vɔꝛˈdɛlik əː]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Terez Kallareg, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.
gwreg Frañsoa ar Gall
– Frañsoa ar Gall, ganet e 1937 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-07-10)
-
👂 🔗 1. Kroaz... Kroaz Ojez 2. pa oant... pa oant... e vijent laket-tout Gwerogon ar baotred... ar menajoù 'ba ar penn eno evel-se 1. ah bon ? ya met Kroaz Ojez eo lec'h e oa an ostaleri 2. an ostaleri a oa e Kroaz Ojez 1. ya
1. [ˌkɹwɑˑz ˌkɹwaˈzoːʒəs] 2. [... - ... - ... gwɛˈɾoːgən ... - ...] 1. [ja ... ˌkɹwaˈzoːʒəz ...] 2. [... ˌkɹwɑˈzoːʒəs] 1. [ja]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.
– Ivona Tourpin (Gwignañwac'h), ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Tredraezh.
gwreg Amede Gwignañac'hDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha Distrig, lec'h e oa un ostaleri gwechall
[a ˈdistɣik - ...]
Prad
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. tad-kozh ar maer bremañ, Job Rogard 2. ah bon ! 1. a oa o terc'hen un ostaleri aze 2. ya ! 1. 'ba ar Rendez-vous des as aze, 'meus ket soñj peseurt anv plas 'na aze, tost... da Krec'h Riou ivez 2. ya 1. ha Bouk 'na graet ur chañson warnañ, ha Rogard a oa bet o welet anezhañ, « 'rez ket ur chañson warnon hañ, Bouk ! » « nann, nann ! » diouzhtu 'na kom... hag a-benn an deiz war-lerc'h e oa... 'na graet ur chañson
1. [... - ʒɔb ˈɹoˑgaꝛt] 2. [...] 1. [...] 2. [ja] 1. [... - ... - ... - ˌkɹe̞χ ˈɹiˑu ...] 2. [ja] 1. [... - a ˈɹoˑgaꝛd ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, Keryagu ya ! Keryagu, e Keryagu e oa an ostaleri, 'oa ket kat da vezañ... ya, un tamm bihan distok deus an hent, Keryagu ya
[... - ke̞ꝛˈjɑˑgy ja - ke̞ꝛˈjɑˑgy - ke̞ꝛˈjɑˑgy ... - ... - ke̞ꝛˈjɑˑgy ja]
Lanvaeleg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Yonkour, ganet e 1932 e Lanvaeleg, o chom e Lanvaeleg, tud bet ganet e Tremael / Plufur.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kebo, ti Amili, Amili Bouriko, e vije lâret Amili Bouriko, ha honnezh... a deue da gerc'hat amann ti ma... ti ma zud, e Pleuvihan, aze e oa un ostaleri, ar C'hebo, ti Amili Bouriko
[ˈkeˑbo - ti ɑ̃ˈmiˑli - ɑ̃ˈmiˑli ... - ... ɑ̃ˈmiˑli ... - ... - ... - plœˈviˑən - ... - a ˈheˑbo - ti ɑ̃ˈmiˑli ...]
Kebo, chez Amélie, Amélie Bouricot, on disait Amélie Bouricot, et elle... venait chercher du beurre chez mes... chez mes parents, à Pleuvihan, là il y avait un café, ar C'hebo, chez Amélie Bouricot
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Glaod Meudal, ganet e 1946 e Pleuvihan, o chom e Kerborzh.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kerbistoled, aze e oa... aze zo... e oa un ostaleri gwechall, e anavezan, e anavezan kerbistoled ya
[ˌke̞ꝛbisˈtɔˑləd - ... - ... - ... - ... - ... ˌke̞ꝛbisˈtɔˑləd ja]
Pleuzal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Lariven, ganet e 1931 e Pleuzal, o chom e Pleuzal, tud bet ganet e ar Faoued / Pleuzal.Dastumer : Tangi