Klask
« pezh »
Frazennoù kavet : 561
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29
-
🔗 Ha petra 'na graet nemet lakat ur varrik... ur... ur pezh varrikenn da lakat jistr. 'Na laket teir... teir barrikenn. Met honnezh, vid e oa. Ha 'h ae e-barzh deus an noz hag e dad a voute... ar varrikenn, ar penn... ar penn 'oa ket stouvet, a-harp ar voger. Hag ar boched pa dremenent... ar jistr kwa ! Hag o skeiñ warni, « vid ! vid ! vid ! » a vije lâret, galleg pe brezhoneg. Met nann ! Pa arrie da fouilhañ ! Hag e vije laket ba ar varrikenn, 'oa ket... 'oa ket un artikl fall !
[...]
Et qu'avait-il fait ? Mettre une barriq... une... une grosse barrique à cidre. Il avait mis trois... trois barriques. Met celle-là, elle était vide. Et il rentrait dedans la nuit et son père poussait... la barrique, le bout... le bout qui n'était pas bouché, contre le mur. Et les boches quand ils passaient... le cidre quoi ! Et en tapotant dessus, « vide ! vide ! vide ! » qu'on disait, en français ou en breton. Mais non ! Quand ils arrivaient fouiller ! Et on le mettait dans la barrique, ce n'était... ce n'était pas une mauvaise idée !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 Tad Yvon Briand, Yvon, e vab zo ba ar menaj. En retred emañ bremañ. Ha feiz, e oa vont da dimeziñ. E dad a oa o vont da dimeziñ, an deiz-se. Me a oa e skol e Rospez. Hag e oamp... feiz, e oamp aet da welet ivez war... pa vije un eured a-wechoù pe xxx ( ?), e vije skoet pejoù, xxx ( ?) ur pezh bennak.
[...]
Le père d'Yvon Briand, Yvon, son fils est dans la ferme. Il est en retraite maintenant. Et ma foi, il allait se marier. Son père allait se marier, ce jour-là. Moi j'étais à l'école à Rospez. Et nous étions... ma foi, nous étions aller voir aussi sur... quand il y avait une noce parfois ou xxx ( ?), on jetait des pièces, xxx ( ?) une pièce ou deux.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 1. bouchiri a oa Louis... 2. Pont ar Stank ! 1. Fransoa Gwlihou, le boucher, tenait... Pont ar Stank, Pont ar Stank... an ti zo war-draoñ, ba an toull, ur pezh ti bras aze bremañ, pa diskennez da gaout Lannuon aze, ba an traoñienn aze, leur a yeot tro-a-zro hag arri... ya, ya... ya !
1. [...] 2. [põnˈstɑ̃ŋk] 1. [... - ... - ... - ˌpõnəˈstɑ̃ŋˤ - ˌpõnəˈstɑ̃ŋˤ - ... - ... - ... lɑ̃ˈnyõn ... - ... – ja ja - ja]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ya, ur manoir hag a zo... ur pezh *kaie... skalier en... pierre, non, droit ! ya, eeun, ya !
[...]
oui, un manoir qui a... un grand *calie... escalier en... pierre, non, droit ! oui, droit, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 met... ar pezh a derc'han... a derc'han soñj ba ar Sal, zo un toull da vont da... comment ça s'appelle le... ouai ! un souterrain, 'lârin ket dit peogwir 'oaran ket !
[... - ... - ... ˈzaˑl - ... - ... - ... - ... - ...]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 met tout... ankouaat tout a ran, un dra all, ar pezh a goñsol ac'hanon eo e oaran... anavezet ma bugale pa arriont dre oc'h anv, sell aze ar pezh a goñsol ac'hanon bremañ, kar a-hend-all e gollan penn hein !
[...]
mais tout... j'oublie tout, une autre chose, ce qui me console c'est que je sais... reconnaître mes enfants quand ils viennent par leur nom, voilà ce qui me console maintenant, car autrement je perds la tête hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
-
👂 🔗 Kamazen ya, Kamazen, Kamazen, me a soñj eo... ben, evel « kamm ki... pa gar », ur wechig bennak 'meus klevet ivez Kamazen, ar pezh zo drol peogwir e teu diwar « azen »
[kɑ̃ˈmaˑzən ja - kɑ̃ˈmaˑzən - kɑ̃ˈmaˑzən - ... - ... - ... - ... - ... kɑ̃ˈmaˑʒən - ...]
Plua
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsez Favro, ganet e 1948 e Plelin, o chom e Gwengamp, tud bet ganet e Plelin / Plelin.Dastumer : Tangi (2024-11-25)
-
👂 🔗 ben ya eu... e dremene ba ar c'hafe, ar pezh... a-wechoù e livrent... ur sac'had gwinizh, met hennezh a tremene ba ar c'hafe !
[...]
ben oui euh... il passait dans le bistro, ce que... parfois ils livraient... un sac de blé, mais celui-là passait dans le café [était dépensé au bistro] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ur pezh machin aze ! unan douzh Penn ar C'hoad amañ 'na graet dezhe prenañ... ur pezh fourno aze, met 'oa ket a goad ! n'onn pesort 'h ae da brenañ... lakat anezhe da brenañ ur fourno, met 'oa ket a goad ! ben nann ! han-se eu... ha laket ur pezh fourno bah ar chiminal
[... - ... pe̞nˈhwad ... - ... - ... - ... - ...]
un gros machin là ! quelqu'un de Penn ar C'hoad ici leur avait fait acheter... un gros fourneau là, mais il n'y avait pas de bois ! je ne sais qui allait acheter... leur faire acheter un fourneau, mais il n'y avait pas de bois ! ben non ! donc euh... et installé un gros fourneau dans la cheminée
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ha goude Garzhambig, arri omp ba... ba Plua aze, aze zo ur feurm, ur pezh feurm aze, Goarin, ya, Goarin
[... gaꝛzɑ̃ˈbik - ... - ... plyˈaˑ ... - ... - ... - ˈgwaˑʁin - ja - ˈgwaˑʁin]
Plian
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Mahe, ganet e 1929 e Plian, o chom e Lannon, tud bet ganet e Plian / Plouha.Dastumer : Tangi (2025-01-13)
-
👂 🔗 pa... pa 'neus komañset an dud da labourat asambles, al labourerien-douar, hein ! e vije ezhomm en em sikour, gant eu... ar pezh a vez graet bremañ evit eu... añsilaj ha tout se, an dud en em veske, hag evit dornañ an eost ha tout, troc'hañ an eost...
[...]
quand... quand les gens ont commencé à travailler ensemble, les agriculteurs, hein ! il fallait s'entraider, lors de... ce qu'on fait maintenant pour euh... l'ensilage et tout ça, les gens se fréquentaient, et pour battre le blé et tout, couper le blé...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
-
👂 🔗 Kergadiou... ah, bon ? Kergadiou Vihan eo ? ah, ya, ya... ur pezh menaj ? ba Kergadiou Vihan ?
[kɛꝛˈgaˑdju - ... - kɛꝛˌgaˑdjuˈvijɑ̃n ... - a ja ja - ... - ... kɛꝛˌgaˑdjuˈvijɑ̃n]
Goudelin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 pa 'neuint bet tout Runan, ar pezh 'deunt c'hoant da gaout, fidedoue, e oant... distoket
[... ɻyˈnɑ̃ˑn - ... - ... - ... - ...]
quand ils ont eu tout Runan, ce qu'ils avaient envie d'avoir, bon sang, elles avaient été... détachées [communes ayant fusionné quelques années]
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 ah, ya ! ar Rest Vihan hag ar Rest Vras, ar Rest Vras a oa ur pezh menaj sañset gwechall
[a ja - ˌɻezˈviˑən a ˌɻezˈvɻaˑs - ˌɻezˈvɻaˑz ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona an Nedeleg (Razaved), ganet e 1936 e Ploubêr, o chom e Rospez, marvet e 2025, tud bet ganet e Ploubêr / Ploulec'h.
Bet tremenet he yaouankiz en Brelevenez ; deut da chom da Rospez en 1958Dastumer : Tangi (2024-01-03)
-
👂 🔗 eh ! n'omp ket kat da lâret dit nemet ar pezh a oaromp hañ !
[...]
eh ! nous ne pouvons te dire que ce que nous savons hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Nikol an Davai (ar Chapalan), ganet e 1945 e Pleuzal, tud bet ganet e Prad / Lezardrev.Dastumer : Tangi (2023-10-28)
-
👂 🔗 goude ar Gerizoud e arriomp Gwernabakon, hag aze e oa ur chapel justamant, 'ba Gwernabakon, ya, gwechall kwa, ar feurmien 'dea bet debret... tout ar pezh a oa e-barzh kwa
[ˌguˑde gɛˈɣiˑzud ... ˌgwɛꝛnəˈbakõn - ... - ... ˌgwɛꝛnəˈbakõn - ja - ... - ... - ...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 1. ah ! à daou 'h it welloc'h ! hag ar pezh a gav unan, egile a ra marteze ivez... 2. ya met eu... 3. (sañset a ra ?) en em sikour !
[...]
1. ah ! à deux vous fonctionnez mieux [pour répondre] ! et ce que trouve un, l'autre le fait aussi... 2. oui mais euh... 3. (en principe ?) on s'aide !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Marcelle al Louedeg, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Plouilio / Plouilio.
– Amede ar Meur, ganet e 1935 e Servel, o chom e Tredraezh, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
breur da Jañ ar Meur ; e yaouankiz en Servel hag aet da 20 vloaz da Blouilio
– Jañ ar Meur, ganet e 1938 e Servel, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
gwaz Marcelle al LouedegDastumer : Tangi (2024-07-08)
-
👂 🔗 ordin e vijen gant ma... gant an hini a oa oc'h ober skol din, Sœur Marie a oa honnezh met... ur plac'h reizh ar pezh a oa posupl, ha jentil, hag e chomen ganti da lakat ar... ar n'onn petra, ar bankchoù, a-benn e oa an oferenn... an oferenn-bred kwa ! evit tout ar vugale
[...]
j'étais toujours avec ma... avec celle qui me faisait école, Sœur Marie que c'était elle mais... une femme droite, toute ce qu'il était possible, et gentille, et je restais avec elle pour mettre les... les je ne sais quoi, les bancs, pour la messe... la grand-messe quoi ! pour tous les enfants
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Hag ar paotr kozh a oa mezv. Hag eñ da sinañ. Da sinañ, hag e oa oc'h achuiñ e seizh vloaz ! Pa oa... 'nea divezvet, an deiz war-lerc'h ar beure, pa 'nea gouvezet petra 'nea graet, e oa bet evit mont d'en em grougañ. Kentoc'h evit adretorn deus e-lec'h e oa bet. Pa soñje petra 'nea graet. Feiz, aet e oa. Ha bet 'nea aour hañ ! Me 'meus soñj da glevet ma mamm ha welet an... ur... ur pezh bern aour, war an daol, du-hont, e n'onn petra, en o menaj. Ya !
[...]
Et le vieux gars était ivre. Et il a signé. Signé, alors qu'il finissait ses sept ans ! Quand il était... avait dessaoulé, le lendemain matin, quand il avait su ce qu'il avait fait, il avait envisagé de se pendre. Plutôt que de retourner là d'où il venait. Quand il pensait à ce qu'il avait fait. Ma foi, il était allé. Et il avait eu de l'or hein ! Je me souviens d'entendre ma mère qui vit le... un... un tas d'or, sur la table, là-bas, je ne sais où, dans leur ferme. Oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Ha me, arriet e oan. Gant ma fod. Ha ma mamm 'dea laket e-barzh ur pezh bechad kig en kreiz ar soub, aze, abalamour dezhi da gallout... kaout kig kwa ! Ha me d'arriout... ha pa oan arriet e penn ar gwele, 'voujen ket ken, me... me a oa... là c'était Mère-grand, et le Petit Chaperon Rouge. E oan o vont da vezañ debret kwa !
[...]
Et moi, j'étais arrivée. Avec mon pot. Et ma mère avait mis dedans un gros morceau de viande au milieu de la soupe, là, pour qu'elle puisse... avoir de la viande quoi ! Et moi d'arriver... et quand j'étais arrivé au bout du lit, je ne bougeais plus, je... j'étais... là c'était Mère-grand, et le Petit Chaperon Rouge. J'allais me faire manger quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29