Klask
« tra »
Frazennoù kavet : 366
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19
-
👂 🔗 ah, ben ya 'vat ! memes tra ! an Daol Blat, ur breur da Maman a oa o chom e-barzh
[... - ... - ənˌdo̞ˑlˈblaˑt - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona ar C'halvez (ar C'helleg), ganet e 1928 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), marvet e 2024, tud bet ganet e Ploulec'h / Ploulec'h.
Ganet e Ploulec'h ha deut da chom da Servel da eizh vloaz gant he zud.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 Kergouarc'h ? geo, memes tra ! Kergouarc'h zo... pas a-bell deus e-lec'h e oan-me o chom, Troc'hirrio ivez
[kɛꝛˈguˑax - ... - ... - kɛꝛˈguˑax ... - ˌtɹ̥ohiˈɻiˑo ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona ar C'halvez (ar C'helleg), ganet e 1928 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), marvet e 2024, tud bet ganet e Ploulec'h / Ploulec'h.
Ganet e Ploulec'h ha deut da chom da Servel da eizh vloaz gant he zud.Dastumer : Tangi (2023-10-24)
-
👂 🔗 Krec'h Sec'h, memes tra
[ˌkxe̞xˈseˑx - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Ha feiz, ma mamm 'dea lâret din : « Aze, emezi, amañ... Kavet a ri, emezi, an ti. 'Teus ket nemet mont a-dreuz aze... ». 'Dea espliket din un tamm. Met komprenet 'ma memes tra. « Oh ! 'zo ket nemet mont a-dreuz dre... dreist ar c'hleuñioù aze. Arriout a ri. Un ti bihan, emezi, a gavi ». Ha n'onn petra. Hag evel a lâran n'onn petra en galleg : « Si la porte n'a pas de clé, c'est qu'il n'y a rien à voler ». Aze 'oa mann da laerezh.
[...]
Et ma foi, ma mère m'avait dit : « Là, dit-elle, ici... Tu trouveras, dit-elle, la maison. Tu n'as qu'à aller à travers là... ». Elle m'avait expliqué un peu. Mais j'avais compris un peu. « Oh ! Il n'y a qu'à passer à travers par... par-dessus les talus là. Tu arriveras. Tu trouveras, dit-elle, une petite maison ». Et je ne sais quoi. Et comme je dis je ne sais quoi en français : « Si la porte n'a pas de clé, c'est qu'il n'y a rien à voler ». Là il n'y avait rien à voler.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Ha me da chom aze gant ma fod da sellet dionti. Ur boned gant leun a... a n'onn petra, a dantelezh, neuze n'onn petra, he dent keit-se... deus he... añfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Hag e oan chomet spontet... en penn ar gwele. 'Voujen ket gant ma fodad... soub. Ha hi da... « Tosta ma flac'h bihan ! » « Ya, 'h an da vezañ debret met 'h an da vont memes tra ! » Petra a vije fourret e penn ar vugale ! Arriet e oan. Ha feiz, me... da... da xxx ( ?) ha neuze da reiñ ar pod dezhi. Ha c'hoazh e oa lâret din gant ma mamm : « Gortoz ken e vo vid ar pod ha degas da bod ganit en-dro ! ». Ha graet se.
[...]
Et moi de rester là avec mon pot la regarder. Un bonnet avec plein de... de je ne sais quoi, de dentelles, je ne sais quoi également, des dents si longues... de sa... enfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Et j'étais restée pétrifiée... au bout du lit. Je ne bougeais plus avec mon pot... de soupe. Et elle de... « Approche ma petite fille ! » « Oui, je vais me faire manger mais j'y vais quand même ! » Qu'est-ce qu'on fourrait dans la tête des enfants ! J'étais arrivée. Et ma foi, je... pour... pour xxx ( ?) et alors de lui donner le pot. Et ma mère m'avait dit également : « Attends que le pot soit vide et ramène le pot ! ». Et j'avais fait ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 met eu... eñ, Floch, zo... e dad a oa Breton memes tra aze...
[ˈbretõn]
mais euh... lui, Floch, il est... son père était Breton quand même là...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Hag a... feiz, evel-se e oa kont. Graet 'nea e bevarzek vloaz. War-digarez da... da n'onn petra, d'ur betiz evel-se. Ya ! Ha feiz, tremenet e oa e vuhez memes tra, deut e oa en-dro. Boñ ! Hag un devezh, donc, e oa bet o werzhañ ul loen aze evel-se e n'onn petra. Met en disfiz e oa, kar a-hervez e oa aze... er menaj bras a oa a-fas, (pa deuer deus ?) Kervadeo, aze. Aze e oa, aze e oe tri baotr yaouank, hag a 'dea ur reputasion fall. A-hervez e atakent... eu... un genre de brigands quoi, e atakent an dud. Goût a ouient pegoulz e vije ar marc'had ha n'onn ket petra kwa ! Ne vije ket ordin.
[ˌkɛrvaˈdeˑo]
Et... ma foi, c'était ainsi. Il avait fait ses quatorze ans. A cause de... de je ne sais quoi, d'une bêtise comme ça. Oui ! et ma foi, sa vie avait continué de se dérouler quand même, il était revenu. Bon ! et un jour, donc, il avait été vendre une bête là comme ça à je ne sais plus quel endroit. Mais il était méfiant, car à ce qu'il parait il y avait là... la grande ferme qui était en face, (quand on vient de ?) Kervadeo, là. Là il y avait trois jeunes hommes, qui avaient une mauvaise réputation. A ce qu'il parait ils attaquaient... euh... un genre de brigands quoi, ils attaquaient les gens. Ils savaient quand avait lieu le marché et je ne sais quoi encore quoi ! Il n'y avait pas tout le temps.
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Lann ar Warenn eo... Lann ar Warenn eo just an n'onn petra, n'eo ket nemet lann ha machin betek eu... d'ar c'houlz-se 'oa ket nemet lann aze kwa ! me 'meus soñj da welet reoù gozh, aze e bourk, ha... 'devant ket tamm toull ebet da... da lakat o c'hoad na... d'ar c'houlz-se 'oa ket nemet keuneud pe goad hag en em... hag ac'h ae ar... ar plac'hed arri... ya, en noajoù, me a wel... d'ar c'houlz-se e gavemp anezhe kozh, marteze 'oan ket ken kozh-se ! met o gwiskamant dija ha tout kwa neuze goût... kozh e oant memes tra, gant o n'onn petra war o chouk, bet, aze, e Lann ar Warenn o tibab keuneud marv, dibab ar c'heuneud 'dijent an droed, kar aze, se a oa da Champagny
[ˌlɑ̃naˈwaˑɾən ... - ˌlɑ̃naˈwaˑɾən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – e ˌlɑ̃naˈwaˑꝛ - ... - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 entre ar pezh a oa er gêr, na gleven ket nemet kozh kaojoù gant ar... boñ ! memes tra e welez tud o vevañ... diferamant, voilà !
[...]
entre ce qu'il y avait à la maison, je n'entendais que des propos insignifiants avec les... bon ! tu voyais quand même des gens vivre... différemment, voilà !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 a-wechoù memes tra e gleven un dra bennak, kousket a raen... eu... hunvreal ! dihun... e vije graet « tek ! tek ! tek ! tek ! » là, ar vazh, ha c'hoazh eo me... ha 'h ae da gerc'hat bambou, en Kastell Kerzuel, c'hoazh 'h aen da laerezh anezhe, da gas d'ar sœur, evit reiñ bazhad din goude
[hỹˈɾeˑəl - ˌkaste̞lkɛꝛˈzyˑe̞l]
parfois j'entendais quelque chose quand même, je dormais... euh... rêver ! réveillée... on me faisait « tac ! tac ! tac ! tac ! » là, le bâton, et encore c'est moi qui... qui allait chercher du bambou, à Kastell Kerzuel, encore que c'est moi qui allait les voler, pour les amener à la sœur, pour qu'elle me frappe après
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 ar vilin... ar vilin-avel, memes tra evel an hini a oa en Dosenn, memes tra, unan ront, unan ront aze, ar Vi... ya, ar Vilin Gozh ya, ya, oh, kazi memes oad 'dea ar re-seoù sur a-walc'h, me 'meus soñj da welet Mil... Milin Grec'h Meur, ha... en Dosenn aze, hag e oa... e oa (ket nemet ?) un antre d'an doenn ken, en he... en he flas, ha petra a oa graet nemet penturiñ anezhi en gwenn, ha me 'ma goullet gant ma zad evel-se, « petra zo kaoz xxx ( ?) penturiñ honnezh e gwenn ? » hag e rae ur mark da... da... da... da... d'ar vartoloded er mor
[... - ... - ... e̞nˈdo̞se̞n - ... - ... - ... - ... - ja - ˌviˑlinˈgoˑz ja - ja - ... - ... - ... - ... - ˌmiˑlin ˌgɣe̞ꭗˈmœˑɻ - ... - e̞nˈdo̞se̞n ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 Kerunwa ? ah, hennezh zo e-traoñ ! eu... o vont... limit... e-kreiz-etre Perroz ha Sant-Ke, ya, ya, ya, ya, ya ! 'ba an tra... ya, ya !
[kɛˈʁynwa - ... - ... - ... - pe̞ˈɾoˑz a zɑ̃nˈkeˑ - ja ja ja ja ja - ... - ja ja]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 Pont ar Bailh, aze ! 'ba... war an hent-se ivez, ya, ya, ya, ya ! aze e anavezan memes tra, dre aze e arrier en Trebeurden, pa... pa vezer... pa geuilh... pa geuilher an hent-se
[ˌpõnaˈbaj - ... - ... - ... - ... - ... tɹ̥eˈbœɾdən - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 ya, Sant-Uzeg ? ah, Sant-Uzeg ya ! ya, ya ! se a depand penaos eu... amañ e vez lâret Sant-U... Sant-Uzeg, ha c'hwi, penaos e lârit ? Sant-Uzeg ivez ? Sant-Uzeg memes tra, boñ !
[ja - zɑ̃nˈdyˑe̞k - a zɑ̃nˈdyˑe̞g ja - ja ja - ... - ... - zɑ̃nˈdyˑe̞k - ... - zɑ̃nˈdyˑe̞g ... - zɑ̃nˈdyˑe̞g ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 ah, Saint-Samson ya ! Sam... ah, ya ! Samson ! Samson ya ! ya, ya, ya ! ya, ya, ya ! ah, ya ! se... piv n'anavez ket Samson ? hañ ? memes tra ! nemet ur tourist bennak !
[a - ... ja - ... – a ja - ˈzɑ̃msõn - ˈzɑ̃msõn ja - ja ja ja - ja ja ja - a ja - ... - ... ˈzɑ̃msõn - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 1. Milin ar C'hrag a vez lâret 2. Milin ar C'hrag... 1. ya 2. ya met n'eo ket ar memes tra !
1. [ˌmiˑlinaˈhʁak ...] 2. [ˌmiˑlinaˈxʁak] 1. [ja] 2. [...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 1. Kroaz ar Skin ya 2. ah, ya ! 1. Kroaz ar Skin 2. pell a-walc'h memes tra... 1. aze... aze en Kroaz ar Skin, war ar groaz, eo al lec'h nemetañ, e-lec'h ma vez gwelet anv Perroz gwechall, Penn ar Roz
1. [ˌkxwaˑzaˈskiˑn ja] 2. [a ja] 1. [ˌkxwaˑzaˈskiˑn] 2. [...] 1. [... - ... ˌkxwaˑzəˈskiˑn ... - ... - ... pɛˈʁoˑz ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 1. deut e oa... da chom da Gerunkun 2. ha bremañ... 1. ha bremañ... 2. emaint o werzhañ Kerunkun 1. tout zo gwer... gwerzhet d'ober lotisamanchoù memes tra 2. ya, menaj ar Ru
1. [... - ... gɛˈʁynkyn] 2. [...] 1. [...] 2. [... kɛˈʁynkyn] 1. [... - ...] 2. [ja - ... aˈʁyˑ]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 1. Kerzinan ? 2. ya, evel bihan, memes tra
1. [ˌkɛꝛˈziˑnən] 2. [ja - ... ˈbiˑɛn - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 memes tra zo Park ar Rouz, tost, Park ar Meur, Park ar Rouz...
[... ˌpaʁkaˈʁuˑs - ... - ˌpaʁkaˈmœˑꝛ - ˌpaʁkaˈʁuˑs]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)