Klask
« tregont »
Frazennoù kavet : 58
-
👂 🔗 me... me a oa responsabl deus ar menaj... ar C'hastell Kerzuel, tregont vloaz, ur bloaz ha tregont 'meus graet
[... - ... - əˌhastəlkɛɹˈzyˑəl - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Ha neuze e oa aet ti... ti e donton kwa. Hag e donton 'na labouret gantañ 'ba ar menaj ha bemdez e vije... Goude pa oa... kozhet un tamm bihan, e oa roet kalz a initiative da... d'ar paotr yaouank-se kwa. Pa oa... kemeret oad ha tremenet ar menaj war e kont, pa oa arri 'ba an oad da gemer e retred kwa, e oa chomet un toullad bloazioù gantañ. A-benn un toullad bloazioù goude e oant... e oant marvet emichañs. Ha xxx ( ?) e oa paotr yaouank, a-benn neuze 'na tregont vloaz memes tra kwa. Ah ! E oa e-unan 'ba ar menaj, e gave... an traoù fall... 'na ket... 'oa ket futet e vuhez kwa !
[...]
Et alors il était allé chez... chez son oncle quoi. Et son oncle avait travaillé avec lui à la ferme et tous les jours ils étaient... Après quand il avait... vieilli un peu, on avait donné beaucoup d'initiative à... à ce jeune homme-là quoi. Quand il avait pris de l'âge... pris de l'âge et transmis la ferme à l'autre, quand il avait atteint l'âge de prendre sa retraite quoi, il était resté quelques années avec lui. Plusieurs années plus tard ils étaient... étaient décédés bien sûr. Et le jeune homme était xxx ( ?), pour alors il avait une trentaine d'années quoi. Ah ! Il était tout seul à la ferme, il trouvait... sa situation mauvaise... il n'avait pas... sa vie n'était pas épanouie quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 tregont mil
[...]
trente mille
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 hag evit un onner vihan, d'ar c'houlz-se, e oa bet tregont mil lur, tregont mil lur, hag eu... evit un onner vihan, evit ul leue bihan, hag evit ur c'hole bihan, e oa bet eu... eu... tost da 45, 45 hag evel-se e oa graet ur gwenneg bennak... adarre 'ba an ti kwa !
[... - ˌtɣeˑgɔ̃n ˈmil lyꝛ - ˌtɣeˑgɔ̃n ˈmil lyꝛ - ... - ... - ...]
et pour une petite génisse, à cette époque-là, il y avait eu trente mille francs, trente mille francs, et euh... pour une petite génisse, pour un petit veau, et pour un petit taureau, on avait euh... euh... près de 45, 45 et comme ça nous en avions tiré quelques sous... de nouveau dans la maison quoi !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hag eu... hag e oa lâret din, « ma... ma vezez... ma... ma... ma (xxx ?), ma out kontant da... e-plas mont d'ar servij, ober an okupasion, 'teus... 'teus teir gwech muioc'h a arc'hant, bep miz, evit 'teus evit ober ta servij ». Ha 'ma lâret « welloc'h eo din mont... mont en okupasion ». Ha 'ma... 'ma... 'ma graet c'hwez... c'hwezek miz okupasion goude. Teir gwech muioc'h ya. Ya ! 'Mamp... 'mamp ket nemet... tregont, 30 francs, un dra bennak evel-se, bemdez, oc'h ober da servij. Se 'ra ket kalz tra a-benn fin... fin ar miz. Ha... ha 'ma teir gwech muioc'h goude en okupasion.
Et euh... et on m'avait dit, « si... si tu es... si... si... si (xxx ?), si tu es content de... au lieu d'aller au service, de faire l'occupation, tu as... tu as trois fois plus d'argent, par mois, que tu n'as en faisant ton service ». Et j'avais dit « je préfère aller... aller en occupation ». Et j'avais... j'avais... j'avais fait sei... seize mois d'occupation après. Trois fois plus oui. Oui ! Nous n'avions... n'avions que... trente, 30 francs, quelque chose comme ça, tous les jours, en faisant le service. Ca ne fait pas grand-chose pour la fin... la fin du mois. Et... et j'avais trois fois plus après en occupation.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ah, Gwele Sant Maodez zo en traoñ du-hont, zo 'ba... 'ba... 'ba penn an enez. Hag e renkez diskenn dre un dosenn, 'tez intañsion d'ober, ma rampez, e chavir... e gouezhez 'ba... 'ba... 'ba an aod, tregont metr izeloc'h hañ ! Oh ya ! Ha... ha... hag... ha Gwele Sant Maodez zo... zo... zo plat evel... evel an hanter duzh... duzh ar pezh amañ.
[ˌgweˑlezɑ̃nˈmo̞ˑde - ˌgweˑlezɑ̃nˈmo̞ˑde]
Ah, Gwele Sant Maodez c'est en bas là-bas, c'est au... au... au bout de l'île. Et tu dois descendre par une butte, tu dois faire attention, si tu glisses, tu chavir... tu tombes dans... dans... dans la mer, trente mètres plus bas hein ! Oh oui ! Et... et... et... et Gwele Sant Maodez est... est... est plat comme... comme la moitié de... de la pièce ici.
Lanvaodez - toponymes nautique
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Ha ni a oa war ar c'hleuz. Gardenn... ar c'hardenn... 'namp... 'namp doan, e oa minioù war... 'ba ar c'hardenn, gwelet a rez ? Lakeet gant an Almanted. Hag end-eeun e oa, peogwir arri e penn... arri 'ba penn ar c'hra, tregont metr... uheloc'h evit e oamp-ni war ar c'hleuz ma vreur ha me. 'Na saotet *mom... hom c'hi ur min. Ha... hag e oa arriet duzh en... duzh en ober « wouwouwou ! Wouwouwou ! » emezañ, evel... evel... evel... evel ur goéland, ar c'hi... ar c'hi-chase.
[...]
Et nous étions sur le talus. Chemin... le chemin... nous avions... nous avions peur, qu'il y ait des mines sur... dans le chemin, tu vois ? Posées par les Allemands. Et effectivement il y en avait, puisque arrivé au bout... arrivé au bout de la côte, trente mètres... plus haut que nous n'étions sur le talus mon frère et moi. *Notre... notre chien avait [fait] sauter une mine. Et... et il était arrivé en... en faisant « waouwaouwaou ! Waouwaouwaou ! » qu'il faisait, comme... comme... comme... comme un goéland, le chien... le chien de chasse.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Tre... seizh-ha-tregont Alman a gredan, a oa aet en aer, 'ba... gant ar memes min, gant ar memes parkad minioù. Hañ ? Lazhet libr ya ! Ya ! Darn anezhe 'na penn... darn anezhe 'na penn ebet ken. Bezañ e oa reoù... bezañ e oa reoù lazhet ha... hag e oa... hag e oa daou benn en o... en o gichennoù. 'Ouiemp ket da... peseurt... peseurt hini... a oa penn... penn hemañ pe... penn egile. Soñj dit ? Tout ar park o saotiñ ! Asambles ! Ur park hag a rae marteze daou devezh-arat.
[...]
Tre... trente-sept Allemands je crois, avaient sauté, dans... avec la même mine, avec le même champ de mines. Hein ? Tués net oui ! Oui ! Certains d'entre eux n'avaient... Certains d'entre eux n'avaient plus de tête. Il y en avait certains... il y en avait certains de tués qui... qui avaient... auprès desquels il y avait deux têtes. Nous ne savions pas à... quel... laquelle... était la tête... la tête de celui-ci ou de celui-là. Tu imagines ? Tout le champ avait explosé ! Ensemble ! Un champ qui faisait peut-être un hectare.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met a-vuzur e deue war-draoñ, eo ur parachut a oa ! Ha eo... ha eo pil... pilote ha... ha le... hag eu... ar c'ho... le copilote. « Eh ! » hag e wele... « n'arriomp ket, n'arrifomp ket da dremen, tregont kilometr, emeze, d'arriet... d'arriet e Bro-Saoz, a-benn neuze 'mo... 'momp ha... ma... ma... ma chomomp 'ba an avion, emeze, a-us d'ar mor, a gouezhomp 'ba ar mor, hag e vefomp beuzet, eo ar memes jeu leuskel hom avion da bartiañ en e-unan, en e-unan... »
[...]
Mais à mesure qu'il descendait, c'est un parachute que c'était ! Et c'est... et c'est le pil... pilote et... et le... et euh... le co... le copilote. « Eh ! » et il voyait... « nous n'arrivons pas, nous n'arriverons pas à passer, trente kilomètres, qu'ils disaient, pour arriver... pour arriver en Angleterre, pour alors nous auro... 'aurons et... si... si... si nous restons dans l'avion, qu'ils se disaient, au-dessus de la mer, et que nous tombons dans la mer, et nous serons noyés, cela revient au même que de laisser l'avion aller tout seul, tout seul... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Hag eu... hag eu... e deue... an Amerikaned hag ar Saoz, 'na ket nemet treuziñ an Arvor d'ober, tregont kilometr mor, evit... evit... evit dont... evit dont amañ, evit dont a-us dimp, a-us dimp amañ. Hag e dremenent bep... bep... bep noz, du an neñv ! a bombardierien, des B... des B17, bombardierien. Hag e-pad an noz e oamp... e vijemp... e-pad teir sizhun... e vijemp... e vijemp o klev... e kleven avionoù, o vont da vombardiñ ar Boched. Ha darn all o retorn... o retorn, bet o vombardiñ, oc'h advont da... d'ober ur plein bombchoù, du-hont. Ha da adpartiañ an deiz war-lerc'h. Marteze e raent... un tamm kousked.
[...]
Et euh... et euh... les Américains et les Anglais... venaient... n'avaient que an Arvor à traverser, trente kilomètres de mer, pour... pour... pour venir... pour venir ici, pour venir au-dessus de nous, au-dessus de nous ici. Et ils passaient chaque... chaque... chaque nuit, le ciel en était noir ! de bombardiers, des B... des B17, des bombardiers. Et pendant la nuit nous étions... nous étions... pendant trois semaines... nous étions... nous entendions... j'entendais des avions, allant bombarder les Boches. Et d'autres qui revenaient... qui revenaient, ayant été bombarder, retournant... faire un plein de bombes, là-bas. Et pour repartir le lendemain. Peut-être qu'ils faisaient... un petit somme.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ba... 'ba Lezardrev aze, ur... ur... ur pod evel-se, ur... ur pod evel-se, a werzhont betek tregont euro, ha... ha... ha me a werzh anezhañ... pemp euro
[... - ... ˌlezaɹˈdʁẽw ... - ... - ... - ... - ...]
à... à Lezardrev là, un... un... un pot comme ça, un... un pot comme ça, ils le vendent jusqu'à trente euros, et... et... et moi je le vends... cinq euros
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 bloaz ha tregont
[ˌblɑˑ a ˈtɹeːgɔ̃n]
trente-et-un ans [âge]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Albert ar C'hoad, ganet e Plou e 1926, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / ar C'houerc'had.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zud, ma zad ha ma mamm, pa int dimezet en bloavezh... naontek ha pemp bloaz ha tregont, ha int aet da... da... da Groaz ar Min da chom aze 'ba eu... un tamm menaj bihan aze da gomañs, hag eu... me zo ganet ur bloavezh goude
[... - ... - ... - ... - ... ˌgɹwɑˑzˈmiˑn ... - ... - ...]
Ploulecˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Marsel Joran, ganet e 1936 e Ploulec'h, o chom e Plistin, tud bet ganet e Tredraezh / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-06-28)
-
👂 🔗 amañ e vije graet Lann Gog doute, 'teus ket Lann Gog aze ? geo ? aze, Keruhelañ, hennezh zo un anv nevez hañ ! añfin... nevez ! ugent vloaz pe tregont vloaz kwa ! a-raok 'vije ket komzet deus se
[... ˌlɑ̃n ˈgɔk ... - ... ˌlɑ̃n ˈgɔk ... - ... - ... - ˌke̞ɣyˈelɑ̃ - ... - ... - ... - ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar Gwrec'hellou Bras a vije graet... ar Gwrac'hellou Bras, ouai ! abalamour da betra e vije graet ar Gwrac'hellou Bras doutañ ? goût a rez petra eo « ur wrac'hell » ? ur bern ed, pa vez ket ront, douzh... douzh ur bern ed pa vez ront e vez graet ur bern, ha pa vez... penaos e lârfin dit... hir ! war... war e hed e vez graet ur wrac'hell, ya, aze e oa ur menaj mat hañ ! oh ! tremen tregont devezh-arat ! ha sur a-walc'h e vije un eost mat, ha donc e oa graet abalamour da se ar Gwrac'hellou Vras doutañ
[gwɛˌhɛlu ˈbɹɑːz ... - gwaˌhɛlu ˈbɹɑːs - ... - ... gwaˌhɛlu ˈbɹɑːz ... - ... - ... - ... - ... - ... - ja - ... - ... - ... - ... - ... gwaˌhɛlu ˈvɹɑːz ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 seizh vloaz ha tregont pe... eizh ha tregont vloaz zo on-me en retred, a soñj dit ! bloaz ha hanter-kant 'ma, ha 'h an da gaout dek ha pevar-ugent, 'teus ket 'met gwelet, sell ! arri 'meus profitet deus ma retred hein ! me zo arri koustet ker dezhe
[ˌsɛizla a ˈtɾeːgɔ̃n pe - ˌɛjsa ˈtɾeːgɔ̃n vla so hɔ̃ ˌme nɹøˈtɾɛt - ˌʒɔ̃ˑs ˈtit - ˌblɑ a ˌhɑ̃ntəɹˈkɑ̃n ma - a hɑ̃ də ˌgɑˑd ˌdek a ˌpɛwaɹ ˈyːgən - ˌtøs kə mɛ ˌgwe̞ˑlət - sɛl - ˌɑj møs pɹoˈfitəd dœz mə ˈɹetɾɛd ɛ̃ - ˌme zo ˌɑj ˈkustə ˈkeːɹ ˌde̞ˑ]
cela fait trente-sept ans ou... trente-huit ans que je suis en retraite, imagine ! j'avais cinquante et un ans, et je vais avoir quatre-vingts dix, tu n'as qu'à voir, tiens ! j'ai profité de ma retraite hein ! je leur ai coûté cher
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hent ar Baelon ya, hennezh zo un hent lec'h on-me o chom er penn all du-hont, hennezh zo un hent... peogwir d'hom... peseurt bloavezh a oa se ? daon ! arri zo tregont vloaz zo pe e-giz-se, e oa sekreterez ar maeri hag a blije... la langue bretonne dezhi, ha 'deva... me a oa dakord ganti, e oa desidet da reiñ anvioù d'an henchoù, 'ba he ide 'deva desidet ar sekreterez, 'dea kazi impozet serten plasoù met ar reoù all 'naint lâret dezhi « nann ! », Jañ-Mai ha me a oa o chom 'ba an hent-se, ha d'ar c'houlz-se e-pad an nevez-amzer, ar baelon a vije... fleur e-barzh, e oa pep tu d'ar girjer, e-pad pemp kant metr e-giz-se 'oa ket nemet baelon, hag e oa c'hwezh vat, ha 'meump desidet xxx ( ?), « ni ac'h a... ni ac'h a da choaz an anv, n'eo ket ar sekreterez a rey ! », ha Jañ-Mai a oa unan kozh eu... pet vloaz... pet vloaz... matren 'nefe bet kant vloaz bremañ Jañ-Mai, ouzhpenn memes ! « neuze ni 'h a da choaz anezhañ ! pa vezomp o sevel e vez c'hwezh vat amañ, c'hwezh ar baelon, ec'h a da vezañ... ec'h a da vezañ reiñet an anv-se d'an hent kozh, d'an hent... »
[ˌhe̞n ə ˈbe̞ˑlɔ̃n ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Gurunuhel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Denez Lachuer, ganet e 1945 e Gurunuhel, o chom e Gurunuhel, marvet e 2024, tud bet ganet e Gurunuhel / Gurunuhel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 levrioù graet gant person Tresigne... 'ba ar bloavejoù tregont
[... ˈtʁeziˌɲe ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Boujed... eo ar Runiou Lann aussi nann ? eo ar Runiou hag ar Runiou Lann, a-raok... a-raok 'oa mann ebet hein ! oh eu... tregont vloaz zo !
[ˈbuːʒət - he̞ ˌʁyɲo ˈlɑ̃n ... ˌnɑ̃n - e̞ ˈʁyɲo a ˌʁyɲo ˈlɑ̃n - ˌʁo̞ˑk - ə ˌʁo̞ˑg wa ˈmɑ̃n bet ɛ̃ - o ə - ˈtʁeːgɔ̃n la so]
Bouget... c'est ar Runiou Lann aussi non ? c'est ar Runiou et ar Runiou Lann, avant... avant il n'y avait rien hein ! oh euh... il y a trente ans !
Skiñvieg
Gant : Jean-Jacques Nikol, ganet e 1968, o chom e Skiñvieg, tud bet ganet e St Laorañs / Sant Kleve.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-se zo plant ha... hag a darc'ha koad inkomprenapl, peogwir, gwelet a rez, tregont vloaz zo 'h on amañ ha... met eben 'ma darc'het en traoñ goude, pa oan xxx ( ?), hoñ a ra taolioù inkomprenapl, sell gwelet a rez, gwelet a rez eo bet sec'het ar boudoù krec'h gant eu... gant ar rev 'na bet aze, met evit ar bloaz ne welan hini ebet e-barzh, warlene e oa ur c'houchad e-barzh
[ɹe:s so plɑ̃n a a ’dɑɹha kwɑt iŋkɔ̃m’pɹe:nap py’gy:ɹ gwe̞:l ə ɹe̞s tɾeˈgɔ̃nlaˈsoˑ hɔ̃ ’ɑ̃mɑ̃ a mɛ i’be:n ma ’dɑɹhət tɾo̞w ’gu:de pe wɑ̃n ? hɔ̃: ɹa ’tojo inkɔ̃m’pɹe:nap sɛl gwe̞:l ə ɹe̞s gwe̞:l ə ɹe̞s e̞ be ’ze:hət ’bu:do kwex gɑ̃n ə gɑ̃n ɹɛw na bed ’ɑ:he mɛ wid blɑ: ’we̞:lɑ̃ ’hi:ni be bɑɹs aɹ’lœ:ne wa ə ’huʃad baɹs]
ceux-là [noyers] sont des plants qui... qui font une quantité incroyable de bois, parce que, tu vois, depuis trente ans je suis ici et... mais l'autre je l'avais abattu après, quand j'étais xxx ( ?), il fait des poussées de croissance incroyable, regarde, tu vois, tu vois ses pousses du haut ont été grillées par euh... par la gelée qu'il avait eu là, mais cette année je n'en vois aucune [noix] dedans, l'an passé il y a en avait une couche dedans
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi