Klask
« unnek »
Frazennoù kavet : 60
-
👂 🔗 met me 'meus bet graet se abaoe biskoazh, a-viskoazh pa oan bihan, peogwir e oamp e Perwenan ha me 'ma... kuiteet Perwenan ha 'ma... unnek vloaz
[... - ... - ... pɛꝛˈweˑn ... - ... pɛꝛˈweˑn ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 unnek eur
on-nég eur
[õnegəʁ]
onze heures
??? Prononciation douteuse
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Meme 'deo unnek vloaz ha pevar-ugent.
Mémé dé-o in-nék la a pèwar u-geun.
[meme deo ɛ̃nɛk la a pɛwaʁ ygən]
Mémé aura quatre-vingt onze ans.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 soubenn unnek eur hanter, prest a-benn kreistez !
[ˌzuˑbən ˌneˑgəɹ ˈɑ̃təɹ - ˈpɣest be̞n kɣe̞jsˈteˑ]
la soupe de onze heures et demie, prête pour midi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Lariven, ganet e 1931 e Pleuzal, o chom e Pleuzal, tud bet ganet e ar Faoued / Pleuzal.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 A-benn neuze e oant... e oant mezv, e oant mezv, hag e oa... ur mab d'an Ti Ruz, a oa gante, oc'h ormela. Tri e oant 'ba ar vag. Met... met... an hini yaouank, 'na ket nemet unnek vloaz. 'Na ket nemet unnek vloaz, 'na... 'na... 'na ket kalz a ormel hañ ! Met bepred e oa... e oa... e oa 'ba ar vag gante, oc'h ormela. Hag aet gante da... da... da Bemp... da... da Logivi da... da werzhañ oc'h ormel ha...
[...]
Pour alors ils étaient... ils étaient ivres, ils étaient ivres, et il y avait... un fils à an Ti Ruz, qui était avec eux, en train de pêcher les ormeaux. Ils étaient trois dans le bateau. Mais... Mais... le plus jeune, n'avait que onze ans. Il n'avait que onze ans, il n'avait... il n'avait... il n'avait pas beaucoup d'ormeaux hein ! Mais toujours est-il qu'il était... était... était dans le bateau avec eux, à pêcher les ormeaux. Et il était allé avec eux à... à... à Pemp... à... à Logivi pour... pour vendre leurs ormeaux et...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Ha... ha... hag an hini yaouank... an hini yaouank unne... unnek vloaz, mab... mab O... ur mab d'Olier an Ti Ruz, hag a oa chomet en-krap, 'ba... duzh ar wern... duzh ar wern ar vag, war he c'hostez, war ar garreg. Bet... betek... betek an deiz-war-lerc'h ar beure. Krog 'ba ar wern ar vag.
[ntiˈʁyˑ]
Et... et... et le jeune... le jeune de onz... de onze ans, le fils... le fils d'O... un fils d'Olivier de an Ti Ruz, était resté agrippé, à... au mât... au mât du bateau, sur le côté, sur le rocher. Jusq... jusqu'à... jusqu'au lendemain matin. Agrippé au mât du bateau.
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 hag e vije an dud o c'houll gantañ, « Pierrig, pet... pet a saout zo du-se ? pet buoc'h zo du-se ? » « eu... » 'ouie ket kontañ ! hag e oa... ur bagad mat hañ ! a saout, hag e lere « dek ha... dek ha unan », 'ouie ket... 'ouie ket e rae se unnek, « dek ha unan, emezañ », e lere da tout an dud
[...]
et les gens lui demandaient, « Pierrot, combien... combien de vaches y a-t-il chez toi ? combien de vaches y a-t-il chez toi ? » « euh... » ils ne savaient pas compter ! et il y avait... un gros troupeau hein ! de vaches, et il disait « dix et... dix et une », il ne savait pas... il ne savait pas que ça faisait onze, « dix et une, disait-il », qu'il disait à tout le monde
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 sell ! sell honnezh, pegement a bouturennoù 'deus sell ! met-eeun... e renkez... n'out ket kap da lakat anezhi 'ba... 'ba... 'ba ur pod, 'ba ur pod bihan evel-se ! peogwir... peogwir eo re hir he zroad, eo re hir he zroad, hoñ 'neus... hoñ 'neus ur xxx ( ?) evel-se, met sell ! an hini a breno anezhi, ma 'nez c'hoant d'ober... d'ober... d'ober podoù all, sell pegement eo kap d'ober ! unan, div, teir, peder, pemp, c'hwec'h, seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek pe drizek ! daouzek pe drizek podad eo kap d'ober du... duzh... duzh ar memes plantenn, soñj dit !
[...]
tiens ! regarde celle-là, combien de boutures elle a tiens ! si ce n'est que... tu dois... tu ne peux pas la mettre dans... dans... dans un pot, dans un petit pot comme ça ! parce que... parce que son pied est trop long, son pied est trop long, elle a... elle a un xxx ( ?) comme ça, mais regarde ! celui qui l'achètera, s'il veut faire... faire... faire d'autres pots, regarde combien il peut faire ! un, deux, trois, quatre, cinq, six, sept, huit, neuf, dix, onze, douze ou treize ! on peut faire douze ou treize potée de... de... du même plant, imagine !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ma vamm a oa unnek vloaz yaouankoc'h kwa
[... ˈnegla ...]
ma mère était onze ans plus jeune quoi
Gant : If Koshig, ganet e 1938 e Kaouenneg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Tonkedeg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hi, deus eu... ganet e Ploubêr, oh, 'lârin ket... Kervi... Kervizien pe... Kervinien ? Kervizien ? unnek vloaz 'deva pa 'deva... kuitaet eu... Ploubêr
[... - ... pluˈbe̞ˑꝛ - ... - ... - ˌke̞ꝛviˈziˑe̞n ... - ˌke̞ꝛviˈniˑe̞n - ˌke̞ꝛviˈziˑe̞n - ... - ... - pluˈbe̞ˑꝛ]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Alan Petibon, ganet e 1948 e Logivi-Lannuon, o chom e Logivi-Lannuon, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 pe 'deuint lazhet anezhi, en he c'hof c'hoazh, 'oant ket xxx ( ?), ya 'vat ! soñj ! unnek a oa ganti, hañ ?! bepred 'deint ur bern memestra hañ !
[...]
quand ils l'ont tuée [sanglier femelle], [les petits étaient] encore dans son ventre, ils n'étaient pas xxx ( ?), mais oui ! imagine ! il y en avait onze dedans, hein ?! toujours est-il qu'ils en ont plein hein quand même !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 me ac'h a da gaout unnek vloaz ha pevar-ugent
[... ˈneg la a ˌpɛwaꝛˈyˑgən]
moi je vais avoir quatre-vingts onze ans
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e oa Ker... Kervarreg aze, Kervarreg, n'onn ket hag-eñ 'na ket unnek bugale ? Ujen Gervarreg
[... - ke̞ɹˈvɑɹəg ... - ke̞ɹˈvɑɹəg - ... - ˌyˑʒɛn ge̞ɹˈvɑɹək]
il y avait là Ker... Kervarrec là, Kervarrec, je ne sais pas s'il n'y avait pas onze enfants ? Eugène Kervarrec
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Pleuvihan (EHPAD).
dilojet da 6 vloaz da Bleuveur lec'h 'neus tremenet lodenn vrasañ e vuhezDastumer : Tangi
-
👂 🔗 da bemp eur e saven deus ar beure ha d'unnek eur noz e debren ma c'hoan
[də ˈbɛmbəꝛ ˈzɑːvɛn dyz ˈbœːꝛe a də ˌneˑgəꝛ ˈnɔ̃ːz ˌdɛˑbɛn mə ˈhwɑ̃ːn]
je me levais à cinq heures du matin et à onze heures du soir je prenais mon dîner
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met a-wechoù da unnek eur d'an noz, hañ ! pe da nav eur, ha bremañ n'in ket er-maez eu... pa vin o kemer ma douch e chomin e-barzh, hag e c'hallont kanañ ar pezh a garont, ah bepred e reont hañ ! memes d'unnek eur, memes da hanter-noz
[mɛ ˌweˑʒo də ɔ̃ˈneːgəꝛ də ˈnɔ̃ːs - ɑ̃ - pe də ˈnɑːvəɹ - a ˈbo̞mɑ̃ ˌniɲ kə ˈme̞ːz ə - pe vĩ ˌkemɛɹ mə ˈduʃ ˌʃo̞mĩ ˈbɑɹs - a ˌhɑlɛɲ ˈkɑ̃ːnɑ̃ ˌpez ə ˈgɑːɹɛɲ - a ˈbopə ɹɛɲ ɑ̃ - ˌmɛməz dɔ̃ˈneːgəꝛ ˌmɛməz də ˌhɑ̃ntəɹˈnɔ̃ːs]
mais parfois à onze heures du soir, hein [plateformes téléphoniques] ! ou à neuf heures, et maintenant je ne sortirai plus euh... quand je serai à prendre ma douche je resterai dedans, et ils peuvent chanter ce qu'ils veulent, ah toujours est-il qu'ils font hein ! même à onze heures, même à minuit
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unnek... unnek vloaz ha pevar-ugent, 91, 'meus ket anezhe c'hoazh met o vont da gaout anezhe 'h on
[ˈneg ˈneg la a ˌpɛwaꝛ ˈyːgən - ... - ˌmøs kə ˈne̞ ˌhwɑs mɛ ˌvɔ̃n də ˌgɑˑd ˈne̞ hɔ̃]
quatre-vingts... quatre-vingts onze ans, 91, je ne les ai pas encore mais je vais les avoir
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Duval, ganet e 1931 e Kemperven, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Ploueg / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met 'meus ket a geuz deus ar pezh 'meus graet hein ! a-benn e oa fin pa oamp dimezet e oan aet da Jersey da... da c'honit an daol-mañ, ya, serriñ patatez, da beder eur beure e save, peogwir 'mamp ket arc'hant, ha 'mamp paeet honnezh unnek mil lur, onze mille francs, an daol, ha div bank
[mɛ ˌmøs kə ˈgœ̃ː dø ˌpeˑz møz ˈgwɛd ɛ̃ - ˌbe̞n wa ˈfiˑn pe wɑ̃m diˈme̞ˑɛt wɑ̃n ˌɛt tə ˌʒɛɹzɛ də - də ˈhɔ̃ːnid ən ˈdoːl mɑ̃ - ˌjɑ - ˈzɛĩ paˈtɑtəs - də beˌdɛˑɹəɹ ˈbœːɹe ˈzawɛ - py ˌmɑ̃m kəd ˈɑɹhɑ̃n - a mɑ̃m ˈpɛˑə ˈhɔ̃ˑs ˌœnɛk ˈmil lyɹ - ... - ˈndoːl - a ˈdiw bɑ̃ŋk]
mais je n'ai pas de regret au sujet de ce que j'ai fait hein ! lorsque ça s'était terminé lorsque nous nous étions mariés j'étais allée à Jersey pour... pour gagner cette table-ci, oui, ramasser des patates, on se levait à quatre heures du matin, puisque nous n'avions pas d'argent, et nous l'avions payée onze mille francs, onze mille francs, la table, et deux bancs
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad-kozh a oa an unnekvet, peogwir e oant unnek e-ti eu... ar Bevered-se, e oa an unnekvet hag e oa an diwezhañ xxx ( ?), eñ a oa né...
[... ˈnegvət - ... ˈœnɛk ... - beˈweˑɹət se - ... ˈnegvət ... - ...]
mon grand-père était le onzième, puisqu'ils étaient onze chez euh... ces Le Béver-là, il était le onzième et il était le dernier xxx ( ?), il était né...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar eñ 'nea plantet gwez ivez bremañ zo... met ar re-se zo krog da reiñ solut bremañ, Sébastien e vab, 'nea plantet unnek gwezenn du-hont 'ba eu... Sant-Telar, ha leun a avaloù, ha 'deus eu... graet xxx ( ?) 'da ezhomm, me a gav din eo pemp barrikenn jistr 'neus graet, etreze o-daou, bremañ 'oaront ket petra d'ober gant ar jistr, ha zo lâret din « deus aze gant da voutailhoù, emezañ, da gargañ da voutailhoù », ah n'eo ket laket en boutailh c'hoazh, n'eo ket laket en boutailh c'hoazh
[kaɹ ˌẽˑ nea ˌplɑ̃ntə ˈgwẽˑ ˌiˑe ˈbo̞mɑ̃ zo - mɛ ˌɹeˑe zo ˌkɹo̞ˑk tə ˌɹɛˑĩ ˈsoːlyt ˌbɹo̞mɑ̃ - ... i ˈvɑˑp - nea ˈplɑ̃təd ˌɔ̃nəg ˈgweˑən ˌdyˑɔ̃n bah ə - zɑ̃nˈteːləɹ - a ˌlœ̃ˑn aˈvɑːlo - a døz ə ˌgwɛt ? da ˌem - ˌme gaf ˌtĩ he̞ ˌpɛm baˌɹicən ˈʒist nøs ˌkwɛt - ˌtɾeˑe̞ oˈdo̞w - ˌbo̞mɑ̃ waˌɹɛɲ cə ˌpɹɑ do̞ˑɹ gɑ̃n ˈʒist - a zo ˌlɑˑɹ ˈdĩ - døz ˌɑhe̞ gɑ̃n tə vuˈtɑjo ˌmeˑɑ̃ də ˈgɑɹgɑ̃ də vuˈtɑjo - a ˌne̞ kə ˈlɑkə ˈnbutɛj ˌhwɑs - ˌne̞ kə ˈlɑkə ˈnbutɑj ˌhwɑs]
car il avait planté des arbres ça fait maintenant... mais ceux-là commencent à donner abondamment maintenant, Sébastien son fils, avait planté onze arbres là-bas à euh... Sant-Telar, et plein de pommes, et ils ont euh... fait xxx ( ?) qu'ils avaient besoin, moi je crois que c'est cinq barriques qu'ils ont fait, à deux, maintenant ils ne savent pas quoi faire du cidre, et on m'a dit « viens là avec tes bouteilles, dit-il, pour remplir tes bouteilles », ah il n'est pas encore mis en bouteille, il n'est pas encore mis en bouteille
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn unnek eur hañ !
[be̞n 'ne:gəʁ ɑ̃]
[arriver] pour onze heures hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi