Klask
« vo »
Frazennoù kavet : 1018
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51
-
🔗 Eñ 'h ae da gousket e-pad ar brezel bah eu... Peogwir e oa né... né en... la classe 42. Hag e oa an Almanted oc'h esa daspign anezhe-tout, ar reoù yaouank, d'ar c'houlz-se. Daspign tout la classe 42. Ha... feiz... 'dant aon e vije daspignet hag e arrie an Almanted deus an noz. Ya. Ha... hag... feiz, e dad a lâre dezhañ « fidamdoue ! ma 'h ez ba da gambr, emezon-me, pe ba... da gousket ba an ti pe xxx ( ?), feiz, eo risket ma ve graet dit sevel, pa vo fouilhet.
[...]
Il allait dormir pendant la guerre dans euh... parce qu'il était né... né en... la classe 42. Et les Allemands essayaient de tous les rafler, les jeunes, à cette époque-là. Rafler toute la classe 42. Et... et... ma foi, son père lui disait « bon sang ! si tu vas dans ta chambre, dis-je, ou dans... aller dormir dans la maison ou xxx ( ?), ma foi, c'est risqué si on te fait te lever, quand ce sera fouillé.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 1. pa vez arri marv an dour 2. uoù eu... 1. marv... marv xxx ( ?) pa welez anezhe aze 2. feiz, an uoù ha goude e vije gwelet ar raned o tont... o tont war-benn 1. e welez gweleoù raned, druz anezhe, tout aze, evel chapeledoù aze, bezañ e vez c'hoazh ! met n'emañ ket se, (bremañ zo ur bern dour e varvont ?) hag an dour a ruilh, met pa vo marv an dour, « arri eo ar gweleoù raned ! » 2. oh, n'eus ket 'vat ! bet 'neus... te 'teus gwelet nevez zo ?
[...]
1. quand il y avait des eaux stagnantes 2. des œufs euh... 1. stagnantes... stagnantes xxx ( ?) quand tu les vois là 2. ma foi, les œufs et après on voyait les têtards venir... venir à la surface 1. tu vois les œufs de grenouilles, bien gras, tous là, comme des chapelets là, il y en a encore ! mais ce n'est pas ça, (maintenant il y a plein d'eau, ils meurent ?) et l'eau s'écoule, mais quand l'eau est stagnante, « voilà les œufs de grenouille ! » 2. oh, il n'y en a pas ! il y a... tu en as vu récemment ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 lâret 'na... lâret 'da ar batronez, « 'vo ket lâret da... da... da chaseerien société de chasse Brelevenez dont da lazhañ anezhe ! 'h an da... xxx ( ?) da gaout reoù deus Langoad », hag e oa... oblijet de dennañ warne, o vont da vezañ aksidanchoù o treuziñ an henchoù, e redent ! tout e arrient !
[...]
il avait dit... la patronne avait dit « on ne dira pas à... à... aux chasseurs de la société de chasse de Brelevenez de venir les [daims] tuer ! je vais... xxx ( ?) pour avoir ceux de Langoad », et c'était... obligé de tirer dessus, il y allait avoir des accidents en traversant la route, ils couraient ! ils venaient tous !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
🔗 ha 'deus laket Gwazhili... Gwazhiliza ! c'est le vrai nom, sur le poste c'est mis, Gwazhiliza, transformateur Gwazhiliza, evel-se, (pa vo ?) en pann, Gwazhiliza, e teufont aze da serriñ anezhañ, ah, me 'meus ket klevet komz nemet... nann... ar Groaz Iliza !
[... - ˌgwaziliˈzaˑ - ... - ... - ˌgwaziliˈzaˑ - ... ˌgwaziliˈzaˑ - ... - ... - ˌgwaziliˈzaˑ ... - ... - ... - ˌgɻwaziliˈzaˑ - ˌgɻwaˑz - iliˈzaˑ]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ma dad a oa goullet gant eu... gant tante Soaz, eu... « te eo... te 'h a d'ober le... daouze... da dek *ar... dek vloaz, zo ur plac'h bihan, Jeanine Crénan, te 'h a da... da dont... pa... pae... marraine da hennezh » « oh, me 'h a da c'horteiñ, emezañ, ken e vo daouzek ! »
[...]
mon père avait été demandé par euh... par tante Françoise, euh... « toi tu es... tu vas faire le ... douze... à dix *ar... dix ans, il y a une petite fille, Jeanine Crénan, tu vas... devenir... pa... par... marraine de celui-là » « oh, moi je vais attendre, dit-il, qu'elle est douze ans ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 ah, nann, nann, nann, nann, nann ! se an hini eo eu... ben ya ! met 'nez ket riv hein ! ni 'dez ket riv hein ! ni... ni 'da ket tan ba du-mañ ivez, ha ma 'mihemp... lâremp 'dihe riv, « xxx ( ?) er-maez, e vo tomm, e vo tomm », hein ?! gwechall e oa se hein ! gwechall 'oa ket... bremañ e vez gatet re ar reoù yaouank hein ! ya, re, ya, re ! bremañ e vezont poazh, poazh eo o c'h... o gwad, o gwad zo poazh hein !
[...]
ah, non, non, non, non, non ! c'est ça euh... ben oui ! mais on n'avait pas froid hein nous n'avions pas froid hein ! nous... nous n'avions pas de feu chez nous non plus, et si nous avions... disions que nous avions froid, « xxx ( ?) dehors, il fera chaud, il fera chaud », hein ?! autrefois c'était ça hein ! autrefois il n'y avait pas... maintenant on gâte les jeunes hein ! oui, trop, oui, trop ! maintenant ils sont cuits, leur sa... leur sang est cuit, leur sang est cuit hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 oh ! ni a oa bet... ni a oa aet da di reoù gozh... añfin, unan gozh a oa, hag eu... ma vreur o lâret dezhi « oh ! Jeanne, pa vo da frigo en pann, 'to ket nemet lâret din ha me a dey da depanniñ anezhañ », ya, pa lakee he c'hig war... war... wa... war eu... war an douar, hag e lake ur chaodron war-lein, ha se a oa he frigo, han-se... han-se hein ! se a oa... se zo arri pell zo hein ! bremañ eo arri re modern ivez, bremañ eo...
[...]
oh ! nous avions été... nous avions été chez des anciens... enfin, une ancienne que c'était, et euh... mon frère de lui dire « oh ! Jeanne, quand ton frigo sera en panne, tu n'auras qu'à me dire et moi je viendrai te le dépanner », oui, puisqu'elle mettait sa viande sur... sur... su... sur euh... par terre, et elle mettait un chaudron par-dessus, et ça c'était son frigo, donc... donc hein ! ça c'était... ça fait longtemps hein ! maintenant c'est devenu trop moderne aussi, maintenant c'est...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 Ma, alors... Mon, ac'hanta, ma mère... ma grand-mère, : « Marv eo Gwi ar Biler ! » « Oh, nann ! oh, nann ! eme Mam... eme ma vamm-gozh. Met... hidiv a vo hein ! Feiz, tremenet eo eu... karr an Ankou. » Met karr an Ankou... a oa ur c'hi hein !
[...]
Bon, alors... Maryvonne, eh bien, ma mère... ma grand-mère, : « Guy Le Biler est mort ! » « Oh, non ! oh, non ! dit Mam... dit ma grand-mère. Mais... ça sera aujourd'hui hein ! ma foi, la charrette de l'Ankou euh... est passée. » Mais la charrette de l'Ankou... c'était un chien hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 Karr an Ankou ya. Aze e oa ma mamm-gozh ba... just... ba en Kerdangi. Maman... ma... ma mamm a oa... yaouank ha 'h aen en-dro d'ar bourk, d'ar bourk. Ha setu e vo... pa oan o tont war-raok, e oa xxx ( ?) da... d'ar c'hi war-he-lerc'h... war-o-lerc'h. E-pad ma... derc'hen da vont da... ha ma mamm-gozh a oa aet da... da... da... comment ? Gwi ar Biler 'neva... a oa prest... a oa xxx ( ?) da vervel. Ha neuze emichañs e choment gant an dud d'an noz, o veilh... o veilhal eu... et... bon !
[kɛꝛˈdɑ̃ŋgi - gwiˈbiˑləꝛ]
La charrette de l'Ankou oui. Ma grand-mère était là à... juste... à Kerdangi. Maman... ma... ma mère était... jeune et je revenais au bourg, au bourg. Et voilà que... quand j'avançais, il y avait xxx ( ?)... le chien qui me suivait... les suivait. Pendant que... je continuais d'aller... et ma grand-mère était allée à... à... à... comment ? Guy Le Biler avait... était sur le point... était sur le point de mourir. Et alors bien sûr ils restaient avec les parents la nuit, le veill... le veiller euh... et... bon !
Pleudel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
🔗 « Nanañig » a vo graet, d'an hini bihan da gousket
[…]
On fera « un câlin », pour que le bébé s'endorme
dastumet gant D. Giraudon
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi (2006-07-05)
-
🔗 « Doup-ha-doup » a vo graet d'an hini bihan da gousket
[...]
on fait « hue dada ! » pour que le bébé dorme
dastumet gant D. Giraudon
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi (2006-07-05)
-
👂 🔗 ha he mamm, 'da lâret dezhi, « bremañ, ho preur-kaer... zo... intañv, ha zo ur plac'h bihan da sevel, e vo ret dac'h, ac'hanta, dimeziñ gantañ » « ah, ya... », 1933, e vije selaouet... e vamm c'hoazh kua ! diwezhatoc'h ivez !
[ˈintɑ̃w]
et sa mère, lui avait dit, « maintenant, votre beau-frère... est... veuf, et il y a une petite fille à élever, il vous faudra, eh bien, vous marier avec lui » « ah, oui... », 1933, on écoutait... encore sa mère ! plus tard aussi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel Rolland, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Lanvilin, tud bet ganet e Langoad / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 oh ! neuze, goude e vo ur pennad-mat kar me 'meus... pevar ha pevar-ugent, ha peogwir on e-sell da vont da gant... da gant vloaz, setu 'to amzer neuze !
[eˈzɛl]
oh ! alors, après alors tu auras un bon bout de temps car moi j'ai... quatre-vingts quatre, et étant donné que j'ai l'intention d'aller jusqu'à cent... à cent ans, dont tu auras encore du temps !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel Rolland, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Lanvilin, tud bet ganet e Langoad / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
🔗 hag e lâre din, ma ve an avel alese, e vo glav, ma ve an avel er c’hostez-se e vo tem... e vo tempest
[ˈte̞mpəs]
et il me disait, si le vent est de là, il pleuvra, si le vent est de ce côté-là il y aura tem... il y aura tempête
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi (2023-11-08)
-
👂 🔗 ha 'ma lâret d'an noter « me zo... 'meus graet daou goañv, emezon-me, 'rin ket tri ! me n'on ket kat da sevel ar viñs eu... emezon-me, ken ha... eu... 'h an da... 'h an da vatisañ, 'h an da c'houll ur permi da batisañ 'ba ar Roc'h » « n'out ket o vont da batisañ memes tra ! emezañ, peogwir 'teus lokaterien, ha... int yaouankoc'h evitout ! eh, ben, 'teus ket nemet reiñ koñje... dezhe, emezañ, pa vo fin o feurm, 2, 3... eu... ouai, 3, 6, 9 »
[...]
et j'avais dit au notaire « moi je suis... j'ai fait deux hivers, dis-je, je n'en ferai pas trois ! moi je ne peux plus monter l'escalier euh... dis-je, et... euh... je vais... je vais bâtir, je vais demander un permis pour bâtir à ar Roc'h » « tu ne vas quand même pas construire ! dit-il, puisque tu as des locataires, et... ils sont plus jeunes que toi ! eh, ben, tu n'as qu'à leur... donner congé, dit-il, quand leur location se terminera, 2, 3... euh... ouai, 3, 6, 9 »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 ha kar me 'mez d'ober... a-wechoù e vezan oc'h esa lenn ma... brezhoneg, met... boñ, pa 'mo graet un toullad geriennoù e vo ret din dont war-dreñv da gompren !
[...]
et car moi j'ai du mal... parfois j'essaye de lire mon... du breton, mais... bon, quand j'ai fait quelques mots je dois revenir en arrière pour comprendre !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 « koukou ! arc'hoazh emañ ma eured, c'hwi a deuy ivez ma vec'h prene... ma vec'h pedet », « oh, ya ! eme ar big, me gant ma c'hontell a droc'ho kig » « ha me, eme ar vran, a vo arri a-benn ma c'hoan » « me, eme ar pichiglaou, me gant ma beg a vesko glaou » « ha me, eme ar piñsin, a lakey ac'hanoc'h-tout da c'hoarzhin », sell aze ! n'eo ket hiroc'h evit se
[...]
« coucou ! demain c'est mon mariage, vous viendrez aussi si vous êtes achet... si vous êtes invités », « oh, oui ! dit la pie, moi, avec mon couteau, je couperai de la viande », « et moi, dit le corbeau, je serai arrivé pour le dîner », « moi, dit la mésange, moi, avec mon bec je mélangerai du charbon » « et moi, dit le pinson, je vous ferai tous rire », voilà ! ce n'est pas plus long que ça
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Ha me da chom aze gant ma fod da sellet dionti. Ur boned gant leun a... a n'onn petra, a dantelezh, neuze n'onn petra, he dent keit-se... deus he... añfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Hag e oan chomet spontet... en penn ar gwele. 'Voujen ket gant ma fodad... soub. Ha hi da... « Tosta ma flac'h bihan ! » « Ya, 'h an da vezañ debret met 'h an da vont memes tra ! » Petra a vije fourret e penn ar vugale ! Arriet e oan. Ha feiz, me... da... da xxx ( ?) ha neuze da reiñ ar pod dezhi. Ha c'hoazh e oa lâret din gant ma mamm : « Gortoz ken e vo vid ar pod ha degas da bod ganit en-dro ! ». Ha graet se.
[...]
Et moi de rester là avec mon pot la regarder. Un bonnet avec plein de... de je ne sais quoi, de dentelles, je ne sais quoi également, des dents si longues... de sa... enfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Et j'étais restée pétrifiée... au bout du lit. Je ne bougeais plus avec mon pot... de soupe. Et elle de... « Approche ma petite fille ! » « Oui, je vais me faire manger mais j'y vais quand même ! » Qu'est-ce qu'on fourrait dans la tête des enfants ! J'étais arrivée. Et ma foi, je... pour... pour xxx ( ?) et alors de lui donner le pot. Et ma mère m'avait dit également : « Attends que le pot soit vide et ramène le pot ! ». Et j'avais fait ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ha 'ma lâret dezhañ ordin, « kemer... ar pezh a vo ofret dit da gentañ, forzh petra a vo, kemer anezhañ ! » voilà ! hag evel-se emañ 'ba ul laboratwar en... en Roazhon, met n'eo ket paeet kalz an dud, met hennezh n'eo ket o klask war an arc'hant emañ, klask bezañ evurus
[ˈɻaˑõn]
et je lui avais toujours dit, « prends... d'abord ce qui te sera offert, quel qu'il soit, prends-le ! » voilà ! et donc il est dans un laboratoire à... à Rennes, mais les gens ne sont pas payés chers, mais lui ce n'est pas l'argent qu'il recherche, [c'est de] chercher à être heureux
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 ah, nann, nann ! 'oan ket boutet er-maez, nann, nann, nann ! aet e oan a-raok, parce q... rak-kar goût a ouien, bemdez en ur sevel e lâren « me 'chomin ket... 'vo ket... 'vo ket se e-pad ma buhez »
[...]
ah, non, non ! je n'avais pas été mise dehors, non, non, non ! j'étais partie, parce q... car je savais, je me disais tous les jours en me levant, « moi je ne resterai pas... ce ne sera pas... ça ne sera pas ça toute ma vie »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51