Klask
« war-benn »
Frazennoù kavet : 72
-
👂 🔗 Ha... e c'hoar a oa oc'h esa... Gant e... gant e c'hoar e oa o terc'hen menaj. Hag e c'hoar a oa aet da gerc'hat ur bannac'h chistr. Pa vije graet an afer e vije evet ur bannac'h chistr kwa, ha kaozeet un tamm, graet ur gontadenn, evet... ur bannac'h kafe, evel e vije kwa ! Hag aet da gerc'hat div voutailhad chistr. Hag e oa Soaig gant e varc'h, egile a oa o terc'hen e gazeg moarvat. Hag e oa... Hag e oa Soaig gant he div voutailhad chistr. « Ale ! Soaig ! Ale ! Ale ! Ale ! Tchiii ! Tchiii ! » emezi, ha « Tchiii ! » hag e derc'he da lâret da lakat ar marc'h da vont war-benn. « Tchiii ! » emezi. « Aet eo e-barzh ! »... torret he div voutailhad chistr !
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈtʃiː ˈtʃiː me̞j - a ˈtʃiː - ... - ... - ...]
Et... sa sœur essayait... avec sa... il tenait la ferme avec sa soeur. Et sa sœur était allée chercher du cidre. Quand on faisait affaire on buvait du cidre quoi, et on parlait un peu, on disait une histoire, on buvait... un café, comme c'était quoi ! Et elle était allée chercher deux bouteilles de cidre. Soaig était avec son étalon, l'autre tenait sa jument. Et elle était... Et Soaig [la sœur plutôt] avait les deux bouteilles de cidre. « Allez ! Soaig ! Allez ! Allez ! Allez ! Tchiii ! Tchiii ! » disait-elle, et « Tchiii ! », et elle continuait de dire pour que l'étalon monte dessus. « Tchiii ! » qu'elle disait. « Il est rentré ! »... elle avait cassé ses deux bouteilles de cidre !
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'h aen d'an Enez Maodez, pa chomen... pa chomen du-hont, ur sizhunvezh pe evel-se, 'h aen da gentañ... 'h aen... 'h aen ar mare a-raok, da Borzh ar Chadenn aze, gant... gant... gant ur sac'h, da dibab eu... brini... brinig, brinig machin evel-se, hag e digogen anezhe, 'ba an Enez Maodez war... war an daol, ha goude war... war ham... hamesonioù... bras evel-se, gant... gant... ur machin da dont en-dro war-benn aze, goût a ouzout, lec'h e lakeez da... da... da linenn, e lakeen teir brinigenn evel-se war an hameçon, ha out sur 'tije silioù... an deiz war-lerc'h, war da hameç... war da li... war da linenn, war da linenn hañ !
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - bɔꝛˈʃɑˑdən - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde] Pleuvihan
quand j'allais à an Enez Maodez, quand je restais... quand je restais là-bas, une semaine et quelque, j'allais au début... j'allais... j'allais à la marée d'avant, à Porzh ar Chadenn là, avec... avec... avec un sac, pour ramasser euh... des berni... des berniques, des berniques machins comme ça, et je les défaisais, à an Enez Maodez sur... sur la table, et après sur... sur des ham... hameçons... grands comme ça, avec... avec... un machin pour revenir en haut comme ça, tu sais, là où tu mets ta... ta... ta ligne, je mettais trois berniques comme ça sur l'hameçon, et tu sûr que tu avais des congres... le lendemain, sur ton hameç... sur ta li... sur ta ligne, sur ta ligne hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Hag an deiz war-lerc'h e arriemp adarre da droc'hañ, da droc'hañ hag e vije... hag e vije dizamarret ar bern, ha lakeet goemon war-benn adarre. Ha... ha... ha pa vije... fin ar ma... ar ma... ar... ar morad, e chomemp war ar bern, pa arrie ar mor dindan. Ha gant... gant perchoù, gant perchoù hag ur beg houarn, ur beg houarn poner, da derc'hen beg... beg ar berchenn, 'ba foñs ar mor. E vije... e vije boutet war ar bern, e vije boutet war ar bern.
[...]
Et le lendemain nous allions de nouveau couper, couper et on... désamarrait le tas, et on mettait du goémon par-dessus de nouveau. Et... et... et quand c'était... la fin de la ma... de la ma... la... de la marée, nous restions sur le tas, quand la mer arrivait en-dessous. Et avec... avec des perches, avec des perches et un bout en fer, un bout en fer lourd, pour tenir le bout... le bout de la perche, au fond de la mer. On... on poussait le tas, on poussait le tas.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Ha... ha petra 'namp graet nemet... mont... mont... mont... mont e-mesk ar strud hag e-mesk al lann evel-se. An Almanted 'na graet ur plas, ur plas d'ober... ur fon... un fondamant simant. Evit... evit... evit komañs... batisañ ur bloko... ur blokoz, beton, war-benn. Ha ni o welet e oa ur c'hloc'h, « daonet e vin ! Emezon-me, Saint Maudez, oh, ma Doue ! » « hennezh eo... eme... eme ma vreur », 'na lâret din, ha da ma c'hoar, ma... ma c'hoar a oa ganimp ivez, ya, da brepariñ boued dimp. « Eo... eo... eo kloc'h an Enez Maodez ! » Ha... ha 'dant graet eu... ur machin koad, evel... evel eu... evel ur si... evel ur siminal aze. Hag un toenn warnañ ha lakeet ar c'hloc'h.
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et... qu'avions-nous fait mais... aller... aller... aller... aller dans les ronces et les ajoncs comme ça. Les Allemands avaient fait un emplacement, un endroit pour faire... une fon... une fondation en ciment. Pour... pour... pour commencer... à bâtir un blockha... un blockhaus, en béton, par-dessus. Et nous de voir une cloche, « que je sois damné ! dis-je, Saint Maudez, oh, mon Dieu! » « ça c'est... dit... dit mon frère », il m'avait dit, et à ma soeur, ma... ma sœur était avec nous, oui, pour nous préparer à manger. « C'est... c'est... c'est la cloche de an Enez Maodez ! » Et... et ils avaient fait euh... un machin en bois, comme... comme euh... comme une che... comme une cheminée là. Et un toit dessus pour mettre la cloche.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Boched an Enez Koad amañ, a oa bet 'ba an Enez Maodez, ha... hag e oamp-ni 'ba an Enez Maodez ivez o labourat an deiz-se. O hadañ ed, o hadañ... tri bevar barkad ed, 'damp... 'damp d'ober, ma vr... ma vreur ha me. Hag e oa... ur semoir ha daou a gezeg ganimp. Peogwir e renkemp hadañ gant ar semoir. Ha goude e renkemp kleudat, war... war-benn... gant an o... gant an ogejoù. Gant an ogejoù. Hag eu... petra... e oant o vont da lâret dit 'ta ? 'Meus ket soñj... petra e oan o vont da... ya ! eu...
[ˌneˑnəsˈkwat - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Les Boches de an Enez Koad ici, étaient allés à an Enez Maodez, et... et nous étions à an Enez Maodez aussi en train de travailler. En train de semer du blé, en train de semer... trois ou quatre champs de blé, que nous avions... que nous avions à faire, mon fr... mon frère et moi. Et nous avions... un semoir et deux chevaux. Puisque nous devions semer avec le semoir. Et après nous devions herser, par... par-dessus... avec la he... avec la herse. Avec la herse. Et euh... qu'... allais-je te dire donc ? Je ne me rappelle pas... ce que j'allais... oui ! euh...
Lezardrev / Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 amañ e oa pave, pa oan arri, pave, pave bras aze 'ba an ti, neuze e oa graet simant warnañ goude, pa oan arri aze, ha feiz goude neuze zo bet graet karlaj war-benn c'hoazh, tri gwiskad ha yen bepred !
[...]
ici il y avait des pavés, quand je suis arrivée, des pavés, de grands pavés là dans la maison, après on avait fait du ciment dessus, quand j'étais arrivée là, et ma foi après alors on a fait du carrelage par-dessus encore, trois couches et c'est toujours froid !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 ya, ya, ya ! aze e renke bezañ un tamm menaj ivez ya, Kroaz Skarbelleg, hennezh zo a-gostez da... da... da... da... da... petra a vez graet deus se ? oh, bah ! Kerizelañ eo aze, Ker... Ker... Kerizelañ ya, ar Groaz Skarbelleg war-benn a-hont ya
[ja ja ja - ... - ˌkɻwaskaɻˈbe̞lˑək - ... - ... - ... - ... - ˌke̞ɻiˈze̞lˑɑ̃ ... - ... - ... - ˌke̞ɻiˈze̞lˑɑ̃ ja - ˌgɻwaskaˈbe̞lˑe̞g ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-14)
-
👂 🔗 goude e oa graet un hent war-benn... war-benn ar garierenn, ya, d'arriout d'ar Porzh Kozh ha...
[... - ... - ja - ... ˌpɔꝛs ˈkoːz a]
Prad
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Lann ar Roz, aze eo Lann ar Roz eo... eo... le...pPenn... zo penn-war-benn gant... Penn al Lann, amañ, tostoc'h da... dimp kwa !
[ˌlɑ̃n ˈɹoˑs - ... ˌlɑ̃n ˈɹoˑs ... - ... - ... ˌpe̞n ˈlɑ̃n - ... - ...]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 damen e vo ! eñ 'na graet pennbouzell gant ar moto, hag e oa renket degas ar moto all din, ha... ha me... ha demarret ha tout, ha fidedoue neuze e oa lâret din gant... gant al lutanant mont war-benn, ha me... o vont en-dro, entre les bidons aze evel-se, impeccable, bet ma bermi ganin en taol kentañ, eu... egile a oa sot
[ˈdɑ̃mən ə vo - ˈẽ na ˌgwɛt pe̞nˈbuˑəl gɑ̃n ə ˈmoto - a wa ˈɹɛŋkə ˈdɛs ˌmoto ˈɑl ˌdĩ - a a ˈme - a deˈmɑɹəd a ˈtut - a ˌfidəˈduˑe ˌnœˑe wa ˌlɑˑɹ ˈdĩ gɑ̃n - gɑ̃n ə lyˈtɑ̃ːnən ˌmɔ̃n waɹˈbe̞n - a ˈme - ˌvɔ̃n ˈdɾoˑ - ... ˌɑˑe ˌse - ... - ˌbe mə ˈbɛɹmi gəˈnĩ ˌtol ˈkentɑ̃ - ə - eˈgiːle wa ˈzoːt]
damnation ! il avait chuté avec la moto, et il avait fallu m'amener l'autre moto, et... et moi... et [je l'avais] démarré et tout, et bon sang alors le lieutenant m'avait dit... de monter dessus, et moi... de circuler, entre les bidons là comme ça, impeccable, [javais] eu mon permi du premier coup, euh... l'autre était fou
Gant : Jañ Nikolaz, ganet e 1932 e Tonkedeg, o chom e Bear (Trezelan), marvet e 2023, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met feiz, aet eo a-raok ha lesket e draoù war-e-lerc'h, n'eomp ket nemet gant un tamm... c'hwec'h plan... planken a-raokañ, pa vez laket unan 'ba ar foñs ha daou... hag unan war-benn ha mat ! n'eomp ket tout nemet evel-se, kaer e vefomp 'ba... kaout ur bern... leve
[mɛ ˌfe - ˌe̞d e̞ ˌɹo̞ˑg a ˈlɛskəd i ˈdɾɛw waꝛ i ˈlɛx - ˌnɑ̃m kə ˌmɛ gɑ̃n ˌtɑ̃m - hwɛx ˈplɑ̃ŋ - ˈplɑ̃ŋkən ˌɹo̞kɑ̃ - pe ve ˈlɑkə ˈyˑn ba ˈvɔ̃ˑz a ˈdɔw - a ˈyˑn waꝛˈbe̞n a ˈmɑːt - ˌne̞m kə ˈtud ˌmɛ vəˌse̞ - ˈkɛːꝛ vɔ̃m ba - ˌkɑˑd ˌbɛꝛn - ˈlœːve]
mais ma foi, il est décédé et il a laissé son patrimoine derrière lui, nous ne partons qu'avec un peu... six plan... planches, puisqu'on en met une au fond et deux... et une sur le dessus et ça suffit ! nous ne partons que comme ça, nous aurons beau être... avoir beaucoup de... biens
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. amañ e oant arri goude, un otokarr a oa gante, ma dad a oa savet da beder eur deus ar beure, e oa aet da welet petra a oa ar c'ham... ar c'hamion a oa oc'h ober trafik ti... 'ba ar gomanant all, d'ar c'houlz-se e vije graet trafik, kerc'hat moc'h, kerc'hat traoù... ravitaillement, patrioted a deue da ravitaillement, met (an dro-se e oa?)... 'na gwelet, pa 'na gwelet petra e oa, un otokarr hag eu... ur boch war e c'henoù gant ur mitralheuz war-benn, e oa deut en-dro, deus a-drek, a-benn neuze e oa tout ar moc'h er-maez amañ partout o redek 'ba ar porzh, affolement, plantet ur bailhonetez 'ba e wele a oa 'ba ar c'horn aze 2. ur gwele-kloz a vije d'ar c'houlz-se 1. partout peogwir e oa tomm ar gwele te ! ha goude tapet krog 'ba ma blev, trizek vloaz, 44, août 44, juillet, hag eu... savet ac'hanon ma sav 'ba ma wele goude, neuze tapet krog 'ba ar bisikled, nevez, bisikled plac'h, hag o vont a-raok ganti, ha ma vamm deut er-maez ar gwele o tapet krog 'ba ar visikled, unan krog a-bep-tu, gwelet a ran anezhi c'hoazh e-se, « honnezh zo din ! honnezh zo din ! » a derc'he da lâret dezhe, ken fonnus all 'na bet un tenn, ha 'na laosket ar bisikled adarre
1. [ˌɑ̃mɑ̃ wɑ̃ɲ ˌɑj ˈguːde - notoˈkɑɹ wa ˌgɑ̃te̞ - mə ˈdɑˑd wa ˈzɑwəd də beˈdɛˑɹəɹ dœz ˈbœːɹe - wa ˌɛt tə ˈwe̞ˑlət ˌpɹɑ wa hɑ̃ hɑ̃ˈmiˑɔ̃n wa ˌhoˑɹ tɹaˌfik ti - ba go̞ˌmɑ̃ˑnən ˈɑl - də ˈhuls se ˌviʒe ˌgwɛt tɹaˈfik - ˌkɛɹhə ˈmox - ˌkɛɹhət ˈtɾɛw ... - patɹiˈotəd de da ... - mɛ ˌndɾo se wa - na ˌgwe̞ˑlət - pa na ˌgwe̞ˑlət ˌpɹɑ wa - notoˈkɑɹ ag ə - ə ˈbɔʃ waɹ i ˈheːno gɑ̃n ə mitɹaˈjøz waɹˈbe̞n - wa ˌdœ nˈdɾo - dœz ˈdɾek - ˌbe̞n ˈnœhe wa tud ˈmox ˌme̞ˑz ˌɑ̃mɑ̃ paɹˈtut - ˈɹeːdɛg bah ˈpɔɹs - ... - ˈplɑ̃ntəd bajoˈnɛtəz ba i ˈweːle wa bah ˈhɔɹn ˌɑhe̞] 2. [ˌgweˑle ˈkloːz ˌviʒe də ˈhuls se] 1. [parˌtut py wa ˌto̞m ˈgweːle te - a ˌguˑde ˌtɑpə ˈkɹɔˑg ba mə ˈblɛw - tɾiˈzɛgla - ... - ag ə ˈzɑwəd ɑ̃w mə ˈzɑˑ ba mə ˈweːle - ˌguˑde nœɲ ˈlɔskəd ɑ̃w - a ˌnœˑe nœɲ ˌtɑpə ˈkɹo̞ˑg ba bisiˈklɛt - ˈnewe - bisiˌklɛt ˈplɑx - a ˌvɔ̃n ˈɹo̞ˑg gɑ̃ti a mə ˈvɑ̃m dœd ˌme̞ˑs ˈgweːle - ˌtɑpə ˈkɹo̞ˑg ba visiˈklɛt - ˈyˑn ˌkɹo̞ˑg bop ˈtyˑ - ˌgwe̞ˑl ə ɹɑ̃ ˈne̞j ˌhwɑs eˈse - ˌhɔ̃ˑs so ˈdĩ ˌhɔ̃ˑs so ˈdĩ - ˌdɛɹhɛ də ˌlɑˑɹ ˈde̞ - ken ˌvɔ̃nyzˈɑl na ˌbe ˈntɛn - a na ˈlɔskəd bisiˈklɛt ˌdɑˑe]
1. ils [soldats allemands] étaient arrivés ici après, ils avaient un car, mon père s'était levé à quatre heures du matin, il était allé voir ce que c'était que ce cam... ce camion qui faisait du trafic chez... dans l'autre ferme, à cette époque-là on faisait du trafic, aller chercher des cochons, aller chercher des choses... du ravitaillement, les patriotes venaient au ravitaillement, mais (cette fois-là c'était ?)... il avait vu, quand il avait vu ce que c'était, un car et euh... un boche à plat-ventre avec une mitrailleuse sur le dessus, il était revenu, de derrière, pour alors il y avait tous les cochons dehors ici partout en train de courir dans la cour, affolement, une baïonnette fut plantée dans son lit qui était dans le coin là 2. un lit-clos que c'était à cette époque-là 1. partout puisque le lit était chaud pardi ! et après ils m'ont attrapé par les cheveux, treize ans, 44, août 44, juillet, et euh... ils m'ont levé dans mon lit après, alors ils ont pris la bicyclette, neuve, une bicyclette de femme, et ils partaient avec, et ma mère qui était sortie du lit avait attrapé la bicyclette, un la tenant de chaque côté, je la vois encore, « elle est à moi ! elle est à moi ! » qu'elle continuait de leur dire, aussi vite elle aurait pris un tir, et elle avait laissé la bicyclette de nouveau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.
– Madelen Morvan, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e vije graet c'hweskennou ed, peogwir e vije graet eu... ur c'hevre, gant un tamm... ed, (d'ar c'hi ?) ha neuze e raes eu... (ur c'hra ?) da kouezhañ, ha hennezh a lakez war an douar, ha pa vije troc'het an ed e lakes... da ed evel-se e-barzh, 'ba eñ... (ar c'hra ?)-se, ha goude, e serres anezhañ, hag e raes (ur c'hra ?) all war-benn abalamour d'an ed da chom... 'ba ar memes pezh tout
[gweˈʒɑl ˌviˑʒe ˌgwe̞ hwɛsˈkeno ˈeˑt - pyˈgyˑꝛ ˌviˑʒe ˌgwe̞d ə - ˈhɛꝛve - gɑ̃n ˌtɑ̃m - ˈeˑt - də ˈhiˑ a ˌnœhe ɣe̞z ə - ə ˈχɑˑ də ˌkweˑɑ̃ - a ˌhẽˑz ˈlɑke̞z waꝛ ˈnduˑaꝛ - a pe ˌviˑʒe ˈtɣɔhə ˈneˑd ˌlɑke̞s - də ˈheˑd veˌse ˈbɑꝛs - bah ẽ ˈχɑˑ ze - a ˌguˑde - ˈzɛɣe̞z ˌneˑɑ̃ - a ˈɣe̞z ə ˌχɑ ˈɑl waꝛˈbe̞n bɑ̃m tə ˈneˑt tə ˌʃo̞m - ba ˈmo̞məs ˈpeˑs tut]
autrefois on faisait des fascines de blé, puisqu'on faisait euh... un lien, avec une peu... de blé, xxx ( ?) et alors tu faisais euh... xxx ( ???) en tombant, et celui-là tu le mettais par terre, et quand on coupait le blé on mettait... ton blé comme ça dedans, dans celui... ce xxx ( ???)-là, et après, on le fermait, et tu faisais un autre xxx ( ?) par-dessus afin que le blé reste... d'un seul tenant
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. ma 'teus eu... un dra bennaket da-heul hañ ! kar gant patatez e-unan eu... met gwechall pa vije poazhet... pa vije poazhet boued d'ar moc'h, e vije laket ar patatez war-benn, pa vije laket beterabez da gentañ, goude e vije laket irvin ha goude e vijent laket 2. evel 'ba ar (chaodierenn ?) ya 1. 'ba ar (chaodierenn ?), xxx ( ?) a debre ar patatez diwar... diwar-benn 2. me 'meus bet graet c'hoazh, me 'meus bet graet c'hoazh, 'ba tout ar menajoù e vije graet se ya 1. ya, met e vije... pas (pato pred ?) gante met kement ha... 2. met eñ a vije mat 1. eñ a vije mat 2. (prepariñ ?) ya 1. ar re-se a oa natur, goude 'vije ket 'met beterabez ha... hag irvin gante, ha neuze e vije... e vije laket ar patatez war-benn
1. [ma tøz ə - ndɾa bəˈnɑkəd dəˈhœːl ɑ̃ kaɹ gɑ̃n paˈtɑːz iˈhyːn ə - mɛ gweˈʒɑl pe viʒe ˈpwɑˑhə - pe viʒe ˈpwɑˑhə ˈbwet tə ˈmox - viʒe ˈlɑkə paˈtɑːz waɹˈbe̞n - pe viʒe ˈlɑkə beˈtɾɑːbəz də ˈgentɑ̃ - ˈguːde viʒe ˈlɑkəd ˈiɹwin a ˈguːde viʒɛɲ ˈlɑkət] 2. [we̞l ba ʃoˈdjɛːɹən ja] 1. [ba ʃoˈdjɛːɹən - ? ˈdɛːbɛ paˈtɑːz ˈdiwaɹ ˌdiwaɹ ˈbe̞n] 2. [ˈme møz be gɛd hwas - ˈme møz be gɛd hwas - bah tud meˈnɑːʒo viʒe gɛd ze ja] 1. [ja - mɛd viʒe - pas ˌpɑto ˈpɾet kɑ̃te̞ mɛ ˈkemta] 2. [mɛ ˈẽ viʃe ˈmɑːt] 1. [ˈẽ viʒe ˈmɑːt] 2. [pʁeˈpɑˑĩ ja] 1. [ɹee wa ˈnɑtyɹ - gu viˌʒe kə mɛt beˈtɾɑːbəz a - a ˈiɹvin gɑ̃nte̞ - a ˈnœe viʒe - viʒe ˈlɑkə paˈtɑːz waɹˈbe̞n]
1. si tu as euh... quelque chose pour accompagner [les patates] hein ! car avec des patates toutes seules euh... mais autrefois quand on cuisait... quand on cuisait la nourriture des cochons, on mettait les patates sur le dessus, quand on mettait les betteraves d'abord, après on mettait des navets et après on les mettait 2. comme dans le (chaudron ?) oui 1. dans le (chaudron ?), xxx( ?) mangaient les patates sur... sur le dessus 2. moi j'ai déjà fait ça, moi j'ai déjà fait ça, dans toutes les fermes on faisait ça oui 1. oui, mais il y avait... pas des (patates de repas ?) pour eux tant qu'à... 2. mais ça c'était bon 1. c'était bon 2. (préparer ?) oui 1. ceux-là étaient natures, après il n'y avait que des betteraves et... et des navets avec, et aussi il y avait... avait des patates par-dessus
???
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
🔗 ar marc'h war-benn, tapet e oa
[mɑʁh waʁ'bɛn 'tɑpə wa]
l'étalon dessus, elle [jument] était prise [saillie]
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur groustenn war-benn
[ə 'gɾustən waɹ'bɛn]
une croûte en surface [cidre]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh a vije ret eu... evit esa divachinañ anezhañ, meskañ anezhañ pa vije glav oc'h ober, meskañ ya, gant tramailhoù pe gant an diaoul pe evel a vije kwa, hag ec'h arrie... arrie da darzhañ ha neuze ne laboure ket eu... evel-se e oa ur chapeled... ya, dezhe... dezhe da... ma arrie tost war-benn, goude ma vijent mesket gant glav ec'h arrient da... da... da... dislivat ha da disiritañ evel e vez lâret kwa
[hẽ̞:z viʒe ɹɛd ə wid ’hɛsa diva’ʃi:nɑ̃ neɑ̃ ’meskɑ̃ neɑ̃ pe viʒe glɑw ho̞:ɹ ’meskɑ̃ ja gɑ̃n tɾɑ̃’mɑjo pe gɑ̃n djo̞wl pe wɛl viʒe kwa ag ə ’hɑje ’hɑje də ’dɑɹʃɑ̃ a ’nœ:he labu’ɹekəd ə və’se wa ʃa’pe:lət ja dɛ: dɛ: də ma ’hɑjɛ tɔst waɹ’bɛn ’gu:de ma viʒɛɲ ’meskəd gɑ̃n glɑw a ’hɑjɛɲ də də də diz’liwəd a də disi’ɾitɑ̃ wɛl ve lɑ:t kwa]
celui-là il fallait euh... pour essayer de le supprimer, le mélanger quand il pleuvait, mélanger oui, avec des herses ou le roto ou comme c'était quoi, et il arrivait... arrivait à exploser et alors il ne poussait pas euh... c'était comme ça un chapelet... oui, afin... afin qu'ils... s'il arrivait près de la surface, après si on les mélangeait avec la pluie, ils se décoloraient et ils dégénéraient comme on dit quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war... war... war-benn eo gleb met... met an dour n'eo ket aet don c'hoazh
[waɹ waɹ waɹbɛn he̞ glep mɛ mɛ ndu:ɹ ne̞ kəd ɛd dɔ̃:n hwɑs]
en... en... en surface c'est mouillé mais... mais l'eau n'est pas encore allée très profondément
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket nemet... met aze e oa kenkailhiri e-barzh, ya, sell ar réveil bihan-se a oa prenet deus ac'hane, e oa ar sort-se met eñ n'a ket ken en-dro, an hini zo aze war-benn ar bañdulenn
[wa kə mɛ mɛ ’ɑ:he wa kɛ̃ŋka’ji:ɾi baʁs ja sɛl ʁevɛj ’bi:ən se wa ’pɾe:nəd des ’hɑ̃:ne wa ’sɔʁse mɛ hẽ̞: na kə ken ndɾo n:i zo ’ɑ:he waʁ bɛn bɑ̃’dy:lən]
il n'y avait que... mais là il y avait quincaillerie dedans, oui, regarde ce petit réveil-là, il avait été acheté de là-bas, il y avait ce genre de choses, mais il ne fonctionne plus, celui qui est au-dessus de la pendule
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an dour a deue war-benn
[ən du:ɹ dɛ waɹ'bɛn]
l'eau venait du dessus [roue de moulin]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi