Frazenn n° 52908
-
👂 🔗 ac'hanta ya, goude Gweryann emañ, hag evit chom 'ba Treglañviz ma kerez eu... Kre... ma derc'hez da vont, 'h arriez 'ba Krec'h ar Maout, Crec'h ar Maout zo laket amañ, Krec'h ar Maout, Krec'h, Krec'h eo Krec'h kwa, n'eo ket lein ar maout ivez, ma vefe bet kentoc'h lein... n'eo ket lein ar viketenn ivez, eñ a oa o chom 'ba Krec'h ar Maout, Krec'h, Krec'h, Krec'h ya
[ˌhɑ̃nta ja - ˌguˑde gwɛɹˈjɑ̃n mɑ̃ - a wi ˌʃo̞m ba tɹeˈglɑ̃ːvis me ˌkeˑɹez ə -ˈkwe - ma ˌdɛɹhe̞z ˌvɔ̃n - ˌhɑjez bah ˌkwexˈmo̞wt - ... zo ˈlɑkəd ˌɑ̃mɑ̃ - ˌkɹe̞xˈmo̞wt - ˌkɹe̞x - ˌkɹe̞x he̞ ˈkwex kwa - ˌne̞ kə lɛɲˈmo̞wd ˌiˑe - ma vefe ˌbe ˈkentɔx ˌlɛɲ - ˌne̞ kə lɛɲ viˈkɛtən ˌiˑe - ˌhẽˑ wa ˌʃo̞m bah ˌkwex ˈmo̞wt - ˈkwex - ˈkwex - ˈkwex ja]
eh bien oui, après se trouve Gweryann, et pour rester à Treglañviz si tu veux euh... Kre... si tu continues d'aller, tu arrives à Krec'h ar Maout, Crec'h ar Maout qui est mis ici, Krec'h ar Maout, Krec'h, Krec'h c'est Krec'h quoi, ce n'est pas le haut du bélier non plus, si ça avait été plutôt le haut de... ce n'est pas le haut de la biquette non plus, il habitait à Krec'h ar Maout, Krec'h, Krec'h, Krec'h oui
Treglañviz
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi