Frazenn n° 65353
-
👂 🔗 (T. : ul labour skoemp !) ah ya, skoemp ? ya daonet ! neuze e vije ezhomm da galkuliñ pelec'h e oa ar fil ha tout, ar gwashañ eo pa gouezhe war ur skoulm eu... neuze eu... a-wechoù 'h ae an heskenn a-dreuz, hag e vije an hanter muioc'h a labour goude, e renkes eu... rapañ anezhi ha tout, ho ! ya, mizer !
[a ˌjɑ - skwe̞m ja ˈdɑ̃wnə - ˌnœˑe ˌviʒe ˈem də galˈkylĩ ˌple̞x wa ˈfiːl a ˌtut - ˈgwɑsɑ̃ e̞ pe ˈgweˑe waʁ ˈskuʁm ə - ˌnœhe ə - ˈweːʒo he ˈneskən ˌdʁœˑs - a ˌviʒe ˌnɑ̃təʁ ˌmyˑɔh ˈlɑːbuɹ ˌguˑde - ˌʁɛke̞z ə - ˈɹɑpɑ̃ ˌne̞j a ˌtut - ho - ˌjɑ - ˈmiːzəɹ]
(T. : un travail délicat !) ah oui, délicat ? dame oui ! alors il fallait calculer où était le fil et tout, le pire c'est quand on tombait sur un noeud euh... alors euh... parfois la scie allait de travers, et il y avait deux fois plus de travail après, tu devais euh... la râper et tout, ho ! oui, la galère !
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi