Frazenn n° 67727
-
👂 🔗 aze 'meus derc'het soñj, pa 'h aen da gerc'hat anezhi, ur wech e oan bet gant erc'h, 'oan ket kat da dont d'ar gêr, daon ! ha bepred xxx ( ?) derc'hen da vont, arriet 'ba Bulad du-hont paotr kaezh ! o tont d'ar gêr en-dro da... arri kazi ur metr erc'h, 'oan ket kat da sevel ar c'hra, gant ur c'hatrel e oan d'ar c'houlz-se, menaj ebet neblec'h ebet ha fidedoue amañ bepred xxx ( ?), « 'h an da gousket 'ba an oto evit an noz sur a-walc'h, oh la la la la ! », xxx ( ?) pe teir pe ar bedervet gwech 'ma gallet dont... sevel ar c'hra, ouf !
[ˌɑhe møz ˈdɛɹhɛd ˈʒɔ̃ˑʃ - pe hɛn də ˈgɛɹhəd ˌne̞j - ˈweʒ wɑ̃n bed gɑ̃n ˈɛɹx - ˌwɑ̃n kə ˌkɑd dɔ̃n ˈge̞ːɹ - dɑ̃w a ˌbopə ? ˌdɛɹhɛn də ˌvɔ̃n - ˌɑjəd bah ˈbyːlad ˌdyˑɔ̃n po̞tˈkɛːs - ˌtɔ̃n də ˈge̞ˑɹ ˌdɹo də - ˈɑj ˌkɑhe ˈmɛd ɛɹx - ˌwɑ̃ kə ˌkɑt tə ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - gɑ̃n haˌtɹɛl wɑ̃n də ˈhulsˑe - ˈmeːnəʒ ˌbe niˈble̞x eˌbe a fidəˈduˑe ˌɑ̃mɑ̃ ˈbopət ? - hɑ̃ də ˈguskət bah ˈnoto wi ˈnõˑs syɹˈwɑx - o la la la la - ? pe ˈtɛˑɹ pe ˌbedɛɹˈvet kweʃ ma ˌgɑlə ˌdɔ̃n - ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - uf]
là je me souviens, quand j'allais la chercher, une fois j'étais allé sous la neige, je ne pouvais pas rentrer à la maison, damnation ! et toujours xxx ( ?) continuer d'avancer, arrivés à Bulad là-bas mon gars, revenant à la maison... il y avait presque un mètre de neige de tombé, j'étais incapable de monter la côte, j'avais une quatre-ailes à cette époque-là, aucune ferme nulle part et bon sang ! ici toujours xxx ( ?), « je vais dormir dans la voiture cette nuit sans doute, oh là là là là ! », xxx ( ?) ou la troisième ou la quatrième fois j'avais pu venir... monter la côte, ouf !
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An amzer > An amzer fall > An erc'h > Pegement