Temoù
Pegement
-
🔗 me 'meus bet gwelet ti Lagadou du-hont, un tamm mat a erc'h war an douar, tan 'ba 'r siminal ha digor an nor
[me møz be gwɛld ti laga’du 'dyən ˌtɑ̃ma'dɛrh warn 'duar tɑ̃:n bah ʃi'mi:nəl a 'diɔr no:r]
j'ai vu chez Lagadou là-bas, un belle quantité de neige par terre, du feu dans la cheminée, et la porte ouverte
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un tamm brav a vez
[ntɑ̃m bʁɑw ve]
il y en a une belle quantité [de neige]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha du-hont eu... ar bloaz-se e oa... en quarante, e oa deut goañv abred-abred, a-benn deizioù... deizioù kentañ eu... miz here, miz octobre, e oa... un hanter metr erc'h war an douar
[a ’dy:ɔ̃n ə ’blɑs:e wa - ... - wa dœd ’gu:ɑ̃ a’bɹe:d a’bɹe:t - be̞n ’dejo ’dejo ’kentã ə - miz ’he:ʁe kwa miz ɔktɔbʁ - wa - ˌnɑ̃ntəɾmɛ’dɛh waɹn ’du:aɹ]
et là-bas euh... cette année-là il y avait... en quarante, l'hiver était venu très tôt, pour les premiers jours... jours du mois d'octobre, mois d'octobre, il y avait un demi-mètre de neige au sol
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze 'meus derc'het soñj, pa 'h aen da gerc'hat anezhi, ur wech e oan bet gant erc'h, 'oan ket kat da dont d'ar gêr, daon ! ha bepred xxx ( ?) derc'hen da vont, arriet 'ba Bulad du-hont paotr kaezh ! o tont d'ar gêr en-dro da... arri kazi ur metr erc'h, 'oan ket kat da sevel ar c'hra, gant ur c'hatrel e oan d'ar c'houlz-se, menaj ebet neblec'h ebet ha fidedoue amañ bepred xxx ( ?), « 'h an da gousket 'ba an oto evit an noz sur a-walc'h, oh la la la la ! », xxx ( ?) pe teir pe ar bedervet gwech 'ma gallet dont... sevel ar c'hra, ouf !
[ˌɑhe møz ˈdɛɹhɛd ˈʒɔ̃ˑʃ - pe hɛn də ˈgɛɹhəd ˌne̞j - ˈweʒ wɑ̃n bed gɑ̃n ˈɛɹx - ˌwɑ̃n kə ˌkɑd dɔ̃n ˈge̞ːɹ - dɑ̃w a ˌbopə ? ˌdɛɹhɛn də ˌvɔ̃n - ˌɑjəd bah ˈbyːlad ˌdyˑɔ̃n po̞tˈkɛːs - ˌtɔ̃n də ˈge̞ˑɹ ˌdɹo də - ˈɑj ˌkɑhe ˈmɛd ɛɹx - ˌwɑ̃ kə ˌkɑt tə ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - gɑ̃n haˌtɹɛl wɑ̃n də ˈhulsˑe - ˈmeːnəʒ ˌbe niˈble̞x eˌbe a fidəˈduˑe ˌɑ̃mɑ̃ ˈbopət ? - hɑ̃ də ˈguskət bah ˈnoto wi ˈnõˑs syɹˈwɑx - o la la la la - ? pe ˈtɛˑɹ pe ˌbedɛɹˈvet kweʃ ma ˌgɑlə ˌdɔ̃n - ˈzeːvəl ˈhɹɑˑ - uf]
là je me souviens, quand j'allais la chercher, une fois j'étais allé sous la neige, je ne pouvais pas rentrer à la maison, damnation ! et toujours xxx ( ?) continuer d'avancer, arrivés à Bulad là-bas mon gars, revenant à la maison... il y avait presque un mètre de neige de tombé, j'étais incapable de monter la côte, j'avais une quatre-ailes à cette époque-là, aucune ferme nulle part et bon sang ! ici toujours xxx ( ?), « je vais dormir dans la voiture cette nuit sans doute, oh là là là là ! », xxx ( ?) ou la troisième ou la quatrième fois j'avais pu venir... monter la côte, ouf !
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi