Frazenn n° 71713
-
👂 🔗 nant fortifiet ar C'hastell... ar C'hastell ar Yar, hag ar C'hastell ar C'hog ivez, ar C'hastell ar C'hog ? pelec'h emañ ? pelec'h emañ ar C'hastell ar C'hog, 'ma gwelet... klasket 'ma, partout 'ma klasket ar C'hastell ar C'hog, hag e oan... ha... e oan... ha pa lâren se pa oan... o tebriñ c'hoazh 'ba ar pred evel-se, « ma Doue ! met ar C'hastell ar C'hog, emezañ, me a anavez ! pelec'h emañ ar C'hastell ar C'hog ! e-kichen ar C'hastell ar Yar », ha 'h ae da dibab gomon aze en-dro d'ar C'hastell ar *Yog... C'hog, met ar C'hastell ar C'hog n'eus ken kastell ebet peogwir eo aet a-raok gant ar mor kwa !
[... - ˌhɑstəl ˈjɑˑꝛ - a ˌhɑstəl ˈhoˑg ... - ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑg ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... ˌhɑstəl ˈjɑˑꝛ - ... - ˌhɑstəl ˈjoˑd əː - ˈhoˑk - ˌhɑstəl ˈhoˑk ...]
Lanvaodez - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi