Frazenn n° 81974
-
👂 🔗 « oh, nann ! oooh ! lâr dezhi nompas dimeziñ gant hennezh ! ar re-seoù zo... n'int ket nemet amprevaned ! nann, nann, nann, nann ! » 'fin ! esaet e oa, « oh, ya ! tout e oac'h... o tikrial anezhañ din ! met muioc'h-se e tikrifet anezhañ din, sotoc'h e vin gantañ ! » « oooh ! met... » a lâre eu... ar Gall, deus Sant-Iened, « 'derc'hi ket da vezañ sot gantañ, Mari, gwelet a ri ! », pemzekteiz goude e oa dimezet, 'da gouvezet e oa kouezhet fall...
[zɑ̃nˈjeˑnət]
« oh, non ! oooh ! dis-lui de ne pas se marier avec celui-là ! ceux-là sont... ceux ne sont que des vauriens ! non, non, non, non ! » enfin ! on avait essayé, « oh, oui ! vous étiez tous... en train de me le critiquer ! mais plus vous le critiquerez, plus je serai amoureuse de lui ! » « oooh ! mais... » disait euh... Le Gall, de Sant-Iened, « tu ne continueras pas de l'aimer, Marie, tu verras ! », quinze jours après s'être mariée, elle avait su qu'elle était mal tombée...
Plûned
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)