Frazenn n° 82113
-
👂 🔗 Kervel ya, geo ! un espes... un espes château kazi, ya, hag e oa ur pezh jardin a-dreñv, ha tout... ar mogerennoù... mogerennoù ken... ken uhel ha... ar machin aze, graet... graet en mein tout tro-ha-zro, ha tout tro-ha-zro 'ba ar jardin, 'ba ar jardin Kervel, 'vije nemet gwez... gwez-per ! ha pa vije leun ar re-seoù a per, aze e vije per sell ! ha... ha... ha 'h ae Pipi ar Gareg ha... ha paotred Kervalouin amañ ha tout, en noz, en noz ha 'h aemp gant ur skeul, e gasemp ur skeul ganimp, ha 'h aemp... 'h aemp 'ba ar jardin dreist ar vur, ha... hag e deue... sac'ha... sac'hadoù per ganimp, duzh... duzh Kervel sell ! hag e Kervel e vijent tout o kousket
[kɛꝛˈve̞ˑl - kɛꝛˈve̞ˑl - ˌkɛꝛvaˈluˑin - kɛꝛˈve̞ˑl - kɛꝛˈve̞ˑl]
Pleuvihan / Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)