Frazenn n° 82707
-
👂 🔗 Saint-Tugdual, aze e oa ur chapel, eu... 'ba ar c'horn ar park e-krec'h amañ, me 'meus gwelet anezhi en he sav, met ar pignon seulamant, ha neuze an aotel, ha ni pa oamp bihan e oamp... oc'h esa greiañ anezhi, e vije boutet un tamm pri, hag un tamm douar, e vije laket ur min, ha mat !
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌhe̞sa ˈgɣe̞jə ˈne̞j - ... - ... - ...]
Saint-Tugdual, là il y avait une chapelle, euh... dans le coin du champ en haut ici, moi je l'ai vue debout, mais seulement le pignon, et aussi l'autel, et nous quand nous étions petits nous... essayions de la retaper, on fourrait de l'argile, et un peu de terre, on mettait une pierre, et c'est bon !
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An ti > Ar stad > Nevesaat an ti