Frazenn n° 8896
-
👂 🔗 pevar bloaz zo pe bemp bloaz zo e oa kouezhet ar c'hurun warnañ, war... war... war an ti, hanter-devet an ti
[pɛˌwaꝛblaˈsoˑ pe ˌbe̞mplaˈsoˑ wa kwet ’hy:ryn warnɑ̃ war war warn ti: ɑ̃ ’hɑ̃ntər ’dɛwə nti:]
il y a quatre ou cinq ans, la foudre était tombée sur elle, sur... sur... sur la maison, à moitié brûlée la maison
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An ti > Ar stad > An tan-gwall
- Temoù > An amzer > An amzer fall > Ar c'hurun > Ar c'hurun o kouezhañ