Frazenn n° 89508
-
👂 🔗 Oh ! Hag eñ o vont da welet pelec'h emañ ar person. Eñ o vont d'ar sekretiri kwa, o kaout ar person aze... o lenn e... e bréviaire aze. « Ah ! Bonjour Fañch ! Penaos emañ da damm kont ? » « Oh, mat kwa... Ale ! Kalm eo ar bourk amañ 'vat ! Kalm eo an iliz, n'eus den ebet amañ neuze ? » « Nann ! Ha pelec'h emañ da... da fiancée emezañ ? » « Ma fiancée ?! Oh, aotrou person, 'ba ar briz 'teus goullet ganin, me a soñje eo te a organize tout an traoù-se ! »
[...]
Oh ! Et il alla voir où était le curé. Il alla à la sacristie quoi, et trouva le curé là... en train de lire son... son bréviaire là. « Ah ! Bonjour François ! Comment vas-tu ? » « Oh, bien quoi... Allez ! Mais le bourg est calme ici ! L'église est calme, il n'y a personne ici alors ? » « Non ! Et où se trouve ta... ta fiancée, dit-il ? » « Ma fiancée ?! Oh, monsieur le curé, au prix que vous m'avez demandé, je croyais que c'est vous qui organisiez toutes ces choses-là ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)