Frazenn n° 92241
-
👂 🔗 Hag ar paotr kozh a oa mezv. Hag eñ da sinañ. Da sinañ, hag e oa oc'h achuiñ e seizh vloaz ! Pa oa... 'nea divezvet, an deiz war-lerc'h ar beure, pa 'nea gouvezet petra 'nea graet, e oa bet evit mont d'en em grougañ. Kentoc'h evit adretorn deus e-lec'h e oa bet. Pa soñje petra 'nea graet. Feiz, aet e oa. Ha bet 'nea aour hañ ! Me 'meus soñj da glevet ma mamm ha welet an... ur... ur pezh bern aour, war an daol, du-hont, e n'onn petra, en o menaj. Ya !
[...]
Et le vieux gars était ivre. Et il a signé. Signé, alors qu'il finissait ses sept ans ! Quand il était... avait dessaoulé, le lendemain matin, quand il avait su ce qu'il avait fait, il avait envisagé de se pendre. Plutôt que de retourner là d'où il venait. Quand il pensait à ce qu'il avait fait. Ma foi, il était allé. Et il avait eu de l'or hein ! Je me souviens d'entendre ma mère qui vit le... un... un tas d'or, sur la table, là-bas, je ne sais où, dans leur ferme. Oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)