Frazenn n° 97810
-
🔗 1. 'ma goullet gantañ, « ha da donton, mont a ra mat ? » « dam, ya met marv eo ! emezañ, n'eus ket keit-se zo, miz zo pe miz hanter zo » « 'ma klevet mann ebet, emezon-me » 2. deus pelec'h 'tije klevet ? 1. hag ur c'hoar d'e vamm zo marvet aze, hoñ a oa kozh ivez, arri eo... hola ! oh, e oa o vont da gaout kant vloaz evit an deizioù, eo marv, hoñ a oa seurez
[...]
1. je lui avais demandé, « et ton oncle, il va bien ? » « dame, oui mais il est mort ! qu'il dit, il n'y a pas si longtemps que ça, il y a un mois ou un mois et demi » « je n'avais rien entendu, dis-je » 2. d'où aurais-tu entendu ? 1. et une sœur de sa mère est décédé là, elle était vieille aussi, elle avait atteint... oh là ! oh, elle allait avoir cent ans ces jours-ci, elle est morte, elle était religieuse
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)