Frazenn n° 97821
-
🔗 Hag e oa aet d'ar... d'ar red d'ar c'hambroù. Ne oa ket tud, ne gave den ebet neblec'h ebet. E oa aet d'ar c'hambroù, da welet. Respont ebet. « 'Meus kavet den ebet, emezañ ». xxx ( ?). Den ebet neblec'h ebet. Met e wreg a oa o kerzhet war an hent. Kollet he fenn ganti, ankoueet lakat... lak... kouezhet ar friteuse war an tan ! Hag e oa gelvet ar bomperien. Gallet 'da lazhañ anezhañ. 'Oa ket devet an ti met ar bakote a oa devet. Ya. E oa bet tan.
[...]
Et il était allé en... en courant aux chambres. Il n'y avait pas de gens, il ne trouvait personne nulle part. Il était allé aux chambres, pour voir. Aucune réponse. « Je n'ai trouvé personne, dit-il ». xxx ( ?) Personne nulle part. Mais sa femme marchait sur la route. Elle avait perdu la tête, et oublié de mettre... mett.... la friteuse était tombée sur le feu ! Et les pompiers avaient été appelés. Ils avaient réussi à l'éteindre. La maison n'avait pas brûlé mais l'arrière-cuisine avait brûlé. Oui. Il y avait eu le feu.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An ti > Ar stad > An tan-gwall