Frazenn n° 97822
-
🔗 Aze eo bet an tan ivez, il y a 3 ans maintenant. Ya, dre e wreg 'na kollet he fenn. Hag e oa laket ar friteuse war an tan. E oa aet da vale er-maez. 'Da ket rentet kont. Hag eñ a oa... a oa ba ar (gambr ?) ba an ti. Hag e oa... feiz, e oa hanter-gousket, a-hervez klevet. Unan o tremen dre Kervaria, o tont deus Kervaria da Lannuon. E wele moged o tont er-maez deus an doenn. « Ah, 'h an da welet petra... petra a sinifi se memestra, emezañ. » (Marv ?) an tan.
[...]
Là il y avait eu le feu aussi, il y a 3 ans maintenant. Oui, à cause de sa femme qui avait perdu la tête. Et la friteuse avait été mise sur le feu. Elle était partie se promener dehors. Ils ne s'étaient pas rendus compte. Et lui était... était dans la chambre de la maison. Et il était... ma foi, il était à moitié endormi, à ce qu'il parait. Quelqu'un était passé par Kervaria, venant de Kervaria et allant à Lannuon. Il voyait de la fumée sortir du toit. « Ah, je vais voir ce que... ce que ça signifie quand même, dit-il. » Le feu (éteint ?). Aze eo bet an tan ivez, il y a 3 ans maintenant.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An ti > Ar stad > An tan-gwall