Temoù
Plijout
-
👂 🔗 oh ! arri-mat gant... ya peogwir e raen tout e gapris dezhañ ivez, tout ! tout ! tout ! 'bouskulen ket anezhañ na mann ebet na forzh ebet, hag e... ur garrigell vihan, e vije oc'h ober menaj ganin hag e voute, oh ! d'un tu ha d'an tu all, oh ! me a vije skuizh hañ ! kar aon 'ma 'h arrife un dra bennak gantañ, sell aze petra !
[o - ɑjˈmɑd gɑ̃n - ja pu ʁe̞n tud i gapʁis ˈdeɑ̃ ˈie - tut - tut - tut - buskyˈle̞ŋkə ˈneːɑ̃ na ˈmɑ̃n əˌbet na ˈfɔʁz bet - a i - ə gaˌʁiɟəl ˈviːən ˈviʒe ho̞ːʁ ˈmeːnəʒ gɑ̃ˈnĩ a ˈvute̞ - o dən ˈty a dən tyˈɑl - o me ˈviʒe ˈskwiːz ɑ̃ - kaʁ ˈo̞wən ma ˈhɑjfe ˌdʁa məˈnɑːk ˈkɑ̃ntɑ̃ - sɛl ˈɑe pʁa]
oh ! bien vu de... oui, puisque je faisais tous ses caprices aussi, tous ! tous ! tous ! je ne le bousculais pas ni rien ni ne m'en souciait, et son... une petite brouette, il faisait le ménage avec moi et il poussait, oh ! d'un côté et de l'autre, oh ! moi j'étais fatiguée hein ! car j'avais peur qu'il lui arrive quelque chose, voilà ce que c'était !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket arru-mat ar skolaer-se kement-se ivez gant ar baotred
[wa kəd aj mat sko'lɛ:r ze ke'mese iə gãn 'bɔtət]
ce maître-là n'était très bien vu aussi des garçons
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 met ar vugale ne veze ket arru-mat ar skolaer gante meur a wezh
[mɛ vy'ga:le 'viʒe kəd aj mat sko'lɛ:r gãntɛ mœ:r ə we:ʃ]
mais plusieurs fois les enfants n'ont pas apprécié leur instituteur, l'instituteur n'était pas bien vu des enfants
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oas ket arriet mat gant an dud
[was kəd ’ɑjə mɑ:d gɑ̃n dyt]
tu n'étais pas bien vu avec les gens
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket arriet mat nann
[wa kəd ’ɑjə mɑ:d nɑ̃n]
elle n'était pas bien vue non
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru-mat marteze n'eo ket, met anavezet eo
[ɑj'mɑt ma'tehe nɛ kət mɛd 'ɑ̃n'veɛd ɛ]
il n'est peut-être pas bien vu, mais il est connu [humour]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 peotramant e vijes bet arri-fall gant Daniel
[pə’tɑ̃m viʒɛz bed ɑj'vɑl gɑ̃n da’ɲɛl]
sinon tu aurais été mal vu par Daniel
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arru-mat e vez ganti
[ɑj'mɑd ve gɑ̃nti]
il est bien vu avec elle
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ a oa gwelloc'h bezañ 'ba he c'haieroù evit nompas bezañ
[hɔ̃: wa 'wɛlɔh 'beɑ̃ war i ha'jɛ:ro wid nɔ̃pas 'beɑ̃]
elle, il valait mieux être dans ses cahiers que de ne pas l'être [être dans ses petits papiers]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit bezañ arru-mat gant honnezh hañ !
[wid 'beɑ̃ ɑj'mɑd gɑ̃ hɔ̃:z ɑ̃]
pour être bien vu par elle hein [personne difficile] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne vijen ket arru-mat ganti met ne lârin ket dezhi hañ
[viʃɛŋ kəd ɑj'mɑd gɑ̃ti mɛ 'lɑ:riŋ kə dɛj ɑ̃]
je ne serais pas bien vu avec elle mais je ne lui dirai pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 minapl e oa sot ganin
[’mi:nab wa zo:t kə’nĩ]
il m'adorait énormément [enfant]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa sot ganin, eñ a oa sot ganin, ya peogwir e vezen ordin o tiwall anezhañ
[hẽ̞: wa zo:t kə'nĩ hẽ̞: wa zo:t kə'nĩ ja pə'gu:r viʒɛn ɔrdin 'tiwal neɑ̃]
il m'adorait, il m'adorait, oui puisque j'étais tout le temps à le garder
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru-mat e vije ganin
[ɑj'mɑd viʃe gə'nĩ]
elle serait bien vue avec moi [ironique]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo... eñ zo arru-mat a-hent-all hañ, n'eo ket dam n'eo ket arru-mat gant ar maer na gant machin...
[hẽ̞:s so hẽ̞: zo ɑj'mɑ:d hɛn'dɑl ɑ̃ nɛ kə dɑ̃m nɛ kəd ɑj'mɑ:d gɑ̃n mɛ:r na gɑ̃n ma'ʃɛ̃]
celui-là est... il est bien vu autrement hein, ce n'est pas parce qu'il n'est pas bien vu avec le maire ni avec machin...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Me a vez graet brav din gant tout an dud.
Mé vé gwèt braw di gan-n tou-n dut.
[me ve gwɛt bʁaw di gãn tun dyt]
Je suis bien vu avec tout le monde.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ne glevez ket nemet mad dioutañ
[glɛ'wɛs kə mɛ mɑ:d djɔ̃tɑ̃]
tu n'entends que du bien de lui
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket arri re vat
[ne̞ kəd ɑj ɹe vɑt]
il n'est pas très bien vu
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dam, me zo arri krog da blijout hemañ din
[dɑ̃m me zo ɑj kɹɔg də 'bli:ʒud 'hemɑ̃ dĩ]
dame, moi je commence à l'apprécier [maire]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plijout a ran dezhañ
[pliʒ ʁɑ̃ deɑ̃]
je lui plais
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a soñj din e deu se... deus eu... Marie-George buffet 'meus aon, 'blij ket ken kaer da... d'an direksion, mais... Robert Hue a soñj din a oa... a oa jujet gwelloc'h... en he flas, se eo ma... ma opinion-me met...
[me ʒɔ̃:ʃ tĩ da ze - dəz ə ... møz ’ɑ:ɔ̃n - bliʃ kə ken kɛ:ɹ də - də dirɛk’si:ɔ̃n - mɛ: - ... ʒɔ̃:s tĩ wa - wa ’ʒy:ʒə ’wɛlɔχ - ni vlɑs ze he̞ mə - mə opi’ni:ɔ̃n me mɛt]
je pense que cela vient de... de euh... Marie-George buffet je crois, elle ne plait plus trop à... à la direction, mais... Robert Hue je crois était... était considéré mieux... à sa place, ça c'est mon... mon opinion à moi mais...
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 boñ, kousket anezhañ ha tout ha... ha goude pa 'h arrien deus ar beure, hop ! a-hend-all e rae e-unan hañ ! Clec'h, e save an hini bihan ha... ha... tout... tout a rae, a-benn 'h arrien deus ar beure e vije... vije graet, ha met ar pezh a oa, Philippe, pa 'h arrien-me hañ ! diouzhtu eu... e vije oc'h ober joa din... joa din, donc e oa kontant diouzhin hañ !
[bɔ̃ - ˈkuskə ˈneɑ̃ a tut a - a ˈguːde pa ˈhɑje̞n dəz ˈbœːʁe ɔp - hɛnˈdɑl ʁe̞ iˈhyn ɑ̃ - klɛʃ - ˈzɑːve̞ nːi ˈbiːən a a - a tud tud ʁe̞ be̞n ˈhɑje̞n dəz ˈbœːʁə ˈviʃe ˈviʃe gwe̞t - a mɛ pez wa - fiˈlip pa ˈhɑje̞n me ɑ̃ dyˈsty ə ˈviʃe ho̞ːʁ ˈʒwɑː dĩ ˈʒwɑː dĩ - dɔ̃ŋk ə wa ɑj ˈkɔ̃ntɑ̃n ˈdiwĩ ɑ̃]
bon, le coucher et tout et... et après quand j'arrivais le matin, hop ! autrement il faisait tout seul hein ! Clec'h, il levait le petit et... et... tout... il faisait tout, lorsque j'arrivais le matin c'était... c'était fait, et mais ce qui se passait, Philippe, quand j'arrivais hein ! tout de suite il était en joie de me voir... en joie de me voir, donc il était content de me voir hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oan ket... 'oan ket arri re vat ganti
[ˈɻe vat]
je n'étais pas... je n'étais pas très bien vu par elle
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 me ne blij ket honnezh din hañ
[me bliʃ kə hɔ̃:s tĩ ɑ̃]
moi je n'aime pas celle-là hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi