Temoù
Kemer war-lerc'h
-
👂 🔗 e-giz-se e oa bet derc'het an traoù da vont war-raok
['gise wa be 'dɛʁhɛd ən tʁɛw dɔ̃n wa'ʁo̞k kwa]
comme ça les choses avaient continué d'avancer quoi [exploitation de la ferme reprise]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma adkemeret menaj ma dud
[ma ˌhatko’mɛ:ʁə ’me:nəʒ mə dyt]
j'avais repris la ferme de mes parents
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo deu... 'ba Ker ar Forest o terc'hen menaj, 'ma kemeret ar menaj war-lerc'h ma zud
[me zo dœ ba ge̞ʁ’fɔʁs ’tɛʁhɛn ’me:nəʃ ma ko̞’me:ʁəd ’me:nəʒ waʁ’lɛʁh mə dyt]
je suis de... j'exploite une ferme à Ker ar Forest, j'avais repris la ferme après mes parents
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 adkemer ur menaj zo arri imposupl ma n'eo ket war-lerc'h ar familh
[hat’ko̞mɛʁ ’me:nəʒ ə zo ɑj im’posyp ma nɛ kə warlɛrh ’fɑ̃miʎ]
reprendre une ferme est arrivé impossible si ce n'est pas à la suite de la famille
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad a oa o terc'hel menaj 'ba Komanant Nicol 'ba Plûned d'ar c'houlz-se euh... ha goude neuze e oa deut amañ war-lerc'h e dud neuze
[mə dɑ:d wa ’tɛʁhɛl ’me:nəʒ ba ’ko̞mɑ̃n ’nicɔl ba ’ply:nəd də ˈhuls se - ə a ’gu:de ’nœ:he wa død ’ɑ̃mɑ̃ war’lɛrh i dyd ’nœhe]
mon père exploitait une ferme à Komanant Nikol à Plûned à cette époque-là euh... et après alors il avait pris la suite de ses parents alors
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi